Ur vro eus hanternozEuropa eoFinland (efinnegSuomi; esvedegFinland), ent-hirRepublik Finland (Suomen tasavalta,Republiken Finland). Riblennet eo gant arMor Baltel er mervent, gantpleg-mor Finland er su-gevred hapleg-mor Botnia er c’hornôg. Harzoù douar he deus Finland gantSveden er gwalarn, gantNorvegia en hanternoz-tre ha gantRusia er reter. Emañ an iniziÅland, er mervent, dindan riegezh Finland, met inizi emren int. Div yezh ofisiel zo er vro, rak meur a dakad eus an arvor zo poblet gant svedegerien.
Dindan dalc’h Rusia e oa undugelezh veur eus Finland, un dugelezh vras liammet ouzh kurunenn an impalaer betek dibenn1917. En amzer-se, enXIXvet kantved, e krogas emsav broadel Finland : e1835 e voe embannet ar c’h-Kalevala, un doare « Barzhaz Finland » ; e1892 e voe roet d’ar finneg statud ur yezh par d’ar svedeg.
D’ar6 a viz Kerzu1917, nebeut amzer goude andispac'h bolchevik e Rusia, e voe embannet dizalc’hiezh Finland. Urbrezel diabarzh a zeuas da c’houde, etre arRe ruz, harpet gant ar galloud rusian nevez, hag arRe wenn, skoazellet gantImpalaeriezh Alamagn. Anavezet e voe dizalc’hiezh ar vro gant EmglevTartu e1920 ha resisaet e voe gant an emglev-se petra e oa an harzoù etre Finland ha Rusia. E-pad anEil brezel bed, koulskoude, e voe adaloubet Finland gant armeoù anUnaniezh Soviedel, dre ziv wech, ur wech kentañ e1939–1940 hag un eil gwech e-pad1941–1944. An eil gwech-se e voe skoazellet Finland gantAlamagn.
Gant an emglevioù peoc’h a voe sinet goude an Eil brezel bed, e1947 ha1948, e voe resisaet adarre ar vevenn etre Rusia ha Finland ha lamet e voe un tamm bras eusKarelia digant Finland. Goude se e teuas Finland da vezañ ur vro neptu, liammet ouzh anUnaniezh Soviedel gant unEmglev kenlabour ha kenskoazell. Goude ar bloavezhioù a reuz hag a freuz a oa bet gouzañvet gant ar vro, ez eas he stad war wellaat buan ha kreskiñ a reas he finvidigezh, diwar skouer broioù allSkandinavia. E1995 e teuas e-barzhUnaniezh Europa.
Urrepublik demokratel eo Finland. Un tamm galloud zo gantprezidant ar Republik, dreist-holl war dachenn an darempredoù etrebroadel. Met ar braz eus ar galloud zo gant ar gouarnamant, renet gant urc’hentañ ministr zo dibabet gant arparlamant.
E1906 e oa bet savet ar parlamant-se pa oa bet degaset armouezhiañ hollek (paotred ha merc’hed) en amzer ma oa Finland un dugelezh vras stag ouzhRusia. Merc’hed Finland a voe ar re gentañ gant argwir da votiñ en Europa. Abaoe an amzer-se eo bet renet Finland gant tri strollad politikel bras : strollad ar c’hreiz (Keskusta, KESK), strollad ar virourien (Kansallinen Kokoomus, KOK) hag ar strollad sokial-demokratel (Suomen Sosiaalidemokraattinen Puolue, SDP). Strolladoù bihanoc’h zo ivez evel Emglev an tu kleiz (Vasemmistoliitto, VAS), savet e-lec’h ar strollad komunour, ar Re C’hlas (Vihreä Liitto, VIHR), ha strollad ar svedegerien (Svenska Folkpartiet, SFP). Merket don eo bet buhez politikel ar vro gant an enebiezh etre an enepkomunourien hag an tu kleiz, ha gant pouez anUnaniezh Soviedel e-kichen.
Abaoe 1997 eo rannet Finland e 19 rannvro, tostoc'h da vuhez an dud, d'an istor ha d'ar sevenadur, ha d'ar proviñsoù kozh kentañ. Rannet int e 74 isrannvro, a gaver enno 432gumun.
Rannvroioù Finland (harzoù arproviñsoù e liv gris)
Lesanvet eo Finlandbro ar c'hant mil lenn. E gwirionez ez eus 187 888 anezho, ha 179 584 enezenn. Unan eus al lennoù-se, al lennSaimaa, eo ar pempvet lenn vrasañ en Europa. Kompez eo ar vro gant un nebeud uhelennoù. 1 328 m eo ar menez uhelañ, menezHaltitunturi ; e norzh pellañ ar vro emañ, war harzoù Norvegia, en ur c’hornad lesanvet "Alpoù Skandinavia". Goloet eo ar braz eus ar vro gant koadeier (war-dro 68% eus gorread Finland) ha n’eus ket kalz a zouaroù labouret. Kalz eus an inizi evel an iniziÅland hag enezegTurku zo lec’hiet er mervent d’ar vro.
Unhinad kerreizh norzhel a ren e kreisteiz ar vro. En hanternoz, ha dreist-holl e Laponia, e ren un hinad isarktikel, ma vez yen ha garv ar goañv.
Ur c’hard eus ar vro en em gav en norzh daGelc'h Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e welerheol hanternoz e-pad meur a sizhun, ha seul belloc’h e vezer en norzh seul hiroc'h ar prantad ma vez gwelet. E penn norshañ Finland ned a ket an heol da guzh e-pad 73 devezh en hañv, ha noz e vez e-pad ar goañv e-pad 51 devezh.
Ur vro binvidik eo Finland, gant ur greanterezh diorroet-kenañ, un armerzh kevalaour hag ur c’henderc’h dre zen heñvel ouzh hini arRouantelezh Unanet,Frañs peItalia. Uhel eo ar barr bevañ. Diazezet eo ar greanterezh war labour ar c’hoad, ar metaloù, ar pellgehentiñ (ar merkNokia) hag an elektronegezh. An ezporzhiadurioù a ya d’ober un drederenn eus ar c’henderc’h diabarzh kriz (KDK). Emañ Finland e dalc’h enporzhiadurioù niverus, pe e vefe evit an danvez krai, estreget ar c’hoad ha metaloù zo, pe e vefe evit traezoù oberiet.
Gant an hinad a zo er vro, n’eo ket diorroet allabour-douar ha ne vez gounezet nemet ar pep diazez evit magañ an annezidi. Ur plas bras a zo gant arc’hoataerezh : gounit gwez evit an ezporzhiañ a ya d’ober un advicher spletus evit an dud diwar ar maez. Abaoe un nebeud bloavezhioù eo enframmet muioc’h-mui armerzh Finland en hini Europa ar c’hornôg : emañ Finland e-touez an 11 stad eus Europa o deus degemeret aneuro.
Helsinki eo argêr-benn, gant un hanter milion a dud o chom enni. En-dro d’ar gêr-benn e kaver kêrioù bras all evelEspoo peVantaa. Kêrioù bras all eus ar vro a zo enno tremen kant mil den :Tampere,Turku hagOulu.
Div yezh ofisiel a zo e Finland : arfinneg (suomi), a vez kaozeet gant 91,9% eus an annezidi da yezh kentañ hag arsvedeg (svenska), a vez komzet gant 5,5% eus an dud. En arvor hag en iniziÅland emañ arsvedegerien-se o chom. ELaponia e kaver ivez war-dro 7 000 den hag a gomzsamieg.
Hervez ur studiadenn eus 2004, an darn vrasañ eus tud Finland (83,8%) a zoLuterianed hag un niver bihan anezho (1,1%) a zoortodoksed. Anavezet eo an div iliz-se, luterain hag ortodoks, gant ar stad. Ar peurrest eus an dud a heuilh relijionoù all,kredennoù protestant (estreget alluteriegezh),yuzevegezh,islam, pe c’hoazh n’o deus relijion ebet.
Abaoe ar brezelioù a zo bet gouzañvet gant Finland, ha dreist-holl abaoe anEil brezel bed, ez eus deuet kemmoù bras er boblañs. Goude ur prantad ma oa bet tud o tont eusKarelia da repuiñ e rannvroioù all Finland, e voe kalz tud o kuitaat ar vro abalamour ma oant diskredik e c’hellje adsevel ha bleuniañ e-skeud anUnaniezh Soviedel goude ar brezelioù. Padout a reas an divroañ-se betek ar bloavezhioù 1970. Hag er bloavezhioù 1990 e krogas Finland, evel broioù allSkandinavia, da zegemer tud hag a zeue diouzh broioù an ez-Unaniezh Soviedel.
Evit a sell frankiz ar c'helaouiñ hag ar gazetennerien e oa Finland da gentañ er bed (war 180) er bloaz 2014 (hag abaoe 2008), hervezReporters sans frontières[2].