Goude ma 'z oa Soaz Sapeur kalon-vat holl, graet e veze evelkent anezhi ur plac'h feuls, ha zoken gouez a-walc'h, da vihanañ ouzh ar re na ouient ket ober diouti.— (Jarl Priel,Va Zammig Buhez,Al Liamm,1954, p. 12.)
Ha morse n'hon eus bet gouezet, va c'herent na me, petra e teuas egile da vezañgoude m'en devoe kuitaet ar gêr.— (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gantYeun ar Gow,Abrobin,Al Liamm,1964, p. 7.)
An itron, o welet e oa klanv, a reas digas eur vuredad dour melen, ha,goude m'an nevoe evet anei, Herri ne zantas ken netra.— (Erwan ar Moal,Pipi Gonto,Kemper,1925, p. 17.)
Pa 'z eo gwir e komzan deoc'h eus a Landreger, ez an da lavaret deoc'h ar pezh a c'hoarvezas eno nebeutgoude ma 'z oa aet an Aotrou 'n Eskob kuit.— (Lan Inizan,Emgann Kergidu 1,Brest, 1877, eil emb.Al Liamm1977, p. 29.)