Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikeriadur
Klask

azen

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Unazen o peuriñ.

Etimologiezh

(Anv-kadarn) Diwar ar ger latinasinus.
Meneget er C'hatolikon (asen).
Kar d'ar gerioùasyn e kembraeg,asen e kerneveureg.
(Furm verb) Savet diwarazen-, pennrann ar verbazenañ, hep dibenn-ger.

Anv-kadarn

UnanderLiester
Gourelazen
/ˈɑːzɛn/
azened
/aˈzɛnːet/

peezen
/ˈeːzɛn/

Benelazenez
/aˈzɛnːes/
azenezed
/azɛˈneːzet/

azen/ˈɑːzɛn/gourel (liesterazened,ezen)

  1. Bronnegdoñv (Equus asinus), damheñvel ouzh urmarc'h bihan.
  2. Denberr espered.
    • Azendiot ma'z out, e-lec'h teir n'eus nemet div.— (Klaoda ar Prad,An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 14.)
    • Etretant, tapet en devoa ar c'hure pleg da c'houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag unazen, setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d'he fennhêr : ...— (Jarl Priel,Va Zammig Buhez,Al Liamm,1954, p. 37.)
    • Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daouazen, pell ac'hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.— (Jakez Riou,An Ti Satanazet,Skridoù Breizh,1944, p. 13.)
    • Seizh vloaz zo avat ez eus unazen ac’hanoun.— (Yann ar Floc'h,Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault,Kemper,1950, p. 230.)
  3. azen gornek : dendizesk.
  4. Bezañpennek evel un azen : pennekkenañ.

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivetasen.

Deveradoù

Troioù-lavar


Krennlavaroù

Troidigezhioù

Anv-gwan

DerezFurm
Derez-plaenazen
Derez-uheloc'hazenoc'h
Derez-uhelañazenañ
Derez-estlammiñazenat

azen/ˈɑːzɛn/

  1. Dizesk,diouiziek. Ne vez implijet evelanv-gwan nemet enderez-uhelañ hag enderez-uheloc'h.
    • N'eo ket nep en deus diskouarn hirañ
      Eus an tri-z-hont eo ’nazenañ.
      — (Ar Miliner, e vab hag an azen, e-barzhFeiz ha Breiz, niv. 3, Mae-Even, 1903, p. 89.)
    • « Bien sûr ! » a lavaras ivez kerkent Loiz Dinac’h c’hoant dezhañ diskouez n’oa ketazenoc’h eget ar re all.— (J.P. ar Bras,An doare da zeski galleg, e-barzhFeiz ha Breiz, Gouere, 1907, p. 157.)

Furm verb

azen/ˈɑːzɛn/

  1. Furm ar verbazenañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verbazenañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.

Gwelet ivez

  • Ar pennad « azen » e-barzh WikipediaPennad war Wikipedia
Adtapet diwar « https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=azen&oldid=341583 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp