Untog, pe urc'habell, zo urpennwisk, da lavarout eo ur pezhdilhad a vez lakaet warpenn an dud, koulzpaotred koulzmerc'hed hiziv. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
Dont a ra ar ger eus ar gergallek "toque". Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doareKerne-Izel (liestertokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doareTreger (liestertogoù). E geriadurJules Gros e kaver meneg eustokoù hatogoù, mettogoù hepken er skouerioù.
Dre vras e vez lavarettog bremañ eus ur pennwisk un tamm faro, marteze dre ma veze gwisket togoù gant an dud uhel gwechall, pa vezeboned pekalabousenn gant tud ar bobl war ar pemdez. Ne veze ket togoù gant ar merc'hed e Breizh a-raok dibenn arbrezel-bed kentañ .
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe:boned,kasketenn ,koef,bered.
Betek kreiz anXXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho. Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.