Zagreüs (ΖαγρεύςZagreús egresianeg) eo anv armab en doeZeus digantPersefone pa’n doe kousket ganti war-lerc’h dezhañ kemer stumm un naer ; Pa voe ganet ar bugel Zagreos e voe roet d’arGoureted, dezho d’e ziwall diouzhkasoni spouronus andoueezHera, gwreg warizius Zeus. Met kavet e voe gant an doueez drouk ha setu hi da gargañ anDitaned d’ober e stal d’ar bugelig. Pa welas kement-se e klaskas Zagreos tec’hel en ur wiskañ stummoù a bep seurt, tud pe loened a bep eil, hini untarv a-benn ar fin. Neuze e lammas anDitaned gantañ, da gregiñ en egerniel, ha d’en debriñ en bev.Apollon a deuas da zastum arrelegoù d’o c’has gantañ da z-Delfi da zouarañ. GantAtena-Pallas e voe saveteet ar galon a oa c’hoazh o talmiñ ha roet da Zeus. GantSemele eme darn, gant Zeus en-eeeun eme lod all, e voe lonket kalon arbugel ha krouet un doue nevezDionysos. Er relijion orfek, Zagreüs, e henc'hresianeg Ζαγρεύς,Zagreús. zo ur stumm eus anDionysos kevrinek, zoDionysos, doue ar gwini a anavezomp, unadenkorfadur anezhañ. Hañval eo ez eo bet awenet ar vojenn-se, a-bouez kenañ er relijion orfek, gant mojennOsiris. Gallout a rafe ivez bezañ a orinminoean hakretat pe dont eus sevenadurezhioù anEnezvor
Zeus, troet enaer, a zesevasPersefone, ar verc'h en doa bet digantDemeter, hag hi plac'h yaouank c'hoazh. Hag int ha engehentiñ Zagreus, zo fiziet enApollon hag erC'houretesed, gant ar soñj d'ober pennhêr Zeus eus ar bugel. Kuzhat a rejont anezhañ e koadoù armenez Parnasos. Kaset e voe anDitaned war e lerc'h gantHera. Adkavout a rejont ar bugel a-drugarez da c'hoarielloù hag int ha dispennañ anezhañ. Plaouiet e oa e holl izili gante war-bouez e galon, savetaet gantAppollon peAtena, hervez ar mojennoù.
Zeus a lonkas kalon ar bugel hag a deuas a-benn da reiñ ar vuhez dezhañ un eil gwezh o c'henel anezhañ dindan an anv aIakkos. Alese e teu un displegadenn boblek eus orin anvDionysos: « ganet div wezh ». Kouezhañ a reas foeltr Zeus war anDitaned d'o c'hastizañ. Diwar o ludu e tiwanas neuze anDenelezh.