Yukon (distaget/ˈjuːkɒn/) eo an hihi bihanañ eus triziriadKanada, e penn gwalarn ar vro, stok ouzhAlaska.
Whitehorse eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, 28 201 den o chom enni e2021, eleze 70% eus poblañs an tiriad, a sav da 40 232(2021)[5]. Ar gêr bobletañ en tri ziriad eo ivez.
Er bloaz1898 e voe disrannet an takad anvetYukon Territory diouzh an North-West Territories ("Tiriadoù ar Gwalarn"). Un dekred gant gouarnamant Kanada a lakaasYukon da vezañ anv ofisiel an tiriad, ar pezh a voe asantet gant Kurunenn arRouantelezh-Unanet d'ar27 a viz Meurzh 2002[6] ; en daoust da gement-se e kendalc'h ar servijoù kanadian hag etrebroadel da ober gant ar berradurYT evitYukon Territory esaozneg hag gantYn evitYukon egalleg[7]. Er bloaz 2021 avat e erbedas gouarnamant Yukon ma vefe graet gantThe Yukon e saozneg en teulioù ofisiel[8].
Ar saozneg hag ar galleg eo yezhoù ofisiel Yukon, met anavet eo yezhoù annezidi kentañ ar vro gant ar gouarnamant.
E Yukon emañMenez Logan, menez uhelañ Kanada (5 959 m), hag eil menez uhelañNorzhamerika.
Eno ivez e red ar stêrYukon he deus roet hec'h anv d'an tiriad. Stêrioù all zo : arPelly, arStewart, arPeel, arWhite, alLiard, arMackenzie hag anTatshenshini o vezañ ar re bennañ.
Ar stêr Yukon eo ar stêr hirañ en tiriad (3 190 km), alese anv ar vro. Ur berradur eus ur bommgwich'inek eo :chųų gąįį han, "stêr he dourioù gwenn", abalamour da liv gwenn an tammoùigoù roc'h gwenn a vez en arlug e dour ar stêr, rak drailhet eo bet ar reier en argrec'h gant ar skornegi.
Tric'hornek eo stumm an tiriad. Er c'hornôg hag er gwalarn ez eo bevennet gant Alaska (SUA) a-hed 1 210 km ; er reter emañTiriadoù ar Gwalarn hag er su emañBritish Columbia ;Mor Beaufort zo en norzh.
E diazad ar stêr Yukon emañ ar braz eus an tiriad. Kalzlennoù zo er su, an darn vrasañ anezho o vagañ ar stêr.
E Kluane National Park and Reserve (KNPR) emañ Menez Logan, er mervent. UrGlad bedel eo KNPR. Ivvavik National Park ha Vuntut National Park zo en norzh.
Ar pruñs du (Picea mariana) hag ar pruñs gwenn (Picea glauca) eo ar gwez paotañ e Yukon ; kalz anezho zo krabotek en abeg d'ar berr m'eo marevezh ar c'hresk ha d'an hin kalet.
Daoust ma c'heller e lakaat da glouar e-keñverArktika ez eo Yukon yenañ kornad Norzhamerika : betek -60°C e tiskennas argwrezverk e1947,1952 ha1968. Ker yen ha -63°C a voe muzuliet e miz C'hwevrer 1947.E miz Mezheven, ken abred ha miz Mae a-wechoù, e vez an tommañ e Yukon, pa vez e miz Gouere, miz Eost ha miz Gwengolo zoken er peurrest eus Kanada. Teir gwech e voe ken tomm ha 36°C en tiriad (1969,1983 ha2004).
Gwrezvezkoù keitat pemdeziek uhel hag izel e lec'hiennoù e Yukon[9] | Whitehorse | Dawson City | Old Crow |
---|
Uhel keitat e Gouere | 21°C | 23°C | 20°C | Izel keitat e Gouere | 8°C | 8°C | 9°C | Uhel keitat e Genver | -11°C | -22°C | -25°C | Izel keitat e Genver | -19°C | -30°C | -34°C | | 
Whitehorse Dawson City Old Crow |
Ar yezh-vamm bennañ hervez an 33 145 respont bet eNiveradeg kanadian 2011 a oa ar saozneg evit 28 065 den (85%)[10]. An eil yezh a oa ar galleg gant 1455 den (4%)[10]. E-touez ar 510 den o doa roet meur a respont e oa 140 (27%) hag a roe saozneg ha galleg war un dro evel yezh-vamm, 335 (66%) hag a roe saozneg hag ur yezh na oa ket ofisiel hag 20 (4%) hag a roe galleg hag ur yezh na oa ket ofisiel[10]
Anavezet eo plas yezhoù henvroidi an tiriad gant arYukon's Language Act er Yukon, hag aotren a ra ober gante e labour ar vodadenn lezennel zoken, daoust ma n'haller ober nemet gant saozneg ha galleg el lezioù-barn[11].
| Yezh-vamm, niveradeg 2011[10] |
---|
Rank | Yezh | Poblañs | Dregantad |
---|
1. | Saozneg | 28,065 | 82.9% | 2. | Galleg | 1,455 | 4.3% | 3. | Alamaneg | 805 | 2.4% | 4. | Tagalogeg | 425 | 1.3% | 5. | Kaskaeg | 265 | 0.8% | 6. | Tutchoneg an norzh | 200 | 0.6% | 7. | Spagnoleg | 180 | 0.5% | 8. | Tutchoneg ar su | 140 | 0.4% | 9. | Hollandeg | 130 | 0.4% | 10. | Sinaeg | 130 | 0.4% |
|
Amerindianed a oa o chom e kreiz ha su Yukon pell kent donedigezhEuropiz, e rannvroioù ma ne c'hoarvezasskornadur ebet. A-douez annezidi kentañ Norzhamerika e oa ar pobladoù-se[13].
E-tro ar bloaz800 e tarzhas armenez-tanMenez Churchill ereter Alaska ; su Yukon a voe goloet gant ur gwiskad ludu a c'heller gwelet c'hoazh a-hed ar gourhent 2[14]. Miret eo bet an darzhadenn-se en hengoun an Amerindianed e Yukon ha pelloc'h e su Kanada.
Kenwerzh a oa etre Amerindianed an arvor ha re an argoad. Feuretaerien e oa an Europiz kentañ a erruas er vro enXIXvet kantved, ha buan ez erruas misionerien d'o heul.
E-tro arbloavezhioù 1870 ha80 e voe krogmengleuzerienaour d'en em staliañ e Yukon. Dre ma kreske poblañs Europiz e voe staliet poliserien, nebeut kentfardadeg war an aour e Klondike e1897. A-c'houde kresk ar boblañs e voe disrannet Yukon diouzh Tiriadoù ar Gwalarn (North-West Territories) e 1898 : d'an13 a viz Mezheven e voe Yukon an 9vet tiriad oc'h emezelañ e Kengevread Kanada.
- ↑1,0 ha1,1(en)(fr)'Statistics Canada. Table 98-10-0001-01 Population and dwelling counts: Canada, provinces and territories'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑
Produadur Diabarzh Kriz
(TermOfis) ; gwelet :PDG. - ↑(en)'Statista'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑(en)'GlobalDataLab'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑https://www12.statcan.gc.ca/census-recensement/2021/dp-pd/prof/details/page.cfm?Lang=F&GENDERlist=1,2,3&STATISTIClist=1&HEADERlist=0&DGUIDlist=2021A000260&SearchText=Yukon; yezh an oberenn pe an anv: galleg.
- ↑(en)'Yukon Act, SC 2002, c7'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑(en)'Abbreviations and codes for provinces and territories, 2011 Census'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑(en)'CBC News, 10/08/2021. Kavet :14 GOU 22.
- ↑(en)(fr)'Government of Canada – Historical Climate Data'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑10,010,110,2 ha10,3Focus on Geography Series, 2011 Census, Yukon. Statistics Canada (February 8, 2012).
- ↑Language Act, Statues of the Yukon (2002).
- ↑Council of Yukon First Nations
- ↑(en)(fr)'Yukon Heritage'. Kavet :14 GOU 22.
- ↑Yukon Highway 2, a zo un tamm eusKlondike Highway. Un adstêr d'ar Yukon eo ar stêr Klondike, 160 km dezhi e kornôg ar vro.Klondike Highway zo a-hed 708, 4 km etreSkagway en Alaska ha Dawson City ;Alaska Route 98 eo e SUA haYukon Highway 2 c'hoazh e British Columbia.