Youenn Kervalan eoanv-pluenn Ronan an Henaff (peRonan an Henañ), ur skrivagner brezhoneg eusLokorn.
Ur romantDremmoùArrasate zo bet embannet e 2009 gant embannadurioùAl Lanv : ur Vreizhadez yaouank eusLokorn a zibab pellaat diouzh he bro. E Bourdel e ra ar studierez anaoudegezh gant ur studier euskarat... Padal ur romant politikel eoDremmoù Arrasate kentoc'h eget ur romant karantez, un digarez da lakaat ar gaoz war c'houlennoù o sevel e-touez stourmerien Bro-Euskadi : dizalc'hidigezh pe emrenerezh, stourm armet kuzh pe stourm politikel digor ? An istor karantez a gas da brederiañ war un dro diwar-benn peseurt tu e c'hellfe mont ur stourm Breton.
Liammoù Breizh-Euskal Herria a zo danvez boutin a-walc'h e lennegezh Breizh. War ar memes danvez dre vras, ez eus bet embannet ur romant e galleg gantPierre-Emmanuel Marais :Ne m'appelle pas Lola (emb.Yoran Embanner 2009).
Deuet eo e eil romant er-maez e 2013, e tiAl Lanv adarre :Ar Waremm Vras (316 pajenn). Savet eo al levr en-dro da vuhez Gaid Bozeg, labourerez-douar e tiegezh ar Waremm Vras, e parrezPlogoneg : penaos e oa bet heskinet e skol ar seurezed en abeg d'ar brezhoneg, penaos he doa bevet ul lazhadeg ha palforsadeg spontus kaset da benn er Waremm Vras gant ur skouadron soudarded alaman e 1943, chomet-hi mut war-lerc'h ar gwall daol-se, ha penaos a-benn ar fin e teu skleurenn an esper en-dro pa c'hoarvez dezhi klevout bugaligoù eusskol Diwan o vont e brezhoneg gant ar varc'hadourez madigoù. An danevell-vuhez a ro tro d'ar skrivagner da livañ gant hiraezh an diskar eus al labour-douar a wechall, eus ar sevenadurezh hag ar yezh a yae da heul. "Petra an diaoul a oa c'hoarvezet er vro-mañ evit d'an dud nac'hañ an hêrezh-se, cheñch yezh ha mont da heul ar c'hiz, gallegañ evel tud-kêr ?" (p. 240).
Nevez a-walc'h el lennegezh vrezhonek eo an doare da zisklêriañ euzhennoù an arme nazi (a-hervez, diwar eñvorennoù chomet bev er c'horn-bro) ha da veuliñ taolioù kaer ar Rezistanted.
Youenn Kervalan en deus embannet traoù evit ar yaouankiz ivez:
Kontadennoù skrivet gantañ a oa bet troet pe en oksitaneg (Lo Nadal dels chòts, Institut d'estudis occitans, 1987) pe e korseg (U miraculu di Natalé, Scola corsa, 1987).
Barzhonegoù a zeu gantañ ouzhpenn (peurvuiañ er gelaouennAl Lanv).