Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Yod

Eus Wikipedia
Bugale o tebriñ yod gantJan Miense Molenaer (heulier)
Kerc'h, gant laezh. N'eo ketyod-kerc'hBreizh-Izel graet gant bleud malet munut
Lapolenta gant al livour italianPietro Longhi (1702–1785)
Risengrynsgrøt, yod-riz e doareNorvegia

Aryod a zo urmeuz graet diwar poazhañbleud, bleudgwinizh pekerc'h peurvuiañ, e-barzhdour pe laezh, ma komzer eus yoddre laezh pedre zour. Met gant heiz,riz,ed-Turki ha greun all e vez graet yod ivez hervez ar broioù, ha neuze e vez anvioù a bep seurt evelpolenta hag all.

A-wechoù e vez graet gant greun hanter valet e-lec'h bleud.

Yodoù all, dre astenn-ster

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant legumaj poazhet dre laezh ha friket e c'haller aozañ yod ivez. Yodavaloù-douar (pe yod patatez) eo an hini brudetañ. Bez' ez eus ivez yodkarotez,ach,asperjez,potiron,potimaron hag all.
Yod frouezh zo ivez, teuzet dre boazhañ, gantsukr ouzhpennet a-wechoù :avaloù,bananez,kistin,pechez hag all.

"Yodenn", "flastrenn" (pa vez al legumaj hanter-flastret pe ar frouezh hanter-deuzet hepken) ha "kaotigell" (pa vez ar frouezh poazhet mat) zo gêrioù all implijet evit komz eus aozadennoù tost en o doare da vezañ fardet.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar yod zo unan eus an doareoù koshañ en istor da zebriñ greun, kalz a-raok arbara a zo anavezet abaoe ur 4 000 bloaz bennak.

Yod a oa ur meuz ordinal gwechall war ar maez e Breizh-Izel. Roet e veze dreist-holl d'ar vugale ha d'a re gozhdizant. Meneget eo e-barzh ur bochad sonennoù.

Ar yod er yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Yod silet : anv roet d'ar yod-kerc'h e korniadoù zo.
  • Bazh-yod :bazh da dreiñ ar yod er gaoter e-keit ma vez o poazhat ; ur vazh damheñvel eo a vez implijet e c'hoarisachañ war ar vazh-yod.
  • Kof-yod : kunujenn taolet d'un debrer yod.
  • biz-yod : unan eus ar pempbiz a zo war andorn.

Lennegezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerYod er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yod&oldid=1955578 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp