Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Yezhoniezh

Eus Wikipedia
Ferdinand de Saussure, unan eus tadoù ar yezhoniezh.

Aryezhoniezh eo studi aryezhoù en un doare ledan.

Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ.

Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud.

Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen:

yezhoniezh sinkronel peyezhoniezh ziakronel
gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.
yezhoniezh teorikel hayezhoniezh pleustrek
ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij anurzhiataerezh, da skouer an treiñ dreurzhiataer. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren argevreadurezh pe ar semantik gant un diazezmatematikel resisoc'h.
yezhoniezh kenarroudel hayezhoniezh zizalc'h
Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.

Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h :

fonetik
studi arsonioù a vezont implijet e yezhoù ar bed ;
fonologiezh
studi mont-en-dro sonioù ur yezh ;
morfologiezh
studi an doare da sevel gerioù, da skouer implij arrakgerioù, allost-gerioù hag argerioù kevrennek ;
kevreadurezh
('sintaks') studi arfrazennadur, d.e. an doare da sevel frazennoù reizh ;
semantik
studister ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ;
pramatik
studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù
yezhoniezh istorel
studi al liammoù etre ar yezhoù dre zielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ;
yezhoniezh tipologel
studi arfamilhoù-yezh hervez ar perzhioù boutin kenetreze ;
stiloniezh
studistiloù implij ar yezhoù
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yezhoniezh&oldid=2173541 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp