Aryezhoù oil (langues d'oïl e galleg) zo un hollad yezhoù, pe rannyezhoù, romanek, kar d'argalleg, hag a ya d'ober ar pezh a anver ur c'h-"continuum" rannyezhoù komzet e hanternozBro-C'hall, e kreisteizBelgia, hag un tammig ivez e kornôgSuis. Emañ ar yezhoù oil e kerentiad aryezhoù romanek.
Gant ar yezhoniourien e vez rannet ar yezhoù romanek komzet e Bro-C'hall e tri skourr bras : ar yezhoù oil, aryezhoù oc peokitaneg, hag ar rannyezhoù frankoprovañsek pearpitaneg.
Rannet eo bet domani ar yezhoù oil e meur a dachenn vras gant ar yezhoniourien[1].Pa dremener eus an eil tachenn d'eben e c'hall ar yezherien en em gompren, met etre tachennoù hag a zo pell an eil diouzh eben, n'eus ket a gomprenezon ken.
santonjeg (alies e vezont bodet en un holladpoateveg-santonjeg).
Peuzvarv eo ar rannyezhoù a veze komzet en tachennoù tost da Bariz (Orléanais, Champagn...). Bev a-walc'h eo avat ar pikardeg, ar walloneg, ar poateveg hag ar santonjeg...