Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Yezhadur

Eus Wikipedia
Grammatica

Eryezhoniezh e vez implijet ar geryezhadur evit komz eus an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro uryezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.

Gwechall ha bremañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

A-gozh ne veze kontet nemet arvorfologiezh hag argevreadurezh evel tachennoù eus ar yezhadur.

Bremañ avat e vez graet "yezhadur", en un doare kalz ledanoc'h, eus hollad an holl dachennoù-studi a zo e-barzh ar yezhoniezh estreget arpragmatik, da lavaret eo arfonetik, arfonologiezh, arvorfologiezh, argevreadurezh hag arsemantik.

Implijet e vez ivez ar ger "yezhadur" da ober dave da oberennoù dre skrid bet savet evit displegañ reolennoù yezhadur ur yezh bennak, da skouerYezhadur bras ar brezhonegFrañsez Kervella.

Yezhadur dre skrid

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur yezhadur dre skrid a c'hell bezañdereadegel, da lavaret eo pa dalvezont da zisplegañ penaos e rankfed implijout ar yezh en un doare "reizh" hervez reolennoù normativel an implij hengounel pedeskrivel, da lavaret eo pa dalvezont da zisplegañ reolennoù mont-en-dro ur yezh evel ma vez implijet e gwirionez gant an dud hep soursial evit gouzout hag-eñ eo "reizh" pe get an implijoù-se.

War dachenn arc'hompoderezh e vez termenet kevreadurezh pepyezh programmiñ gant uryezhadur furmel dre ma'z eus anezhi uryezh furmel evel ma vez implijet ivez war dachenn armatematik. Ganturzhaz Chomsky e vez kinniget meur a zoare yezhadur furmel pennañ.

Yezhadurourien vrudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelit ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yezhadur&oldid=1936179 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp