Yaou zo urramzplanedenn aezhel, an hini vrasañ ekoskoriad an Heol hag ar bempvet hini pa bellaer eus anHeol. An doue romanYaou eo orin hec'h anv. Kement ha 2,5 gwezh hini holl blanedennoù all an Heol kevret eo he zolz. Skeudenn luc'hed an doue eoarouez steredoniel ar blanedenn Yaou.
Tro zo da welet Yaou en oabl gant an daoulagad noazh, pa 'z eo ar pevare skedusañ korf goude anHeol, alLoar haGwener.
Avelioù kreñv a c’hwezh e gwiskadoù diavaez ar blanedenn, evel ar gorventenn a vez bepred en takaduhelvanel a zo 22° er Su d'ar c'heheder, hag a anver "an Tarch Ruz Meur". Abaoe tremen 300 vloaz e vezer oc'h arselliñ an tarch-se.
Diasur e chom an anaoudegezh eus luniad ar blanedenn Yaou, diazezet ma 'z eo war muzulioù ameeun. Hervez lod skiantourien ne vije tamm kalet ebet e Yaou, douesoc'h -douesañ e vije a-feur ma 'z eer war-du ar c'hreiz, ha brasoc'h-brasañ e vije ar gwask ; hervez reoù all e vije e kreiz Yaou ur galonenn roc'hellek ennisilikatoù hahouarn (a-vent gant an Douar hag etre 10 ha 15 gwezh pounneroc'h egetañ), gronnet ganthidrogen metalek liñvel, hemañ gronnet d'e dro gant hidrogen molekulel liñvel, hag un aergelc'h tanav.
Abalamour d’ar pezh mell gwask ganet diwar tolz Yaou ec’h eo uhel-tre argwrezverk e diabarzh ar blanedenn, dre un argerzh a gwaskadur kerc'hellel anvet "gwikefre Kelvin-Helmholtz". E-tro 20 000 °C e vije gwrezverk ar galonenn. Gant un tolz 84 gwezh brasoc’h e vije bet uhel a-walc’h ar gwrezverk e kreiz ar galonenn evit ma krogje anhidrogen da deuziñ ; dasteredenn e troje Yaou neuze.
Skinañ a ra Yaou muioc’h ac'hremm eget na resev digant an Heol. He gwrezverk uhel eo a zo kaoz d’ar pezhioù fiñvoùkendougen en he gwiskadoù liñvel ha da zilec'hiadur ar c’houmoul en hec'h aergelc'h.
Soñjal a reer ivez ez eus tri gwiskad koumoul en aergelc'h Yaou :
an hini diavaesañ, e-tro 100 km donder, a vije koumoulennoù skornamoniak.
an eil, e-tro 120 km donder, a vije koumoulennoù hidrogenosulfidenn amoniom (NH4HS).
an hini diwezhañ, e-tro 150 km donder, a vije koumoulennoùdour haskorn.
Fiñval a ra aergelc'h diavaez Yaou hervez urc'hweladur tregemmel, arsellet evit ar wezh kentañ gantJean-Dominique Cassini e1690 : hiroc'h eo troerezh an aergelc'h erpennaheloù, pa bad war-dro pempmunutenn pelloc'h eget erc'heheder. En tu-hont da se ez eus aridennadoù koumoulennoù a red a-hed lodledennoù en tu enep d’ar pennavelioù. An avelioù a c’hell tizhout 600 km/e. Dont a rafe ar reizhiadoù avelioù-mañ eus gwrez diabarzh ar blanedenn. Diwar etrewered ar reizhiadoù-se e teu barroù-arnev ha strafuilhoù lec'hiel, evel an Tarch Ruz Meur, hag a zo ur vigelc'h stabil 12 000 km e ledander ha 25 000 km e hirder : gwelet oa bet dija gant Jean-Dominique Cassini tri c’hantved zo. Tarchoù bihanoc’h zo bet evezhiet ivez en XXvet kantved.
E gwiskad diavaesañ aergelc'h Yaou ez eusstrinkennoù skornamoniak. Dont a rafe livioù ar c’houmoul eus an elfennoù kimiek a zo a-gementadoù munut en aergelc'h.
Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée,ISBN 2-84398-249-9, pp. 36-40.
Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée,ISBN 2-84398-250-2, pp. 52-56.
Livioù gwirionYaou tapet gant ar sontennCassini-Huygens d’an 29 a viz Kerzu 2000 da 5 eur 30UTC
Al loarennoù galilean Krec'h-traoñ : Io, Europa, Ganymede, Kallisto