Straedig e distriktShinjuku eTokyo, a vez darempredet gant ar yakuzaed
Talvezout a ra ar geryakuza (japaneg :ヤクザ pe やくざ) evit ober eus un ezel eus ur seurtmafiajapanat. E c'her a dle bezañ roet gant pep yakuza d'unoyabun, da lavaret eo urpaeron.
Diwar ur gejadenn goll er c'hoari-kartoù おいちょかぶoicho-kabu e teu ar ger « yakuza »[1]. Pal ar c'hoari-se eo tennañ teir c'hartenn 9 o sammad. Mard eo ar sammad brasoc'h eget 10 ne gonter nemet an eil kartenn, nemet un 10 e vefe, rak 10 = 1. An dornad gwashañ eo 8-9-3(ya-ku-sa) rak kevatal da 20 eo, ha kollet eo ar c'hoari rak 20 = 0. Kement hag « eizh-nav-tri » e talvezyakuza rak :
ya a zeu eusyattsu, a dalvez "eizh",
ku zo "nav",
za a zeu eus un adstumm da 三san a dalvez "tri".
"Ar re o deus kollet" eo ster an anv-mañ enta. Tud paour e vez ar yakuzaed da gentañ, tud e-maez ar gevredigezh. Urmell eus o bizied o deus bet da troc'hañ evit lod, pe evit plegañ pe evit bezañ degemeret en-dro.
(en)ADELSTEIN, Jake :Tokyo Vice - An American Reporter on the Police Beat in Japan, Pantheon, 2009(ISBN 978-0-307-37879-8) •(fr)Tokyo Vice, Points, 2017(ISBN 978-2-7578-6081-6)
(en)ADELSTEIN, Jake :The Last of the Yakuza - Life and Death in the Japanese Underworld, Pantheon, 2009(ISBN 978-0-307-90838-4) •(fr)Le dernier des Yakuzas, Points, 2017(ISBN 978-2-7578-7029-7)