Xosé María Díaz Castro (19 a viz C'hwevrer1914 eGuitiriz,Lugo,Galiza,Bro-Spagn –2 a viz Here1990 eLugo) a oa urskrivagner galizat hagalizek, gouestlet dezhañDevezh al Lizhiri Galizek e2014.
Studiet en deus er C’hloerdi Santez Katell eMondoñedo, daoust ma n'eo ket bet beleget. Kelenner eo bet eMadrid adalek1948. Un oberenn hepken a skrivas, al levrbarzhoniezhNimbos ( "Nimboù"), embannet e1961, koulskoude eo bet bras e levezon war ar varzhed c'halizek da-c'houde, en abeg d'e barfeted ha d'e brederi evit Galiza hatonkadurmab-den, arvuhez, armarv hag anamzer.
Alies e vez lakaet Díaz Castro eRemziad 1936, a-gevret gant barzhed e-gizRicardo Carvalho Calero,Celso Emilio Ferreiro hagAquilino Iglesia Alvariño.
En unan eus e varzhonegoù muiañ-anavezet,Penélope, e prederi diwar-benn Galiza o venel kousket, daoust ma ne gollas ket goanag evit e vro.
a vo kavet eWikimedia Commons.