Kregiñ a ra arXVI vet kantved d'ar1añ Genver 1501 hag echuiñ a ra d'an31 Kerzu 1600 .
Hep mar ebet emgann brudetañ Japan,Emgann Sekigahara ma varvas ouzhpenn 40,000 a dud hag a verkas dazont ar vro dindan ren anTokugawa .
1501 : Rentierniezh ar Safavided enIran betek1736 .1509 :Emgann Diu a verk deroù kabestrPortugal warkenwerzh ar spisoù .1512 : Aloubet rouantelezhNavarra gantKastilha .1513 :Juan Ponce de León war aodoùFlorida haVasco Núñez de Balboa a-hed aod reter arMeurvor Habask .1514 :Emgann Orsha a laka un harz da emledMoskovia e reter Europa.1515 : Diframmañ a ra anImpalaeriezh Otoman reterAnatolia digant ar Safavided da-heulEmgann Chaldiran .1516 –17 : Trec'h eo anOtomaned war arVamluked . Kontrolliñ a reontSiria ,Palestina ,Egipt , haLedenez Arabia .1517 : Deroù anAdreizhadenn brotestant gant embannidigezh95 Tezenn Martin Luther eSaks .1519 –21 :Hernán Cortés e penn aloubadeg spagnol anImpalaeriezh Aztek .1519 –22 : Kaset da benn vat kentañmerdeadenn-dro ar blanedenn gant ergerzhadegFernan Magalhaes . Ne zistroas nemet unan eus al listri eus ar veaj, dindan stur ar c'homandanteuskarat Juan Sebastián Elkano (1522 ).1520 –66 : AnImpalaeriezh Otoman en he barr e-pad ren arsultan Süleyman ar Meurdezus .1521 :1523 :Sveden a zeu da vezañ dizalc'h diouzhUnaniezh Kalmar .1524 –25 :Brezel ar gouerien enImpalaeriezh Santel Roman German .1526 : Aloubetrouantelezh Hungaria gant an Otomaned goudeemgann Mohács .1526 : Ren a ra anImpalaeriezh Mogol , savet gantBabur warIndia , betek1857 .1527 :Gwastadur Roma 1529 :1531 –32 : Terriñ a raHerri VIII a Vro-Saoz al liammoù gant anIliz katolik roman ha sevel a raIliz Bro-Saoz (1533 ).1532 :1534 :Jakez Karter a ergerzh ar stêrSant-Laorañs . Europad kentañ o teuler e droad war douaroùKanada .1536 : Unanet eoKembre haBro-Saoz gant ul lezenn votet er bloavezh a-raok evit unvaniñ reizhiad al lezennoù en div vro.1543 : Deroùmarevezh kenwerzhel Nanban goude kejadenn ar Bortugaled gantJapan .1545 –1563 :Sened Tranta senedoù eukumenek an Iliz katolik ma'z eus bet termenet un niver bras adogmaoù nevez a-benn talañ ouzh gourdrouz arAdreizhadenn Brotestant.1552 : AloubetKhanelezh Kazan gantRusia .1553 : KrouetMacau gant arBortugaled eSina .1555 :Kompagnunezh Moskovia eo ar c'hentañkevredad kenwerzh dre gevrannoù vras eBro-Saoz .1556 :Kren-douar Shaanxi e Sina eo ar c'hren-douar marvusañ anavezet en istor.1556 : AlouetKhanelezh Astrakhan gant Rusia.1558 –1603 : Sellet e vez ouzh armarevezh elesbedat evel barr anAzginiveleh saoz .1558 –83 :Brezel Livonia etrePolonia ,Sveden ,Danmark ha Rusia.1562 –98 :Brezelioù relijiel gall etre Katoliged hagHugenoded eFrañs .1566 –1648 :Brezel pevar-ugent vloaz etreSpagn hag anIzelvroioù . Dont a ra a-benn ur vroad vihan, anIzelvroioù , da c'hounit he dizalc'hiezh a-dre daouarn gourgalloud ar mare (Spagn ).1568 ) : Evit ar wech kentañ en Istor eo gwarantet arFrankiz kredenn gant al lezenn; e priñselezhTreuzsilvania (EmbannadennTurda ).1568 –1600 :Marevezh Azuchi-Momoyama eJapan . Da-heul an hir avrezelioù diabarzh niverus c'hoarvezet e-kerzh armarevezh Sengoku e klask andaimyoed Oda Nobunaga haToyotomi Hideyoshi unaniñJapan dindan o beli.1569 : Mont a raPolonia haLituania da sevel ur gumuniezh dizalc'h gantUnaniezh Lublin a bado betek1795 )1577 –80 : Tro ar bedFrancis Drake a c'houlennKalifornia evit Bro-Saoz.1580 :Rouantelezh Portugal a goll he dizalc'hiezh pa'z eo staget ouzh Spagn ( stag e chomo betek1640 ).1582 :1584 –85 : Goudeseziz Antwerpen (1585 ) ez a kalz varc'hadourien d'en em staliañ daAmsterdam .1585 –1604 : Emgannoù arbrezel saoz-ha-spagnol a c'hoarvez en daou du d'ar mor atlantel.1588 : Dizarbenn a ra ar Saozon anArmada didrec'hus .1592 –98 : Dizarbenn a raKorea haSina div aloubadeg a-berzhJapan e-pad arBrezel seizh vloaz .1598 –1613 : Freuz ha reuz e Rusia e-pad armarevezh trubuilhek .Krouidigezh kêrBamako e dibenn arXVI vet kantved. Akbar , Penn anImpalaeriezh mogol .Anna Vreizh (Naoned ,1477 –Bleaz ,1514 ),dugez Breizh (1488 –1514 ) ha rouanezBro-C'hall dre ziv wech (1491 -1498 ha1499 -1514 ).Nicolaus Copernicus ,steredoniour bet diorroet gantañ anheolgreizegezh (teorienn tro arblanedennoù en-dro d'anheol en ur implijouthentennoù skiantel (19 C'hwevrer 1473 Torun ,Polonia –24 Mae 1543 ,Frauenburg ,Polonia ),Krouiñ a raHerri VII (Bro-Saoz) tierniezh an Dudored . Dizamant e tegas gwikefreoù tailhoù efedus evit adsevel ar rouantelezh zo war-nes oberfreuzstal abalamour da efedoùbrezel an div rozenn (1457 –1509 ). György Dózsa , pennlusker emsavadeg ar gouerien enHungaria (1470 -1514 )Michelangelo Buonarroti , livour italian ha kizeller (1475 -1564 ).Thomas More , politikour ha skrivagner saoz (1478 –1535 ).Martin Luther , adreizher relijiel ha doueoniouralaman , diazezer arbrotestaniezh (Eisleben ,1483 - id.,1546 ).Hernán Cortés ,konkistador spagnol (1485 –1547 ).Ar roueHerri VIII (Bro-Saoz) , krouer anAnglikaniezh (1491 –1547 ). Ar roueFrañsez Iañ a Vro-C'hall a seller outañ evel ar monark kentañ eus anAzginivelezh en e rouantelezh (1494 –1547 ). Sulaiman Veur , sultan anImpalaeriezh Otoman . Alouber hag adreizher ar justis (1494 –1566 ).Jean Calvin (Noyon ,1509 –Geneva ,1564 ),doueoniour haprederour gall , tad al Ilizprotestant .AnImpalaer Santel Karl V a ren evel eSpagn evelCarlos Iañ . Bet oc'h en em gannañ dizehan ouzhRouantelezh Bro-C'hall hag anImpalaeriezh Otoman tra ma kase war-raokaloubidigezh spagnol Amerika (Gand 1500 – manati Yuste (Spagn1558 ). Cuauhtémoc (1502 –1525 ),Tlatoani diwezhañ anAzteked a gas war-raok an emsav enepspagnol , trec'het a-benn ar fin e-pad sezizTenochtitlan . Krouget e vo d'ar26 C'hwevrer 1525 Mari Iañ (Bro-Saoz) . Klask a ra enebiñ ouzh anAdreizhadenn Brotestant war an dachenn kabestret ganti. Lesanvet e voBloody Mary (Maria ar gwadeg) abalamour d'anheskinerezh relijiel gaset da benn ganti (1516 –1558 ).Ar roueFulup II Spagn , emanvet pennlusker anEnep-Disivoud (1527 -1598 ). Ar rouanezElesbed Iañ (Bro-Saoz) , den kreiz arMarevezh elesbedat (1533 –1603 ). Oda Nobunaga ,daimyo eus armarevezh Sengoku e-padBrezel diabarzh Japan . Pennrener kentañ marevezh Azuchi-Momoyama (1534 –1582 ).Toyotomi Hideyoshi ,daimyo eus armarevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Eil pennrenermarevezh Azuchi-Momoyama (1536 –1598 ).AmiralYi Sun-sin , a seller outañ evel unan eus anamiraled ha pennrenerien vilourel veur en Istor ar Bed. (1545 –1598 ). Edouarzh VI (Bro-Saoz) , anavezet evit bezañ lakaet doare anAnglikaniezh da bellaat muioc'h c'hoazh diouzh arIliz katolik roman (1537 –1553 ).Jane Grey ,Rouanez Bro-Saoz hagIwerzhon . Torret eus he c'harg dre unemsavadeg -pobl (1537 –1554 ).Jakez Karter ,Malaouad , dizoloerKanada 1539 Ar rouanezMari Iañ Skos , kentañ maouez bet e penntiegezh ar Stuarded (1542 –1587 ), bet kondaonet d'ar marv gantElesbed Iañ (Bro-Saoz) ha dibennet. Fernan Magalhaes , ergerzherportugalat (1480 –1521 )Miguel de Cervantes , Skrivagnerspagnol (1547 –1616 ).Roue Navarra,Herri IV , ur protestant anezhañ, a deu da vezañRoue Bro-C'hall goude dilezet ar brotestantiezh da dreiñ da gatolig. Lakaat a ra fin d'arbrezelioù relijion e Bro-C'hall hag unaniñ a ra ar rouantelezh kent dezhañ bezañ drouklazhet (1553 –1610 ). Ambroise Paré (Bourg-Hersent , e-kichenLaval , e-tro1509 -Pariz ,1590 ),mezeg hasurjian gall , diazezer ar surjianerezh vodern.William Shakespeare , skrivagner saoz (1564 –1616 ).John Donne ,barzh saoz (1572 –1631 )Musashi Miyamoto , brezelour brudet eJapan , skrivagnerLevr ar Pemp Gwalenn , ur pleustrad war arstrategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 –1645 )André Vésale (Brusel 1514 –Enez Zante 1564 ), anatomourbelgiat , ijiner ar plankennoù anatomek. Termen zo bet lakaet gant e labourioù d'arc'haleniezh Ahmad ibn Ibrihim al-Ghazi ,Somalia Imam ha jeneral (1507 –1543 ).Ivan IV Rusia , kentañtsar rus (1530 –1584 ).Roll ijinadennoù ar XVI vet kantved