D'ar1añ Genver1001 e krog anXIvet kantved hag echuiñ a ra d'an31 Kerzu1100.
Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eusIstor Europa.
- Henvarevezhmaori eZeland-Nevez (betek1350).
- Heñvel-mat eo strolladoù traezoù al lankad kentañ-mañ ouzh rePolinezia greiz, keladurioù maen levnet, higennoù askorn, maen ha kregin, ispilhennoù ha troioù-gouzoug askorn, treantoù ha nadozioùtatouiñ.
- Deroù savidigezh delwennoù kizelletEnez Pask (betek e-tro1600). Hañvalout a ra niver annezidi an enez (degouezhet e-tro400) bezañ aet en tu all da 7000 a dud. War goazhañ ez aio o sevenadur gant digresk produerezh ar boued hag ar c'hoad adal 1600. Stlapet e vo an holl delwennoù d'an douar e dibenn anXVIIIvet kantved hag e deroù anXIXvet kantved. Niverus eo an delwennoù chomet diechu ha damsanket e mengleuzioùbazaltRano Raraku, ar pezh a seblant lakaat war wel reuzioù trumm.
- Evit doare, deroù savidigezh monumentoù kentañ kêrZimbabwe. O renkoù o dije graet ur boblad saverien deuet eus ar gwalarn e-touez ar vengleuzerien staliet en trowardroioù abaoe arVvet kantved pe war-dro.
- Liammañ a ra lec'hiad Zimbabwe peurvanoù an douaroù izel gant re an uhelgompezennoù ma kav repu an tropelloù da vare koulzad ar glaveier pa gouezh gwalenn ar c'helientse-tse war an douaroù izel.
- Kerkent hag anXIvet kantved e vije bet treizhet alLimpopo gant meuriadoùbantou zo. Goude-se o dije hedet an aod trema ar su.
- Eus anXIvet betek anXIIIvet kantved e talc'h penn an AotrounezDongola, eNubia, ouzh donedigezh anIslam. Berzh a ra o stourm a-enep da araokadennoù o amezeien vuzulman. Un truaj a baeont daEgipt zo buket he holl nerzhioù a-enep d'ar groazourien eSiria hag ePalestina. Profitañ a raNubia gristen evit mirout he dizalc'hiezh.
- Bog rouantelezhGhana.
- 1076 : kregiñ a ra ImpalaeriezhGhana da vont a-dammoù war-lerc'h preizhadenn ar gêr-benn (Kumbi)
- Sevel a ra arVosied Stadoù brientinien a traoñiennoù kreiz hag uhel ar stêrVolta (XIvet haXIIvet kantved). Tost d'ar rouantelezhioù muzulman, ez eoYatenga ar rouantelezh nemeti n'eo ket ken fall anavezet a-douez ar rouantelezhioùenevuhezour-mañ.
- Derc'hel penn groñs a ra ar Vosied ouzh araokadennoù anIslam hag ouzh o amezeien galloudusoc'h, armet hag aozet gwelloc'h egeto. Alies emañ ganto an intrudu war an argadiñ
- En em staliañ a ra anDouareged e bro anAir.
- En em ledañ a raKanem-Bornu suoc'h war-duNigeria hiziv an deiz
- Krouet eo ar c'hentañ eus ar seizhStad-keoded gant anHaousaed eNigeria.
- Dont a ra biojoù anHodh eMaouritania da vezañ un dezerzh.
- 1001 :Mahmoud Ghazni, renermuzulmanGhazni, a grog da gas argadegoù en hanternozIndia; padout a raio betek1027.
- En em gavout a ra eTibet misionerienvoudaat nevez deuet eusIndia; en o mesk,Âtîśa, genidik eus rouantelezhPala eBengal (1042). Heuliadoù a vo gant an "eil diazezadur"-mañ war stad politikel ha relijiel ar vro. En em staliañ a ra arc'hladdalc'helezh hateokratelezh Tibet e-pad ar mare-se. E-kichen an noblañs eo kreñvaet lec'h ar manatioù ken war an dachenn relijiel ha war dachenn traoù ar bed. E manatioù zo e chom bev ar gredenn hengounel a embann e vezadenkorfet allama pe beleg meur ar gumuniezh en ur bugel pe en ur paotr yaouank war-lerc'h ar marv. Hennezh a zeu da vezañ penn nevez ar manati
- EnIndia, treuztiriadoù bras gant arRomed, moarvat da-heul an aloubadegoù muzulman. Skeiñ a reont war-du ar c'hornôg en ur dreuziñIran ha dreAzia Vihanañ hagImpalaeriezh Bizantion.
- Mont a ra ar roueAnawrahta eusBirmania da birc'hirinañ daSri Lanka, distreiñ a ra da dreiñ e vro a-du gant ar feiz boudaatTheravada.
- EnItalia, e krogFirenziz da ziorren an artizanerezh hag ar greanterezh diazezet war ar gloan. Savet eo danvezioù Firenze, tev-mat ha ruz o liv, gant anArte della Lana (Gild ar gloan) hag enporzhiet gantPisa dre-holl Europa ar c'hornôg.
- Alp Arslan
- Arc'heskob Anno II Köhln
- Sant Anselm, diazezer brudet ar skol gelennadurezh ha krouer an arguzennerezh ontologek
- Avisen(Abu Ali al-Husain Ibn Abdallah) (980-1037),mezeg haprederourarab, aozerReolenn ar vezegiezh.
- Sant Brunev, diazezer arChartouzed
- Canute
- Hermann Contractus, steredoniour, jedoniour ha manac'h, bet savet gantañ arSalve Regina
- Robert Guiscard, diazezer tierniezh normanItalia
- Gwilherm an Alouber, (1027 -9 Gwengolo1087), dugNormandi haroue Bro-Saoz.
- Impalaer Herri III
- Impalaer Herri IV
- Impalaerez Agnes
- Konrad II
- Macbeth
- PabGregor VII (Hildebrand)
- PabUrban II
- Saint Robert, diazezer urzh arGisterkiiz
- Steven Iañ Hungaria
Roll ijinadennoù anXIvet kantved