Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Wuhan

Eus Wikipedia
Wuhan

Kêr-benn proviñsHubei eoWuhan (sineg eeunaet 武汉,pinyinWǔhànSelaou), eRepublik Pobl Sina. Eil brasañ kêr kreiz ar vro eo goudeChongqing. Poblet eo gant ouzhpenn 11 milion a dud, 8,9 milion diabarzh kêr (e 2018).

Emsavadeg Wuhan e 1911 a zegasas d'e heul diskarTierniezh Qing ha diazezadurRepublik Sina.

Unhin istrovanel gleb he deus. Puilh eo ar glav en nevez-amzer hag en hañv en abeg d'anmonson. Tomm ha gleb a vez an hañvoù, klouar hag a-wechoù yen ar goañvoù.

Ur c'hroashent-treuzdougen eo Wuhan (hentoù, gourhentoù hag hentoù-houarn). Er bloavezhioù 2000 e oa savet linennoù metro, un aerborzh nevez (24 milion treizhad e 2018) hag un ti-gar a c'hall degemer antrenoù tizh bras evit mont daWangzhou,Hong Kong haBeijing e 4 eur. War ribl ar stêrYangtze emañ. 47 milion tonenn fred hag ur milion kontenerioù a dremen en he forzh.Stankell an Teir C'hanienn n'emañ ket pell, brasañ kreizenn dredan ar bed eo e galloudezh nominal.

E miz Genver 2020 e oa lakaet ar gêr en dispell abalamour dakleñved-red an Novel coronavirus 2019 diwanet eno.

Tud brudet ganet e Wuhan

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Edward Leung (ganet e 1991) stourmer dizalc'hour
  • Li Na (ganet e 1982) c'hoarierez tennis a live etrebroadel

Gevelliñ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wuhan&oldid=1866218 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp