ArWorld Wide Web Consortium (anvet ar W3C peurliesañ) a zo un aozadur reolata hep pal kenwerzhel bet krouet e miz Here 1994. Aozet eo evel urc'henseurtiz etrebroadel. Ennañ e labour asambles aozadurioù ezel, ur skipailh tud gopret hag ar publik evit ma vo diorroetreoladoù da vezañ implijet erWorld Wide Web. Termenet eo bet e bal evel-se : "kas diorroadur ar World Wide Web d'e galloudezhioù brasoc'h m'eo posupl tizhout anezho en ur sevelprotokoloù haghentennoù ma 'z eont da bourchas ur c'hresk padus". Krouiñ a ra ar W3C poelladoù ha kas a ra oberioù evit andeskadurezh hag an enklask hag ur forom ivez.
E penn ar W3C emañTim Berners-Lee, hemañ krouer kentañ reoladoù anURL (Uniform resource locator), anHTTP (Hypertext Transfer Protocol) hag anHTML (HyperText Marked-up Language), an holl diazezoù pennañteknologiezhioù ar World Wide Web.