D'ar 1an a viz Genver1938 e voe krouet Wolfsburg gant an anvStadt des KdF-Wagens bei Fallersleben (kêr ar Volkwagen Käfer e Fallersleben). Fellout a rae da bennoù bras anTrede Reich kaout ur gêr da lojañ labourerien labouradeg Volkswagen a oa bet krouet eno.
D'an11 a viz Ebrel1945 e voe bombezennet al labouradeg, an div drederenn anezhi a voe distrujet. Ha goude arbrezel e vo anvet «Wolfsburg», diwar anv ar gêr gozh a oa bet savet diwarni.
Goude-se e voe renet labouradeg Volkswagen gant ar major saozIvan Hirst.
E-pad bloavezhioù ar burzhud ekonomikel e kreskas kêr, ha labourerien estren a voe degemeret enni, al lod brasañ anezho a oaItalianed.
E1972 e voe kendeuzet ar c'humunioù nesañ (evel Fallersleben ha Vorsfelde) e Wolfsburg. Ar mirdi arzoù a voe digoret e1994.
E2000 e voe krouet an diskouezadeg-mirdi anvetdie Autostadt (kêr ar c'hirri). E2003 e voe savetArena Volkswagen. Pa voe savet pempvet rummad arVolkswagen Golf e voe anvet WolfsburgGolfsburg, etre ar25 a viz Eost hag an10 a viz Here2003.