Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Wizigoted

Eus Wikipedia
Ergerzhadeg ar Wizigoted.

Ur boblc'herman e oa arWizigoted, peVizigoted. EnEil kantved e voe rannet arC'hoted, ur bobl a oa er reter d'ar stêrDanav, e div lodenn : re ar c'hornôg, arWizigoted, en em stalias eDakia, ha re ar reter, anOstrogoted, en em ziazezas en hanternoz d'arMor Du.

Ur roll a bouez bras o deus c'hoariet ar Wizigoted en istorEuropa, goude diskarImpalaeriezh roman ar C'hornôg (476). E-touez ar C'hermaned ez int ar bobl he deus bet ar muiañ a sked.

Tra ma oant o chom e Dakia e teujont tamm-ha-tamm da vezañ kristenien oc'h heuliañ kredennArius. Diwezhatoc'h, e589, e tivizas o roueRecaredo, a oa e penn ur rouantelezh e Spagn, dont da vezañkatolik.

Aloubadegoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E dibenn arIVe kantved e voe argadet an Impalaeriezh ganto meur a wech. Trec'het e voent gant armeoù an impalaerienClaudius II hagAurelianus. E376 e voent aotreet gant an impalaerValens d'en em staliañ er c'hreisteiz d'ar stêrDanav evit bezañ gwarezet diouzh argadennoù anHuned. En eskemm e rankas ar Wizigoted, renet gantFritigern, reiñ soudarded d'an armeoù roman.

Ar bloavezh war-lerc’h a voe ur bloavezh kernez. Lezet e voe ar Wizigoted da vervel gant an naon, gant ar Romaned. En em sevel a reas Wizigoted Fritigern a-enep o mistri. Trec’h e voe ar Wizigoted ha lazhet e voe an impalaer Valens en emgann. Pobl c’halloudusañ al lodenn-se eus Europa e oa deuet ar Wizigoted da vezañ ha rankout a reas an Impalaer romanTheodosius I ober ar peoc’h ganto e379. Goude marv Theodosius, ha dindan ren ar roueAlarig I, e voe brezel adarre etre ar Wizigoted hag an armeoù roman, a oa renet gant jeneraled c’herman alies.

Aloubet e voe Italia gant Wizigoted Alarig ha mont a rejont betek Roma a voe lakaet en arigrap ganto d’ar24 a viz Eost410. Daoust ma ne oa ket Roma kêr-benn Impalaeriezh roman ar c’hornôg ken (Ravenna an hini e oa), e voe gwall skoet ar speredoù en Impalaeriezh gant an darvoud-se.

Ar rouantelezh wizigot

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar rouantelezh visigot,Tolosa he c'hêr-benn, war-dro500.

Dont a reas ar peoc’h en-dro ha skoaz a roas ar Wizigoted d’ar Romaned da stourm ouzh anAlaned hag arVandaled eSpagn. Evit o digoll e voent aotreet gant an Impalaer d’en em staliañ war douaroùAkitania. Alese e kreskas ar Rouantelezh wizigot en tu all d’ar Pireneoù ha rankout a reas ar Vandaled kuitaat Spagn da vont daAfrika.

Eurig, unan eus rouaned vras ar Wizigoted, a unanas anezho hag a redias ar Romaned d'anavezout he rouantelezh evel unan dizalc’h diouzh ar Romaned. Da vare e varv e oa ar Rouantelezh wizigot ar stad c’halloudusañ e kornôg Europa. E deroù arVvet kantved en em astenne war Akitania, an darn vrasañ eus alLedenez Iberia (nemet an hanternoz hag ar gwalarn poblet gant Euskariz ha gantSueved).

E507, goudeemgann Vouillé, e voe aloubet Akitania gant arFranked. Hag e554 e voe kemeretGranada hagAndalouzia gant Bizantiniz an ImpalaerJustinianus I a oa o klask « adc’hounit ar c’hornôg ».

E584 e voe staget bro ar Sueved ouzh ar Rouantelezh wizigot hag e624 e teuas ar Wizigoted a-benn da skarzhañ ar Vizantiniz kuit.

Evel gant ar Franked e Bro-C’hall e chomas dister levezon ar Wizigoted war Spagn koulskoude. En hanternoz al ledenez e oant diazezet dreist-holl. Ma renent war ar gêr-bennToledo ha war ar c’hêrioù all, e oa kalz niverusoc’h pobloù all al ledenez egeto : jedet o deus an istorourien e tlee bezañ 200 000 a Wizigoted (ha Germaned all) pa oa etre 3 ha 4 milion a dud o chom el ledenez iberek.

Dont a reas ar Rouantelezh wizigot da benn e711 pa varvas ar roueRoderico (Rodrigo), lazhet e-pad aloubadeg Spagn gant arVuzulmaned. Un darn vras eus Spagn en em gavas, goude-se, dindan dalc’h ar Vuzulmaned.

Un noblañs wizigot,Pelayo, a gavas repu e menezioù an hanternoz goude drouziwezh 711. Gantañ e vije bet savet rouantelezhAsturiez ha kroget, war-lerc’h, arReconquista, da lavarout eo ar stourm da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit eus Spagn. Lod all eus ar Wizigoted a dec’has en tu all d’ar Pireneoù hag a gavas repu e rouantelezh arFranked. Met echu e oa gant ar Rouantelezh wizigot.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Labouysse, Georges,Les Wisigoths : première puissance organisée dans l'Empire éclaté de l'Occident romain. Loubatières, 2005.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wizigoted&oldid=2133851 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp