Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù dezho perzhioù a-zoare hag heverk e-touez ar miliadoù a bennadoù a gaver war Wikipedia e brezhoneg. Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad dispar, klok, sklaer, savet eus ar c'hentañ e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù eus an dibab. Ouzhpennet e vo ennañ ar patrom {{Pennad eus an dibab}} e traoñv ar bajenn:
 | Anvet eo bet ar pennad-mañ dabennad eus an dibab dre ma tegas brud vat daWikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h sellit ouzhroll ar pennadoù eus an dibab. |
Hag ar steredenn mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad eus an dibab}}. Ar steredenn a ya e unan en tu dehou, e laez ar bajenn. Pennadoù a-zoare a gaver war ar wikipediaoù all ivez. Servijout a c'hallont ober evit pinvidikaat hor pennadoù deomp ivez. Merket e vez ar pennadoù eus an dibab e Wikioù all gant ar patrom {{Liamm PuB|en}} (da skouer). Ar pennadoù a live mat a zo da vezañ kinniget war ar bajennpennadoù mat ma seblant deoc'h e c'heller o wellaat c'hoazh. Etre 0,1% ha 0,2% eus ar pennadoù a zo eus an dibab, a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras. 2 pennad diwar 89 860 a zo eus an dibab, da lavaret eo 0,01% An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù eus an dibab. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn ar pennadoù eus an dibab. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet. Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn:Patrom:KinnigPAD. - Da ginnig marteze kentoc'h evelpennad mat. Mat eo ar pennad, met pas eus an dibab c'hoazh evidon-me.
Benoni(Kaozeadenn)15 Kzu 2007 da 13:53 (UTC)[respont]- Pennad mat kentoc'h. --Y-M D29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
- A-du emaon gant Y-M D--Kadwalan27 Eos 2011 da 23:16 (UTC)[respont]
- Ha neuze? Tu zo kaout porchedoù eus an dibab... Bez zo war ar wikipediaoù all.
Benoni(Kaozeadenn)16 Kzu 2007 da 13:16 (UTC)[respont]- N'eus ken digeriñ ur bajenn all evit ar porchedoù.Bianchi-Bihan16 Kzu 2007 da 17:26 (UTC)[respont]
- Arabat luzietañ re an traoù d'am soñj. N'eus nemet ur 15 porched bennak war hon wikipedia evit ar mare.
Benoni(Kaozeadenn)16 Kzu 2007 da 18:20 (UTC)[respont]
Ur porched mat kentoc'h eget eus an dibab. --Y-M D29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont] - Labour zo c'hoazh da glokaat ar porched daoust dezhañ da vezañ neuziet brav--Kadwalan27 Eos 2011 da 23:17 (UTC)[respont]
- A-du. --Y-M D29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
- Mat eo din. --Y-M D29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
- A-du emaon--Kadwalan27 Eos 2011 da 23:23 (UTC)[respont]
- Ya mat eo. --Y-M D29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
Me gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D23 Her 2009 da 20:57 (UTC)[respont] Ar pennad Berlin a gav klok-tre. --Y-M D23 Her 2009 da 20:57 (UTC)[respont] Ur mell labour a-zoare, a zo talvoudus evit al likezidi hag ar studierion pa zispleg dre daolennoù un Istor hir. —2.13.214.6318 Meu 2015 da 19:38 (UTC)[respont] - Marteze. Met d'am meno n'hall ket un IP na votiñ na lakaat votiñ war netra. Pa vo ur c'hinnig a-berzh un implijer e c'hallo bezañ studiet.Bianchi-Bihan (kaozeal)19 Meu 2015 da 06:02 (UTC)[respont]
Ur pennad fonnus, resis ha daveet. Meur a bennad a-zoare zo er Wiki-mañ, poent eo d'ar gumuniezh (mard eus unan) garedoniñ al labour a zo bet graet gant un toullad tud abaoe 2007 ! --2A01:CB08:8919:A500:8956:11A8:BD58:43D11 Gou 2023 da 18:43 (UTC)[respont] Ma kav deoc'h n'eo ket dellezek ar pennad-mañ-pennad eus ar meneg "Pennad eus an dibab" e c'hellit goulenn amañ izeloc'h ma vo tennet ar meneg diwarnañ. |