Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

WikiLeaks

Eus Wikipedia
WikiLeaks

StatudAozadur etrebroadel
PalSacher evezh
LuganWe open governments[n 1]

Diazezet4 Here2006
DiazezerJulian Assange
Lec'hBanniel AostraliaAostralia
Perc'hennSunshine Press Prod
YezhSaozneg
SavennAndroid
MeziantMediaWiki
StadOberiant (2024)
Lec'hiennwikileaks.org

  1. "Digeriñ gouarnamantoù a reomp."

WikiLeaks (eus ar saoznegwiki, mui liester ar gerleak, eus ar verbto leak berañ, diskuliañ) a zo un aozadur kelaouiñ, digor met diogelet, hep pal kenwerzhel hag ullec'hienn, bet roet lañs dezhi e miz Kerzu ar bloaz2006, kaset war-raok gant "The Sunshine Press". Diazezet eo bet gantJulian Assange e 2006. Hervez an aozadur e oa bet tapet gantañ kaout 1.2 milion a deulioù en e ziaz dindan bloaz.

Embann a ra al lec'hienn dielloù kuzh deuet a-berzh titourerien hag a chom dianav, war zanvezioù a denn da bolitikerezh ar renadoù gwasker eusAzia, enAfrika, erReter-Kreiz, anURSS kozh, met ivez eus arStadoù-Unanet. Savet e vije bet da gentañ, hervez an aozadur, gant disrannidi bolitikel eusRepublik Pobl Sina.

Bec'h da WikiLeaks

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E dibenn miz Du 2010 e oa bet embannet gant Wikileaks un toullad skridoù diplomatel o tont eus servijoù ar Stadoù Unanet. Embannet e voe an dielloù-se gant kazetennoù evelEl País (Spagn),Le Monde (Bro-C'hall),Der Spiegel (Alamagn),The Guardian (Bro-Saoz), haThe New York Times (Stadoù Unanet Amerika). En dielloù-se e lenned titouroù personel hag ar pezh a soñje servijoù diplomatelStadoù Unanet Amerika war pennoù stadoù zo ha kargidi uhel enAozadur ar Broadoù Unanet.
Kaoz a voe neuze e kazetennoù zo (Le Figaro) ez ae WikiLeaks re bell gant dispakañ ar wirionez d'an dud, ha serret e voe al lec'hienn e Bro-C'hall, evel ma vez serret lec'hiennoù kelaouiñ e Sina gant an diktatourien.

Diskuliadennoù diwar-benn Bro-C'hall ha Breizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En unan eus ar skridoù dilomatel savet gant servijoù er Stadoù-Unanet ez eus kaoz eus ar pezh a vije bet lavaret gantMichel Rocard e2005:«Rocard, like former president Valery Giscard d'Estaing, believes that French history provides the keys for understanding French politics and France's policies. Rocard's point of departure is France's emergence as a nation-state. The history of other European nation-states is that of linguistic communities serving their trade needs. France created itself by destroying five cultures -- Breton, Occitan, Alsatian, Corsican, and Flemish. "We are the only European nation which is the military creation of a non-homogeneous State. This makes France difficult to govern to this day. This explains our difficulty in reforming, our slowness," he said.»[1]

Julian Assange

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Julian Assange e 2014

Abalamour d’e labour evit Wikileaks en deus ranket Julian Assange klask repu ekannatiEcuador etre 2012 ha 2019. War-lerc’h eo bet bac’het erRouantelezh-Unanet betek miz Even 2024, ma voe tizhet un emglev gant justis ar Stadoù-Unanet: en eskemm da anzav bezañ kablus e voe kondaonet da bemp bloaz en toull-bac’h, ur badelezh tremenet dija er Rouantelezh-Unanet; neuze e voe dieubet[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)AMBASSADOR'S MEETING WITH MICHEL ROCARD
  2. (fr)Le lanceur d'alerte Julian Assange est "libre" après avoir conclu un accord avec la justice américaine. France Info (Mezheven 2024).
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=WikiLeaks&oldid=2107290 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp