Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

White Anglo-Saxon Protestant

Eus Wikipedia
Kenwerzh en 19vet kantved: broNew England chomet liammet-tre gant Bro-Saoz, Iwerzhon pe Bro-Skos

White Anglo-Saxon Protestant zo un doare amspis, a-wechoù disprizus, da envel ur strollad tud Amerikan a live uhel gwenn gant orinoù Saoz Protestant. An termenadur a vez implijet war ur strollad tud hag a zo mistri bed an arc'hant, ar politikerezh hag ar galloudoù sokial erStadoù-Unanet.

Hervez ar studiadennoù skolveuriek ez eo aet war wanaat galloud ar strollad tud-se abaoe fin anEil Brezel-bed, o welet plas ar strolladoù pe kumuniezhoù a orinoù all. Implijet e vez ivez an termeniñ-se e Aostralia pe er C'hanada gant ur menneg dammheñvel o termeniñ tud a galloud. An termenadur a vez implijet a-wechoù gant sokiologourien evit strollañ an holl dud eus Norzh-Amerika gant orinoù eus Europa hep ma gemerfe e kont o live er gevredigezh nag o live binvidigezh. Ral eo gwelet tud gervel o-unan WASP nemet evit ar fent pe pa vez anv eus strolladoùdreistbeliour gwenn Amerika.

Gant ur sell istorel, an termeniñ "Angl-ha-Saoz" a veze implijet evit envel an annezidi eus Bro-Saoz a-raok 1150 hag a-raok al levezoni Norman ha Breton goude 1066.

AnHarvard College a oa ul lec'h anat evit ar WASP da vevañ etrezeo nemetken betek kreizh an 20vet kantved.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=White_Anglo-Saxon_Protestant&oldid=1721436 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp