Arvolkanegezh a zo an hollfenomenoù liammet gant obererezh diabarzh arvoul-douar. Dont a ra war wel dreist-holl dre an toulloù ma yatan,moged,ludu ha roc'helloù liñvel drezo. Gwelet e vez an toulloù-se, anvetkrateroù, e menezioù a reermenezioù-tan pe volkanoù eus outo. A-bouez eo ar volkanegezh enIstor pa grou an dislonkadennoù ludu ha lavaoù (ar roc'helloù liñvel) douaroù mat-kenañ evit argounezerezh ken e teu poblañsoù bras da chom e skeud ar menezioù-tan. Diouzh-se e teu meur a wallzarvoud gant kolloù buhez niverus ha dic'hortoz. (GweletPompei,Herculanum,Krakatau,Menez-tan Saint Helen's,Nevado del Ruiz,Santorin).
Pa dorr ur blakenn, pe e vefeplakenn veurvorel peplakenn gevandirel, e chell armagma sevel dre arfrailhoù nevez-krouet. Peurvuiañ e c’hoarvez kement-se e strad armorioù evel e-kreiz armeurvor atlantel e broIsland, met c’hoarvezout a ra ivez war an douar-bras, da skouer e-kreizrift Afrika e-lec'h ma vo ur mor a-benn nebeut (diouzh ur skeul c'heologek evel-just). En-dro d'ar geinenn emañ arblanedenn war-gresk ha bount a zo dre zindan. Pa c'hoarvez se e krouer div blakenn unan a bep tu d'ar geinenn ha fiñv a zo a-ziwar ar geinenn. An dra-mañ eo a lak arc'hevandiroù da vont da heul. Er mor Atlantel e tilec'hplakenn Europa-Azia diouzh hiniAmerika a 5 santimetr bep bloaz. Ermeurvor Habask ez eus 12 santimetrad dilec'hiadur bep bloaz. Evit ar pezh a sell ouzh ar magma ez eoalkalinek ha kar da gimiezh arbazalt pe argabbro. Pa vez volkanegezh a seurt-se en urmor bennak e kaver merkoù eus se ervein, da skouer pa vez kavet "goubennerioù"pillow-lava evel ma'z eus eledenez Kraozon e Breizh.
Ur pik-tomm a zo ul lec’h tomm-gor, tommoc’h evit e lec’h all ebet, dre lec’h ma treuz ar magma ar greunenn. EnezegHawaii hag enez arReunion a zo dezho ur volkanegezh eus ar seurt-se. Bez’ ez eus ivez enezeg arMaldivez, plaenennDekka hagEnez Voris. Soñjal a ra d’ar skiantourien e c’hellfe an dra-se bezañ penn-kaoz d'ar volkanegezh yaouankañ a zo eBro-Alvern eBro-C’hall, met an dra-se n'eo ket prouet.
An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus armenezioù-tan a weler dre ar bed, dreist-holl reoùGwareg an tan er mor Habask. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez agouelezennoù ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel.Metamorfegezh kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an deuzidigezh. Ar magma-se,granitek hatrenk, a glask adpignat dre arfrailhoù a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un aridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo enItalia (rummadVulcano hag anenezeg Eoliat, anEtna), enAndoù eSuamerika, eNorzhamerika (Menez Santez-Elena), enIndonezia (Merapi,Pinatubo,Krakatau...), enezegoù evel reoù anAntilhez,inizi Kouril, haginizi Aleout hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel enIndonezia. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz aludu en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena (Saint-Helen's) erStadoù-Unanet e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz enatmosferenn en-dro d'hon planedenn.
Menez St. Helens pa oa o kregiñ da zislonkañ moged, 18 a viz Mae 1980