Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Vogalenn

Eus Wikipedia

Urvogalenn a zo ur sonenn implijet e yezhoù ar bed. Disheñvel eo rummad ar vogalennoù diouzh hini arc'hensonennoù dre ma vez leusket an aer da redek en un doare frank kentoc'h evit strishaat pe serriñ trakt ar vouezh.

Vogalennoù
Gwelit ivez:LFE,Kensonennoù
A-raokTost a-raokKreizTost a-dreñvA-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Peurliesañ e vez kavet ur vogalenn e kreiz ursilabenn keit ha ma vez kavet arc'hensonennoù pe epenn pe elost ur silabenn.

Perzhioù ar vogalennoù

Vogalennoù disheñvel a vez produet dre lakaat an teod e lec'hioù disheñvel e-barzh ar genoù. Rannet e vez toull ar genoù hervez tri ment pennañ.

En daolenn-mañ da heuilh e vez diskwelet penaos e renker ar vogalennoù hervez o ferzhioù distagadur pennañ. (Pa weler vogalennoù par-ha-par ez eoplaen an hini gentañ haront eben).

Perzhioù pennañ

Vogalennoù digor ha vogalennoù serr (Ment a-serzh)

Uhelder ur vogalenn a denn da begen tost emañ an teod da doenn ar genoù. Er vogalennoù uhel evel [i] hag [u] emañ an teod tost da doenn ar genoù hag e vogalennoù izel evel [a] emañ an teod pelloc'h diouzh toenn ar genoù.

Peurliesañ e vez graet gant seizh live uhelder:


Vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv (Ment a-led)

Diskrivet e vez ur vogalenn ivez hervez ma vez lakaet an teod pe war du penn a-raok ar genoù evel [i] pe war-du penn a-dreñv ar genoù evel [u].

Peurliesañ e vez graet gant pemp live:


Vogalennoù ront ha vogalennoù plaen

Tu zo ivez d'ober an diforc'h etre arvogalennoù ront havogalennoù plaen pe nann-ront hervez stumm an diweuz.


Vogalennoù a gentañ renk ha vogalennoù a-eil renk

E meur a yezh e vez ront atav an diweuz gant an holl vogalennoù a-dreñv ha plaen an holl vogalennoù a-raok:vogalennoù a gentañ renk (saoz. 'cardinal vowels') a vez graet dioute.

Met yezhoù zo, en o zouez ar brezhoneg, a ra ivez gant vogalennoù all, d.s. vogalennoù a-raok ront evel [y]:vogalennoù a eil renk (saoz. 'secondary vowels') a vez graet dioute.


Perzhioù all

Friadur

Dre izelaat an hodegedenn e c'heller leuskel un tamm aer da dremen dre ar fri keit ha ma'z a kuit ivez dre ar genoù:vogalenn fri a vez graet eus ar re-mañ. Pa dremen an aer dre ar genoù nemetken e vez graetvogalenn genoù diouti.


Andoare fonadur

Peurliesañ e vez mouzhiet an holl vogalennoù. Met gant yezhoù zo, dreistholl yezhoù genidik eus Amerika evel ar cheyenneg, e vez graet un diforc'h etre vogalennoùmouezhiet ha vogalennoùdivouezh.

Bez eus ur re doareoù fonadur all evel arvouezh fraoñv (saoz. 'creaky voice') pe arvouezh c'harv (saoz. 'breathy voice').


Vogalennoù hir ha vogalennoù berr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Yezhoù zo, arbrezhoneg en o zouez, a ra un diforc'hfonologel etrevogalennoù hir havogalennoù berr, d.s.mel hamell.A-wechoù e chench ivez perzhioù all ar vogalennoù hervez ma vezont berr pe hir evel ersaozneg, d.s. 'bit' ha 'beat'.

Un nebeud yezhoù evel anestoneg a ra ivez gant tri live hirder, d.l.e. vogalennoù berr, vogalennoù damhir ha vogalennoù hir-tre (gw.kronem).

Gwelit ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Vogalenn&oldid=1843859 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp