Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Vindelici

Eus Wikipedia
Coinage of the Vindelici, 5th-1st century BC.
Pobloù an Alpoù ha proviñsoù roman war-dro ar bloavezh-14.

ArVindelici (hervez al latin) peVindelikiz[1] a oa urbobl kelt en Henamzer. Graet e vezeVindelicia eus o bro gant arRomaned. Diazezet e oant etre anDanav en hanternoz, anInn (Œnus) er reter,Raetia er c'hreisteiz hag anHelveted er gornaoueg ; da lavaret eo er pezh zo hiziv bizSuis, kreisteizBaden-Württemberg ha merventBavaria. Diouzh a ouzomp e oa o c'hreñvlec'h pennañ eManching a-raok ma voe aloubet o bro gant ar Romaned. Goude aloubadeg ar Romaned e oa ar gêr-benn enAugusta Vindelicorum,Augsburg hiziv.

Kavout a ra d'an enklaskerien, dre vras, e oa Kelted eus ar Vindelici, hogen levezonet e voe o sevenadur moarvat gant o amezeien, arReted (Raeti), tud ha ne oant ket Kelted. Ne ouzer ket kalz a dra war ar yezh a veze komzet ganto, met diskouez a ra an anvioù-lec'h e oa ur yezh keltiek heñvel ouzh ar pezh a veze kaozeet gant o amezeienBoied. Displeget eo bet o anv "Vindelici" gant ar ger *windo-[2], kar d'ar ger brezhonekgwenn. Anv unan eus o c'hêrioù,Cambodunum (Kempten bremañ) a c'hallfe dont euscambo dunon, "kreñvlec'h er gammdroienn".

Aloubet e voe bro ar Vindelici gantTiberius e15 kent JK. Un enskrivadur latin eus ar bloavezh12 kent JK war ar monumant anvetTropaeum Alpium a veneg pevar meuriad e-touez ar Vindelici hag a oa bet trec'het gant ar Romaned : arRucinates,Cosuanetes,Licates haCatenates[3].

War-dro dibenn arIañ kantved e voe staget bro ar Vindelici ouzh proviñsRaetia.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 345
  2. hag a gaver ivez en anvioù-lec'hioù all, evelVindobona, anv kozhVienna
  3. Corpus Inscriptionum Latinarum V 07817


g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Vindelici&oldid=2004896 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp