Velai
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all
Velai | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Velai (okitaneg ;Velay e galleg, ofisiel) zo ur vro istorel enOkitania, enTorosad Kreiz, e gevred ar rannvroArvern. Ur vrookitanek eo hag e-pad pell eo bet staget ouzh proviñsLengadok.
Dont a ra anv ar vro eus hini ur boblc'halian anvetVellavii elatin.
Lo Puèi de Velai (Le Puy-en-Velay hervez ar galleg) eo kêr-benn ar vroig-se, haSinjau eo ar gêr vras all.
Da vare anDispac'h Gall ec'h eas Velai d'ober an departamantHaute-Loire, an darn vrasañ anezhañ gant an div drederenn eus al lodenn reter. Velai n'emañ ket e rannvro istorel Arvern met staget eo bet ouzh ar rannvro velestradurelArvern.
|