Bevañ a rae ar Vandaled da gentañ war ribl su arMor Baltel, er pezh a zo bremañPolonia hagAlamagn Kar e oant moarvat d’arC’hoted. Marteze e oa anezho meur a bobl evit gwir, kar an eil d’eben, pobloù a oa diforc’het en amzerioù koshañ (hervezPlinius an Henañ) hag a voe graet anezho holl a-gevret, diwezhatoc’h, arVandaled (adalek an eil kantved). Unan eus ar pobloù-se a veze graetsiling anezho hag alese moarvat e teu anvSilezia.
Abalamour d’ar C’hoted hag alLombarded o tont eus an hanternoz, e voe ret d’ar Vandaled dilec’hiañ ha mont pelloc’h war-zu ar c’hreisteiz, war-zu ar stêrDanav. Eno moarvat e voent e darempred gant pobladoù all na oant ket Germaned, evel arSarmated. Diwar o darempred ganto e teujont da vezañ akuit war ar marc’hegezh. Adalek anIIIe kantved en em lakaas lod anezho, a-gevret gant ar pobloù all a oa o chom er rannved-se, evel ar C’hoted hag anAlaned (ur bobl sarmat), da dagañ ar proviñsoù roman a oa en tu all d’an Danav. E-keit-se ez ae lod all eus ar Vandaled, a-gevret gant arVurgonded, war-zu ar c’hornôg, war-zu ar stêr Main, ha da dagañRetia.
E271 e voe trec’h an impalaer romanAurelianus war ar C’hoted hag ar Vandaled, war ribloù an Danav. Emglev a reas an impalaer gant ar Vandaled evit ma teuje 2000 marc’heg vandal evel skoazellerien d’al legionoù roman. Em en staliañ a reas strolladoù Vandaled en Impalaeriezh neuze, ePannonia, p’o doa aotre d’ober o annez eno en eskemm ouzh servijout el legionoù roman. Unan eus jeneraled diwezhañ an impalaeriezh, Flavius Stiliccho, a oa a orin vandal.
Gant anHuned o vont war-raok, e deroù arVvet kantved, e voe kaset ar Vandaled kuit eus o douaroù. A-gevret gant arSueved hag anAlaned, ez ejont war-zu ar c’hornôg, war-zu lodenn uhelañ ar stêrRoen. Eno e voe ret dezho chom a-sav ur pennad e-harz allimes roman (linennoù difenn an Impalaeriezh). Hervez ar vojenn e voe treuzet ganto ar stêr Roen skornet e-pad nozvezh an 31 a viz Kerzu406 (e gwirionez e voent meur a zevezh o treuziñ ar stêr hag allimes). Aloubet e voeGalia ganto. Eno o devoe bec’h gant ar Romaned hag o skoazellerienFranked haGermaned all a oa e servij an Impalaeriezh. Met lakaet e voe ar vro en arigrap ganto. Ne chomjont ket gwall bell avat ha mont a rejont pelloc’h, gant arSueved hag anAlaned atav. E409 ez errujont enHispania.
Erruout a rejont enHispania e dibenn ar bloavezh409 hag en em staliañ e kornioù zo, gant anAlaned hag arSueved. Flastret e voent gant arWizigoted, kaset gant an Impalaeriezh roman evit adlakaat an urzh da ren. Trec’het e voe arSueved meur a wech ha rankout a rejont chom e gwalarn el ledenez. AnAlaned, na oant ket gwall niverus, ne chomas ket kalz a dra anezho. Hag ar Vandaled (silling hahasding) a gavas repu er c’hreisteiz a voe preizhet ganto e-pad meur a vloaz, er pezh a veze anvetHispania Baetica gant ar Romaned. Diwezhatoc’h e voe graetAndalouzia eus ar rannvro-se eus Spagn, diwar anv ar Vandaled moarvat.
E-pad an amzer ma chomjont eno en em lakaas ar Vandaled da zeskiñ ar mod da gas bagoù, evit tagañ an iniziBalearez hag arvor hanternozAfrika. Arbobl c’herman nemeti eo a voe barrek war ar merdeiñ.
D’ar mare-se eo ivez e teuas ar Vandaled, pe ul lodenn vat anezho, da vezañ kristenien, eus kredennArius (dindan levezon ar Wizigoted marteze).
E428 e teuasGenserig (peGeiserig) da vezañ roue war ar Vandaled hag ar re a chome eus an Alaned. E deroù429 e tivizas Genserig treuziñ ar mor ha mont da hanternozAfrika da biaouañ an douaroù mat a oa eno hag a oa e dalc’h anImpalaeriezh roman. Evit se e voe savet ur bern listri gant ar Vandaled ha treuzet e voestrizh-mor Jibraltar gant miliadoù a dud (war-dro 80 000 anezho) a erruas war aod hanternoz Maroko bremañ.
Goude-se ez eas Genserig hag ar Vandaled war-zu ar reter. Ar peoc’h a voe graet gant arRomaned e435 ha grataet e voe douaroù d’ar Vandaled e hanternoz Afrika. Derc’hel a rejont da glask mont war-raok war-zu ar reter avat, evit gounit muioc’h a zouaroù ha muioc’h a vadoù. Kemeret e voeKartada gant ar Vandaled d’an19 a viz Here439.
Da neuze e oa an darn vrasañ eus hanternoz Afrika etre daouarn ar Vandaled : etre o c’hrabanoù e oa an douaroù gant o zrevadoù edeier ha mistri e oant war ar c’henwerzh war vor e kornôg arMor Kreizdouar.
Genserig a savas neuze Rouantelezh ar Vandaled hag an Alaned (lesanvet e vezeRex Wandalorum et Alanorum e latin), ur stad c’halloudus anezhi. Aloubet e voe gantoSikilia,Sardigna,Korsika hag anInizi Balearez. Taget e voeRoma gant ar Vandaled e455, ha lakaet ar skrap eno e-pad pemzektez e miz Mezheven eus ar bloavezh-se. Goude-se e tistrojont da Afrika gant sammoù aour hag arc'hant.
Ar Vandaled o preizhañ Roma, taolennet gantHeinrich Leutemann (1824-1904)
Padout a reas Rouantelezh vandal Afrika, pe Rouantelezh Kartada, ouzhpenn ur c’hantved. Tamm-ha-tamm avat ez eas he nerzh war ziskar. Rankout a rae ar Vandaled kenvevañ gant tud a oa bet o enebourien : Romaned diouzh un tu ha meuriadoù amazigh diouzh an tu all. An diforc’hioù etre kredenn Arius pleustret gant ar Vandaled ha katoligiezh Roma a voe abeg da veur a emgann etrezo. Gant an darn vrasañ eus ar roueed vandal, nemetHilderig, e voe heskinet ar Gatoliked e Norzhafrika. Diwar se e teuio ar Gatoliked da vezañ enebourien d’ar galloud. Tra ma voe kendeuzet ar pobloù, alies, er rouantelezhioù german all a voe diazezet war douaroù an Impalaeriezh roman (rouantelezh frank, rouantelezh vurgond), e Rouantelezh vandal Afrika e chomas diforc’het-mat ar Vandaled hag an annezidi niverus all a oa romanekaet ha kristenaet. An diforc’hioù kredennoù ha sevenadurioù a oa etrezo a voe abeg da ziskar ar rouantelezh.
Genserig (428-477) e voe ar roue galloudusañ : dindan e ren e voe sinet ar peoc’h etre ar rouantelezh vandal hag anImpalaeriezh vizantat, e474. Gant an emglev peoc’h-se e oa anavezet galloud ar Vandaled war ul lodenn eus Norzhafrika, anInizi Balearez,Sikilia,Sardigna haKorsika. Genserig a varvas, kozh, d’ar25 a viz Genver477. Dindan ren e ziskennidi, ez eas ar galloud kreiz d’an traoñ tamm-ha-tamm. Tammoù eus Sikilia a voe aloubet gant anOstrogoted.
Klask a reas ar roueHilderik (523-530) ober ar peoc’h gant an impalaer bizantatJustinianus Iañ. Evit se e tivizas rentañ o madoù da Gatoliked Norzhafrika, ar pezh a lakaas an noblañs vandal da dreiñ a-enep o roue. Ober a rejont o mad eus an trubuilhoù a oa gant ar « Vaoured » (pobloù amazigh e diabarzh ar vro) evit sevel a-enep dezhañ hag e lazhañ. Ur roue all, Gelimer (530-534), a voe lakaet war an tron. Neuze e emellas an Impalaeriezh vizantat, o kas un arme 15 000 soudard, renet gantBelisarius. Faezhet e voe ar Vandaled e 533 ha 534, ha kemeret e voe Kartada gant Belisarius.
Dont a reas Norzh Afrika da vezañ ur broviñs roman en-dro. Ar Vandaled a chome bev a voe start o buhez : ur c’halz anezho a voe harluet, lod all a voe graet sklaved anezho, re all c’hoazh a voe enluet en armeImpalaeriezh Bizantion.
Dister eo ar roudoù a zo chomet eus ar Vandaled ha n’eus ket bet kavet kalz traoù war o lerc’h e Norzhafrika gant an arkeologourien.Ur merk anezho a c’hellfe bezañ en anvAndalouzia, ur ger deuet eus anarabegal-andalus, deveret e-unan moarvat eus ar bennrannVandal.
A-hend-all eo tremenet o anv e meur a yezh eus Europa evit ober anv eus preizherien ha gwasterien a zistruj traezoù, hep abeg ebet. E brezhoneg ivez e reervandaled a-wechoù eus tud a zrast traoù havandalerezh eus ar seurt distruj.
Moarvat n’o deus ket dellezet ar vrud-se muioc’h eget ar pobloù german all. Met c’hwezhet eo bet o zaolioù skrap gant an dud a iliz eus Norzhafrika, p’o deus kontet an darvoudoù-se dre skrid.