Valentinian III (419 – 455) a voeimpalaer roman ar C'hornôg eus 424 da 455.
Mab e oa daConstantius III, a voe anvet daImpalaer roman ar C'hornôg en421, a-gevret gantHonorius (395-423) . E vamm,Galla Placidia (388-450), a oa merc'h daTheodosius Iañ (379-395),impalaer roman ar reter. Ur c'hoar en doa,Honoria.
Pa varvas Honorius en miz Eost423 edo Galla Placidia hag he bugale eConstantinopolis e lezTheodosius II. Diaes e voe anvidigezh an impalaer nevez. En Kerzu 423 e voe anvet gantSened Roma un impalaer nevez,Yann e anv. Valentinian a voe anvet daCaesar d'an 23 a viz Here 424 ; un tamm brezel a voe enItalia da gas kuit ar Yann-se, ha setu anvet Valentinian da impalaer d'an 23 a viz Here 425, hag eñ c'hwec'h vloaz.
Karget e voe e vamm, Galla Placidia, da ren evel rejantez, hag a-bouez e voe he ren, a badas betek he marv en450.
En miz Here437 e timezas e Kergustentin d'e genitervLicinia Eudoxia, merc'h daTheodosius II . Ne zistroas daRavenna, kêrbenn impalaeriezh ar C'hornôg abaoe renHonorius, nemet en nevezamzer438, goude tremen ar goañvezh eThessalonika. Div verc'h o doe :Eudocia haPlacidia.