Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Urzh ar Vreudeur minor

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Urzh ar Vreudeur minor
Urzh relijiel
 Unaniezh Europa
Anvet ivezurzh ar Frañseziz,Kordennerien
Deiziad krouiñXIIIvet kantved
Anv berrOFM
Relijion pe kredennIliz katolik roman
Anvet diwarFrañsez a Asiz
Sez sokialRoma
UrFrañsezad
eBro-Saoz,1904

Urzh ar vreudeur minor (Ordo fratrum minorum elatin), pe urzh ar Frañseziz, zo un aozadur relijielkatolik bet krouet gantSant Frañsez a Asiz (Giovanni di Bernardone e anv gwirion), eusAssisi, enItalia. E1210 e voe degemeret ar reolenn gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant arpabInosant III. Un urzh kesterien eo, evel ar re a voe savet enXIIvet kantved enEuropa.

Anvioù ha rummoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ordo fratrum minores eo anv ofisiel an urzh, a vez berraet en "O.F.M.". Hiziv emañ ar skourr pennañ (an O.F.M.), ar vreudeur kouent (O.F.M. kouent) hag ar Gabusined (O.F.M. Kabusined).
Lesanvioù zo bet roet da leaned an urzh-se : arFrañseziz, ar "Gordennerien", ar "vreudeur-vihan".
E-maez an urzh e kaver kumuniezhoù katolik a ra dave da sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit armaouezed,Urzh an Itronezed paour, zo bet savet ivez en Asiz gantSantez Klara da vare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.
Gant sant Frañsez ivez e voe savet anTrede Urzh frañsezat, ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ reolennoù ar frañseziz hep mont da lean. Un nebeud kumuniezhoù Katoliked-kozh haProtestanted-kozh zo ivez.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Klask a reas sant Frañsez chom hep sevel un aozadur ken kemplezh hag ar re a oa evit an urzhioù menec'h all. E1209 e krouas unan, a ziazezas war ar baourentez hag ar prezegerezh : diwar an aluzen ha labour o daouarn e ranke ar vreudeur bevañ.

E1210 e roas ar pab Inosant III an aotre dre gomz da gendelc'her gant ar gumuniezh. E1210 e voe savet un eil kumuniezh da heuliañ reolenn sant Frañsez : urzh an Itronezed paour, anvet ivet Urzh santez Klara diwar he diazezourez, Chiara Offreduccio di Favarone.

E1217 e voe rannet Italia e rannvroioù frañsezat, ur "maodiern-rannvro" e pep hini anezho. Enebiñ a reas sant Frañsez ouzh un urzhazh kempleshoc'h. D'ar mare-se ez eas sant Frañsez daBalestina, o lezel daou vreur e penn an urzh.
Diwar intrudu an daou vreur-se ez embannas ar pabHonorius III urvuilh a redias ar vreudeur nevez da gaout ur stummadur e-pad ur bloavezh, d'em ouestlañ ez-ofisiel er relijion gristen, hag a embannas e vije ensellet ar prezegerezh.
Enep ar c'hemmoù-se e savas sant Frañsez pa zistroas eus Palestina e1220. Diwar gourc'hemenn ar pab e savas ar reolenn gentañ, anvetRegula Prima e latin.

E1223 e rankas kemmañ arRegula Prima, a veze barnet re hir ha re strizh. Un eil reolenn a voe neuze, anvet arRegula bullata abalamour ma voe degemeret gant Honorius III dre ur vuilh all.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Urzh_ar_Vreudeur_minor&oldid=2168833 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp