Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Urk

Eus Wikipedia
Kumun enIzelvroioù Izelvroioù
Urk

Lec’hiadur e proviñsFlevoland hag enIzelvroioù
ProviñsFlevoland Flevoland
Kod post8320-8324
MaerJaap Kroon (CDA)
Gorread109,90 km²
douar11,52 km²
dour98,38 km2
Hed5° 36' .." Reter
Led52° 39' .." Norzh
Uhelder.. m
Poblañs18 161 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad (01.2009)
Stankter1576 ann./km²
Lec'hienn ar gumunwww.urk.nl/

Urk (distagañ[1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñsFlevoland enIzelvroioù. An hini vihanañ hag an hini goshañ eo ivez e Flevoland. Meneg kentañ an anv Urk a voe enXvet kantved. D'ar mare-se e oa Urk un enezenn war lenn Almere. EnXIIIvet kantved e teuas Almere da vezañZuiderzee (betek1932) ha goude-seIJsselmeer. Pa voe dizouret penn-da-bennNoordoostpolder e1939 ha staget Urk ouzh Lemmer ne voe ket mui Urk un enezenn.Diwar anv ar gêr bet anvet ar bladennliveUrk gantNits (1989) hag un teulfilm anvetUrk ivez, sevenet gantAndrew Berends (2003).

Istor / Aotrouniezh Urk hag Emmeloord

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meneg kentañ an anv "Urk" a gaver en un testeni roidigezh bet savet e966 gant an impalaer roman german Otton Iañ e kouent sant-Pantaleon eKöln, ma lenner :cuiisdam insulae medietatem in Almere, que Urch vocatur (un enezenn e-kreiz an Almere, hag a zo anvet Urch).
Ar familh van Kuinre a voe perc'henn war aotrouniezh Urk hagEmmeloord betek1475. Etre1475 ha1614 ez eo ar familhZoudenbalch eusUtrecht a gemeras he flas. Etre1614 ha1660 e voe ar reJonkheervan de Werve (ur familh a-bouez eusAntwerpen).
Etre1660 ha1792 Urk hagEmmeloord a voe e kumunAmsterdam.
Eus1792 betek1950 e voe Urk e proviñsNoord-Holland. Goude-se e voe staget ouzh proviñsOverijssel, a-raok bezañ lakaet e proviñsFlevoland e1986.

Goude anEil Brezel-bed e voe kresket Urk war arpolder.Noordoostpolder a voe anvet ivezUrker Land pa voe krouet. Sed orin anv ar gazetennHet Urkerland a vez embannet en Urk.

Dre un dekred gant ar roue e voe roet he skoed da d'ar26 a viz Du1819. E1965 e voe krouet banniel Urk.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

War ar peskerezh eo diazezet armerzh Urk. Abaoe m'eo bet krouet anIjsselmeer ez a pesketaerien Urk betekMor an Hanternoz. En Urk ez eus un delwenn d'ar besketaerien marvet abalamour d'o micher, lesanvet eoUrker vrouw (maouez Urk).

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E2006 e oa 17 dileuriad e kuzul-kêr Urk, ha meret e oa dre ur genunaniezh CU-CDA.

Rannyezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En Urk ez eus ur rannyezh kozh ha distag diouzh annederlandeg. Implijet e vez stank gant an dud. Gant yezhourien zo ez eo bet savet familh rannyezhoù Urk, an urkeg eo ar yezh nemeti a zo enni[1].En urkeg ez eus muioc'h a vogalennoù evit e nederlandeg, ha pep vogalenn he deus ur stumm berr ha hir.

Mojenn an Ommelebommelestien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En Urk ez eus ur vojenn diwar-benn orin ar babigoù. Er vojenn-se e vez graet anv eus ur roc'h bras a gaver tregont metrad ac'hann da Urk. Anvet eo ar roc'h-seOmmelebommelestien.

Tud vrudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Urk
    Urk
  • Tour-tan Urk
    Tour-tan Urk
  • Urk gwelet eus an oabl
    Urk gwelet eus an oabl
  • Kae Urk
    Kae Urk

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Wilbert Jan Heeringa :Measuring dialect pronunciation differences using Levenshtein distanceSkol-veur Groningen

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

g  ka  ke
   KumunioùFlevoland   
Izelvroioù ·Proviñsoù ·Kumunioù
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Urk&oldid=1965537 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp