Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Unix

Eus Wikipedia
Hiladur reizhiadoù Unix ha Unix-heñvel

Unix (UNIX® eo ar merk marilhet ent ofisiel, a vez skrivet a-wezhioùUnix, peUnix® gant pennlizherennoù bihan) a zo urreizhiad korvoiñ evit an urzhiataerioù diorroet da gentañ-penn adalek1969 hag a-hed arbloavezhioù 1970 gant ur strollad implijidi eus ar c'hevredadAT&T en arnodvaoùBell Labs Murray Hill en New Jersey (Stadoù Unanet), en o zouezKen Thompson,Dennis Ritchie haDouglas McIlroy. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.

Armerk marilhetUNIX® a zo hiviziken (e 2007 bepred) perc'henniezhThe Open Group, ur c'hengevread reoladoù greantel. Reizhiadoù kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) ouzhSpizadur eeun UNIX eo ar re nemeto a c'haller ober "UNIX®" anezho (ar re all a reer "Reizhiadoù Unix-heñvel" pe "Unix-heñvel" anezho).

E-kerzh dibenn arbloavezhioù 1970 ha derou arbloavezhioù 1980, levezon Unix er metoù skolveuriek en deus graet dezhañ bezañ degemeret a-vras(dreist-holl ar variennBSD, a zeu eusSkol-Veur Kalifornia, Berkeley) a-berzh plog embregerezhioù,Sun Microsystems eo an hini heverkañ anezho. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadoù testeniekaet diouzh Unix, reizhiadoù korvoiñ "Unix-like" (Unix-heñvel) evelLinux haBSD zo deuet da vezañ boutin-kenañ.

A-wezhioù e c'haller implijout ar menegUnix hengounel evit deskrivañ un Unix pe ur reizhiad korvoiñ dezhañ dezverkoù eusUnix Aozadenn 7 peUNIX System V.

Alberz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Reizhiadoù korvoiñ Unix a vez implijet stank ken warservijerioù ken warstaeloù labour. An endro Unix hag ar patrom programmiñarval-servijer a voe elfennoù kreiz evit diorren arGenrouedad hag adframmañ an urzhiataerezh war-zurouedadoù kentoc'h eget war-zu urzhiataerioù hiniennel.

Ken Unix ken allavar programmiñ C a voe diorroet gant AT&T ha dasparzhet da ensavadurioù gouarnamant ha skolveuriek, pezh a reas dezho o daou bezañ douget war muioc'h a seurtoù familhoù ardivinkoù eget forzh pe reizhiad korvoiñ all. Da heul ez eas Unix da gevatal eus "reizhiadoù digor".

Empentet eo bet Unix e seurt da vezañhezoug,lies-trevell halies-implijer en ur c'hefluniaduramzer rannet. Dezverket eo ar reizhiadoù Unix gant kealioù liesseurt : implijout arskrid plaen evit stokañ roadennoù ; urreizhiad restroù urzhazel ; ober diouzh gwikefreoù ha seurtoùkehentiñ etre-argerzhoù (IPC) zo evel restroù ; hag ober gant un niver bras a brogrammoù bihan a c'haller ereañ etrezo dre-benn d'urjubenner linenn urzhiañ en ur implijoutsanioù-stlenn, neket implijout ur programm unpezh enlakaet ennañ an holl arc'hwelioù war un dro. Ar c'healioù-se a reerPrederouriezh Unix anezho.

Dindan Unix, ar "reizhiad korvoiñ" a zo ouzh e ober kalz eus ar mavegoù-se a-gevret gant ar programm reoliañ mestr, argraoñell. Ar graoñell a bourchas servijoù evit loc'hañ ha paouez programmoù, embreger arreizhiad restroù ha trevelloù boutin all a "live uhel" rannet gant ar bras eus ar programmoù, ha, pouezusat tra marteze, a steuñva diraez d'ar periant evit tremen hep enebiezh ma klask daou brogramm diraeziñ an hevelep danvez pe wikefre. E sell da hanterañ ar seurt diraez, e voe roet gwirioù dibar d'ar graoñell war ar reizhiad, pezh a vroudas d'an disparti etreegor an implijer hagegor ar graoñell.

Gant argorrgraoñell ez eus bet klasket eilpennañ kresk dizehan ment ar c'hraoñelloù ha distreiñ d'ur reizhiad e-lec'h ma vez sevenet ar bras eus an trevelloù gant mavegoù bihanoc'h. D'ur mare ma veze un urzhiataer "boas" ouzh e ober ur bladenn galet evit stokañ hag undermenell roadennoù evit enkas ha diskas (E/D), ez ae madik a-walc'h ar patrom restroù Unix dre ma oa "lineel" ar bras eus an E/D. Padal, reizhiadoù modern a gaver enno gwikefreoù nevez rouedad hag all. Deskrivañ un etrefas implijer grakikel renet war-bouez ul logodenn en un doare "bleniet gant an degouezhioù" na gerzhe ket ken mat gant ar patrom kozh. Da heul al labour war reizhiadoù a enframme ar gwikefreoù nevez-se er bloavezhioù 1980 e tisoc'has peadra evitE/D nann-stoc'hus, doareoù kehentiñ etre-argerzhoù all eget sanioù-stlenn hepken, war un dro gant eztennañ arc'hwelioù evel protokoloù rouedad diwar ar graoñell.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur roll diglok eus argerzhioù o seveniñ kevadek war ur reizhiad UNIX.

Erbloavezhioù 1960 arMassachusetts Institute of Technology,AT&T Bell Labs, haGeneral Electrics a laboure war ur pikol raktres areizhiad korvoiñ,Multics e anv (MultiplexedInformation andComputingService). Tonket e oa ar reizhiad-se d'armeururzhiataerGE-645, e sell d'e werzhañ, met ne reas ket berzh. Multics a oa ur reizhad etregwezhiat ennañ nevezadennoù a-bouez, en o zouez ar surentez. Ar raktres a zisoc'has war aozadennoù produiñ, ar re gentañ anezho gwall dreut o barregezhioù avat.

AT&T en em dennas hag a lakas e beadra war raktresoù all. Unan eus diorroerien skipailh arnodvaoù Bell,Ken Thompson, a zalc'has da ziorren evit armeururzhiataer GE-645, hag evitañ e skrivas ur c'hoariSpace Travel e anv[1], anezhañdarvanerezh ur veaj a-dreuzkoskoriad an Heol. Koulskoude e kave dezhañ ez ae re c'horrek ar c'hoari war an ardivink GE hag e kouste re ger, 75 $ evit un amzer seveniñ rouez[2].

Neuze ec'h adskrivas Thompson ar c'hoari elavar gronnañ evit ur c'hrennurzhiataerPDP-7 digantDigital Equipment Corporation gant skoazellDennis Ritchie. An ober-se, a-gevret gant e labour war ar raktres Multics, a vroudas Thompson da embreger ur reizhiad korvoiñ nevez evit ar PDP-7. Thompson ha Ritchie a rene war ul laz diorroerien er Bell Labs, en o zouez Rudd Canaday, ha pleustriñ a raent war ur reizhiad restroù war un dro gant ar reizhiad korvoiñ lies-trevell e-unan. Enlakaat a rejont ur jubenner linenn urzhiañ hag ur maveg bihan bennak[3].

Oc'h aozañ ur skript shell gant an aozered. An arouezenn dollar e laez ar skramm eo ar c'houvi diskwelet gant ar shell. Bizskrivet eo bet 'ed' evit loc'hañ an aozer, a lañs diwar ar poent-se war-zu traoñ ar skramm.

Bloavezhioù 1970

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1970 e voe graetUnics eus ar raktres (berradennUniplexedInformation andComputingSystem) hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg.Brian Kernighan a ijinas an anv en ur zaveiñ (hag enebiñ war un dro) daMultics — Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur daUnix.

Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouiñ ar bromesa da ouzhpennañ barregezhioù skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivinkPDP-11/20. Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentañ e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoiñ Unix ent ofisiel ha seveniñ a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennañ a raed ur programm furmadiñ skrid anvetroff hag unaozer skrid. An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnañ PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouiñ-se, a zegouezhe eus Unix, roff, hag an aozer, evit skridtreterezh ar goulennoùbreouioù. Roff a amdroas buan etroff, ar programm embann elektronek kentañ gant ur varregezhskriverezañ gwirion.Dornlevr ar Programmer UNIX a voe embannet d'an3 a viz Du1971.

E 1973 e voe adskrivet Unix ellavar programmiñ C, enep meno an holl d'an ampoent a gave dezho "un dra ken kemplezh hag ur reizhiad korvoiñ, hag en deus da blediñ gant darvoudoù arvarus a-fet amzer, n'haller e skrivañ ken nemet e lavar gronnañ".[4]. Tremen eus allavar gronnañ d'allavar a live uhel C a zisoc'has gant ur mezianthezougoc'h a-galz, e-lec'h ma ne chome ken ur c'hementad bihan a-walc'h a god diouzh an ardivink da erlec'hiañ pa veze douget Unix war ursavenn all.

AT&T a lakas Unix e kerz skolioù-meur ha kevredadoù kenwerzhel, war an dro gantGouarnamant ar Stadoù Unanet hervez kendivizadoù aotre. Ar c'hendivizadoù aotre a endalc'he ar c'hod tarzh en e bezh kontet ennañ al lodennoù eus ar graoñell diouzh an ardivink, hag a oa skrivet e lavar gronnañ PDP-11. Skouerennoù notennet eus ar graoñell Unix diouzh an ardivink a veze kavet stank e diwezh ar bloavezhioù 1970 dindan stumm ul levr eilet-kenañ gantJohn Lions eus theSkol-Veur Su-Kembre-Nevez, alLions' Commentary on UNIX 6th Edition, with Source Code, a vroudas kalz da zegemer Unix evel reizhiad korvoiñ kelennadus.

Aozadennoù eus ar reizhiad Unix a raed dave outo gant embannadurioù e dornlevr implijer, e seurt ma talveze (da skouer) "Pempvet Embannadur UNIX" kement ha "UNIX Aozadenn 5". War emledañ ez eas an diorren, gant Aozadennoù 4, 5, ha6 a zeuas er-maez a-benn 1975. Gant an aozadennoù-mañ e teuas meiziad ar sanioù-stlenn (pipes), a gasas da ziorren un diaz kod muioc'h molladel, ha da heul un tizh diorren brasoc'h c'hoazh. Aozadenn 5 ha dreist-holl Aozadenn 6 a zisoc'has war ur yoc'h aozadennoù Unix disheñvel ken e-barzh ken e-maez Bell Labs, en o zouezPWB/UNIX,IS/1 (an Unix kenwerzhel kentañ), ha dougSkol-Veur Wollongong d'anInterdata 7/32 (an Unix kentañ nann-PDP).

E 1978 e voe embannetUNIX/32V, evit ar reizhiadVAX. D'ar mare-hont, en tu-hont da 600 ardivink a sevene Unix en un tu bennak.Unix Aozadenn 7, an aozadenn diwezhañ eusResearch Unix da zont er-maez war ur skeul vras, a voe embannet in 1979. Aozadennoù8,9 ha10 a voe diorroet e-kerzh ar bloavezhioù 1980 met kaset e voent d'un nebeud skolioù-meur hepken, petra bennak m'o deus ganet pennadoù evit deskrivañ al labour nevez. Disoc'hiñ a reas an imbourc'h-mañ war ziorrenPlan 9 eus Bell Labs, ur reizhiad hezoug dasparzhet nevez.

Bloavezhioù 1980

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur burev Unix e stil diwezh ar bloavezhioù 80 o lakaat mont en-dro an etrefas grafek implijerReizhiad X Window. Diskouezet eo un toullad arloadoù arval boutin da zasparzhadenn MIT X Consortium, en o zouezMerour prenestroù Tom, unTermenell X,Xbiff, xload, hag ur merdeer grafikelpajennoù dornlevr

AT&T a werzhe aotreUNIX System III, diazezet dre vras war an Aozadenn 7, evit un implij kenwerzhel. An embann kentañ anezhañ a zeuas er-maez e 1982, hag ennañ e kaved ivez skor evit ar VAX. AT&T a zalc'he da werzhañ aotreoù evit aozadennoù koshoc'h Unix. A-benn echuiñ gant ar c'hemmesk etre holl e aozadennoù diabarzh disheñvel, AT&T o c'hendeuzas e-barzhUNIX System V Embann 1. Ennañ e voe degaset un nebeud arc'hwelioù evel an aozervi hacurses digant skourrBerkeley Software Distribution eus Unix diorroet eSkol-Veur Kalifornia, Berkeley. Ouzhpennet e oa ivez skor evit ar rummad ardivinkoùWestern Electric 3B.

Dre ma ne oa ket an aozoù aotre kenwerzhel UNIX nevez ken spletus evit un implij skolveuriek eget gant aozadennoù koshoc'h Unix, imbourc'herien Berkeley a zalc'has da ziorren Unix BSD evel un dazeilad da UNIX System III ha V, da gentañ-penn war an adeiladerezh PDP-11 (an embannoù 2.xBSD, betek an hini 2.11BSD) ha diwezhatoc'h evit ar VAX-11 (an embannoù BSD 4.x). Degasadennoù niverus da Unix a voe gwelet da gentañ war embannoù BSD, pergen arC shell gantkontroll an trevelloù (diwar batromITS). E-touez ar strivoù diorren BSD, bezañ ouzhpennet kod arrouedadTCP/IP d'argraoñell Unix pennañ a voe moarvat an hini heverkañ. Strivoù diorren BSD a zisoc'has war meur a embann talvoudus enno kod rouedad : 4.1cBSD, 4.2BSD, 4.3BSD, 4.3BSD-Tahoe (lec'h m'eo "Tahoe" lesanv adeiladerezhComputer Consoles Inc. Power 6/32, bet an embann kentañ nann-DEC eus ar graoñell BSD), Net/1, 4.3BSD-Reno (evit klotaatgant an anvadur "Tahoe", ha gant ma tenne an embann-se eus ur c'hlaoustre tamm pe damm), Net/2, 4.4BSD, ha 4.4BSD-lite. Ar c'hod rouedad enklozet en embannoù-se a zo an hendad eus kalzig eus ar c'hod rouedad TCP/IP en implij hiziv, en o zouez ar c'hod a voe embannet diwezhatoc'h en UNIX System V gant AT&T hag aozadennoù abredMicrosoft Windows. AnAPISocketoù Berkeley a zeu a-gevret a zo ur standard de facto evit APIoù rouedad hag eilet eo bet war meur a savenn.

Kevredadoù all a grogas da ginnig aozadennoù kenwerzhel eus ar reizhiad UNIX evit o krennurzhiataerioù hag o staeloù labour dezho. Ar bras eus an argemmoù nevez-se a voe diorroet adalek un diaz System V hervez un aotre digant AT&T ; evelato, lod all a voe diazezet kentoc'h war BSD. Unan eus diorroerien pennañ BSD,Bill Joy, a yeas da genziazezerSun Microsystems e 1982 hag a grouasSunOS (bremañSolaris) evit ostaeloù labour. E 1980,Microsoft a gemennas e Unix kentañ evit korrurzhiataerioù16-bitXenix e anv, a voe douget e 1983 war ar c'hewerierIntel 8086 gantSanta Cruz Operation (SCO), hag a-benn an diwezh e troas Xenix daSCO UNIX e 1989.

Un nebeud bloavezhioù-pad d'ar mare-se (a-raok na gemerfe urzhiataerioùkenglotus ouzh ar PC gantMS-DOS o c'hreñv), arsellerien ar greanterezh a oa engortoz ez afe UNIX da reizhiad korvoiñ standard ar c'horrurzhiaerioù, dre-benn d'e barregezhioù pinvidik ha gant an hezoug ma oa[5]. E 1984 meur a gevredad a savas ar c'hengevreadX/Open da bal dezhañ krouiñ spizadur ur reizhiad digor diazezet war UNIX. Goude an araogennoù abred, ar striv reolata a gouezhas e poull ar "brezelioù Unix", gant kevredadoù liesseurt o stummañ strolladoù reolata kevezer. Ar reolatadeg a reas ar berzh brasañ en diwezh a voe spizadurPOSIX digant anIEEE, empentet evel unEPA (API) a dreuzemglev enkorfet didorr ken war savennoù BSD ken war re System V, embannet e1988 ha dizale endalc'het gantGouarnamant ar Stadoù Unanet evit kalz eus e reizhiadoù dezhañ.

AT&T a ouzhpenas arc'hwelioù liesseurt e-barzh UNIX System V, evelprennañ ar restroù,merañ ar reizhiad,froudadoù, stummoù nevez aKEA, arReizhiad Restroù A-bell hag anEGT. Kenlabourat a reas AT&T gant Sun Microsystems hag etre 1987 ha 1989 e voe teuzet arc'hwelioù eusXenix, BSD, SunOS, ha System V e-barzhSystem V Release 4 (SVR4), ent-dizalc'h diouzh X/Open. An embann nevez-se a sonnas an holl arc'hwelioù kent en ur pakad hepken, ha skeudenniñ a reas diwezh an aozadennoù kevezer. Kreskiñ a reas war un dro ar gounidoù aotren.

E-pad ar mare-se e krogas meur a bourvezer en o zouez Digital Equipment, Sun,Addamax ha re all da sevelaozadennoù diogel eus UNIX evit meziantoù uhel o surentez, empentet dreist-holl evit arloadoù milourel ha seveniñ al lezenn.

ArCommon Desktop Environment pe CDE, ur burev grafek evit Unix ken-diorroet er bloavezhioù 1990 gant HP, IBM, ha Sun e framm an intrudu COSE.

Bloavezhioù 1990

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1990 ec'h embannas anOpen Software Foundation OSF/1, lakaet e pleustr ennañ o Unix reolataet ; diazezet e oa warMach ha BSD. Ar Bonsavadur a zo bet roet lañs dezhañ e 1988 hag arc'hantaet e oa gant lies embregerezh liammet gant Unix ha mennet da zizarbenn kenlabour AT&T ha Sun war SVR4. Da heul, AT&T hag ur strollad aotreidi all a savas ar strollad "UNIX International" e sell da zizarbenn an OSF. Diwar ar maread-se ma kreske an enebiezh etre pourvezerien kevezer e reas berzh adarre an droienn "brezelioù Unix".

E 1991, ur strollad a ziorroerien BSD (Donn Seeley, Mike Karels, Bill Jolitz, ha Trent Hein) a zilezas Skol-Veur Kalifornia evit diazezañ Berkeley Software Design, Inc (BSDI). BSDI a zanzeas un aozadenn genwerzhel hollarc'hwelek eus BSD Unix evit ar savenn Intel marc'hadmat hag hollvezant, pezh a lakaas ur mor a dud d'ober fed ouzh implij periantoù marc'hadmat en urzhiataerezh a genderc'h. Bill Jolitz a guitas BSDI nebeut goude ma voe bet diazezet, evit kendelc'her dasparzh386BSD, anezhañ hendad meziantel digoust eusFreeBSD,OpenBSD, haNetBSD.

A-benn 1993 ar bras eus pourvezerien kenwerwhel UNIX o doa kemmet o argemmoù eus Unix evit o diazezañ warSystem V gant meur a arc'hwel BSD ouzhpennet war-c'horre. Krouidigezh eus an intruduCOSE er bloavezh-se gant aktourien pennañ Unix a verk diwezh maread heverkañ ar brezelioù Unix, hag heuliet e voe gant kendeuz UI hag OSF e 1994. An ensavadur kevredet nevez, hag a viras an anv OSF, a baouezas da labourat war OSF/1 er bloavezh-se. D'an ampoent a oaDigital ar pourvezer nemetañ en implije, hag a gendalc'has d'e ziorren evitañ e-unan, en ur gemmañ merk e brodu daDigital UNIX e deroù 1995.

Nebeut goude bezañ kenderc'het UNIX System V Release 4 e werzhas AT&T he holl wirioù war UNIX daNovell. (Dennis Ritchie a geñverias kement-mañ gant istorEsau er Bibl a werzhas e wir a henaour evit ar "pladad fer" hollvrudet[6].) Novell a ziorroas hec'h aozadenn dezhi,UnixWare, en ur deuziñ heNetWare gant UNIX System V Release 4. Klask a reas Novell implijout kement-mañ evit stourm ouzhWindows NT, met gwallgaset spontus e voe he fennmarc'had.

E 1993 e tivizas Novell da dreuzkas armerk marilhet UNIX® hag ar gwirioù testeniekaat d'ar c'hengevreadX/Open[7]. E 1996 e teuzas X/Open gant anOSF pezh a grouasThe Open Group. Meur a reolad digant the Open Group a dermen bremañ petra eo ha petra n'eo ket ur reizhiad korvoiñ "UNIX", pergen anSpizadur eeun UNIX a-c'houde 1998.

E 1995 e voe gwerzhet gant Novell da Santa Cruz Operation an obererezh merañ ha skoazellañ an aotreidi UNIX beziat, hag ar gwirioù da ziorren pelloc'h diaz kod System V.[1] Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un dro ar gwriroù eilañ, setu bremañ danvez ur breud (gwelet a-is).

E 1997,Apple Computer a glaske un diazez nevez evit reizhiad korvoiñ e Macintosh ha dibab a reasNEXTSTEP, ur reizhiad korvoiñ bet diorroet gantNeXT. Kalonenn ar reizhiad korvoiñ, a oa diazezet warBSD hag argraoñell Mach, a voe adanvetDarwin goude bezañ bet prenet gant Apple. Bezañ skignet Darwin e-barzhMac OS X a ra eus hemañ diwezhañ, gouez da zislêriadur un implijad eus Apple dirak ur c'hendalc'hUSENIX, ar reizhiad diazezet war Unix ar muiañ implijet e marc'had anurzhiataerioù burev.

2000 betek hiziv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Un endro burev Unix modern (Solaris 10)

E 2000 e werzhas SCO e obererezh UNIX hag e gaoudoù a-bezh da Caldera Systems, hag a gemmas diwezhatoc'h e anv da The SCO Group. An aktour nevez-mañ a grogas neuze gant un ensav gwiraouel enep da lies implijer ha pourvezer eus Linux. SCO a lakae en a-raok e vez kavet e-barzh Linux kod Unix miret strizh e wirioù ha perc'hennet bremañ gant The SCO Group. E-touez al lakadennoù all ez eus gwalladur sekredoù-kenwerzh gantIBM, pe gwalladurioù kevrat a-berzh arvalien gozh Santa Cruz a zo tremenet da Linux dibaoe. Neoazh e savas Novell a-enep da SCO pa embanne hemañ edo en e gerz gwirioù eilañ diaz kod UNIX. Hervez Novell, SCO (ha da heul the SCO Group) a zo e gwirionez oberataerien frañchizet ouzh Novell ; en e berc'henniezh e vije ivez ar gwirioù eilañ pennañ, gwirioù veto war obererezhioù aotreiñ SCO da zont, ha 95% eus korvoder ar gwirioù aotre. Dinac'h a reas The SCO Group kement-se, ha dont a reas an dael da vezañ ar breudSCO vs. Novell.

E 2005,Sun Microsystems a embannas ar bras eus kod e reizhiad Solaris (diazezet warUNIX System V Release 4) en ur raktrestarzhioù digorOpenSolaris e anv. Technologiezhoù Sun OS nevez evel ar reizhiad restroùZFS a zo bremañ embannet da gentañ evel kod tarzhioù digor dre ar raktres OpenSolaris ; e 2006 hemañ diwezhañ en doa roet lañs da lies dasparzhadenn nann-Sun evelSchilliX,Belenix,Nexenta ha MartuX.

Freuz arBrokerezh war ar Genrouedad en deus bet da zisoc'h tolpañ ar raktresoù Unix. Diwar an argemmoù kenwerzhel niverus eus Unix a voe ganet er bloavezhioù 1980, n'eus kenSolaris,HP-UX, hagAIX hag a ra mui pe vui berzh c'hoazh er marc'had, daoust ma talc'has IRIX eus SGI evit ur pennadig c'hoazh. En o zouez eo lodenn Solaris an hini brasañ, ha galloud a rafe mont da vrudetoc'h dre-benn d'e skalfad arc'hwelioù hag ivez gant ma 'z eus bremañ un aozadenntarzhioù digor anezhañ[8].

Reoladoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un embregadeg evit reoliata ur reizhiad korvoiñ digor, loc'het e diwezh ar bloavezhioù 1980 hag anavezet bremañ dindan an anvPOSIX, a bourchasas un diaz boutin evit an holl reizhiadoù korvoiñ ; anIEEE a savas POSIX tro-dro d'ar framm boutin en argemmoù kevezer pennañ eus ar reizhiad Unix, hag a embannas ar reolad POSIX kentañ e 1988. E deroù ar bloavezhioù 1990 un embregadeg distag hogen heñvel-kenañ a voe loc'het gant ur c'hengevread greantel, an intruduCOSE, a zeuas en diwezh da vezañ anSpizadur eeun UNIX meret gantThe Open Group. Adalek 1998 the Open Group hag an IEEE a roas lañs daStrollad Austin, a-benn pourchas un termenadur boutin eus POSIX hag an Spizadur eeun UNIX.

En un embregadeg war-du ar c'hlotusder, e 1999 lies pourvezer reizhiadoù Unix en em glevas evit lakaatExecutable and Linkable Format SVR4 (ELF) da reolad evit ar restroù binarel hag ar kod traezenn. Gant ar furmad boutin-mañ eo kenglotus restroù binarel diwar lies reizhiad Unix adal ma sevenont war ar memes adeiladurezh UKT.

Krouet ez eus bet arReolad Urzhaz ar Reizhiad Restroù evit pourchas un aozadur kavlec'hioù dave evit ar reizhiadoù korvoiñ Unix-heñvel, Linux pergen. Ar seurt reolad-mañ a zo danvez daelerezh avat, ha n'eo ket degemeret gant an holl na dost e-ser kumuniezh Linux paneveken.

Parzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar reizhiad Unix a zo ouzh e ober lies parzh a vez peurvuiañ pakadet a-gevret. En ur enlakaat — ouzhpenn argraoñell eus ar reizhiad korvoiñ — an endro diorren, al levraouegoù, an teulioù, hag ar c'hod-tarzh hezoug, hegemm evit an holl barzhioù-mañ, Unix a oa ur reizhiad meizantel emendalc'het. Kement-mañ a voe unan eus ar pennabegoù o deus graet dezhañ bezañ degemeret evel ur benveg kelenn ha deskiñ a-bouez ha bezañ bet ul levezon ken kreñv.

Enlakaat ar parzhioù-se n'en deus ket graet d'ar reizhiad bezañ tolzennek — an dasparzhadur UNIX V7 orin, ouzh e ober eiladennoù eus ar restroù binarel kempunet mui ar c'hod tarzh hag an teuliadur klok a save e dolzennad da neubeutoc'h eget 10Mo, hag a veze kaset war ul lurell warellek 9-roudenn hepken. An teuliadur moullet, skridaozet diwar ar restroù tarzh en-linenn, a zalc'he e korf div levrenn.

Kemmet eo bet forzhig anv parzhioù Unix hag o lec'hiadur er reizhiad restroù a-hed istor ar reizhiad. Evelato, an enkorfadur V7 a vez sellet outi gant paot-mat a dud evel an hini he deus ar framm kanonel abred :

  • Kernel — kod tarzh e /usr/sys, ouzh e ober lies is-parzh :
    • conf — lodennoù kefluniañ ha diouzh an ardivink, en o zouez ar c'hod loc'hañ
    • dev — sturieroù gwikefreoù evit reoliañ ar periant (hag un dam-beriant bennak)
    • sys —"kraoñell" ar reizhiad korvoiñ, a intent eus merañ ar vemor, steuñviñ an argerzhoù, galvoù reizhiad, h. c'h.
    • h (peinclude) — restroù reollin, a dermen etrefasoù pennañ gant ar reizhiad ha digemmennoù a-bouez dibar d'ar reizhiad
  • Endro Diorren — Aozadennoù abred eus Unix a gaved enno un endro diorren e-tailh da grouiñ en-dro ar reizhiad a-bezh diwar kod tarzh :
    • cc — Kempuner al lavar C (deuet war wel gant Unix V3)
    • as — Gronner e lavar-ardivink diouzh ar prosesor
    • ld — Liammer, evit kenstrollañ restroù traezenn
    • lib — Levraouegoù kod-traezenn (staliaet e /lib pe /usr/lib)libc, al levraoueg reizhiad gant ar skor seveniñ C, a oa al levraoueg diazez, met a-viskoazh e eus bet levraouegoù ouzhpenn evit traoù evel kevrennoù matematik (libm) pe moned d'an diazoù roadennoù. Unix V7 a zegasas an aozadenn gentañ eusstdio, al levraoueg modern "Standard I/O", evel lodenn eus al levraoueg reizhiad. En aozadennoù da-heul e voe lieskementet a-zevri an niver hag ar seurtoù levraouegoù.
    • make — Ar merour oberiañ (degaset gantPWB/UNIX), evit emgefren ent-efedus an argerzh oberiañ
    • include — Restroù reollin evit diorren meziantoù, a dermen peurvuiañ etrefasoù reoliat ha digemmennoù ar reizhiad
    • Lavaroù all — Unix V7 a gaved ennañ ur c'hempuner Fortran-77, ur jederez programmadus tidel e spister (bc,dc), hag al lavar "skriptadus"awk, hag aozadennoù ha enkorfadurioù diwezhatoc'h a endalc'h kempunerioù ha teskadoù ostilhoù evit meur a lavar all. Gant an embannadennoù abred BSD e kaved ostilhoùPascal, ha kalz a reizhiadoù Unix modern a gaver ivez enno andastumad kempunerioù GNU kement ha, pe e-lec'h, ur reizhiad kempunañ perc'henn.
    • Ostilhoù all — en o zouez ur merour dielloù kod-traezenn (ar), ur roller taolenn-arouezoù (nm), ostilhoù evit diorren kempunierioù (da sk.lex &yacc), hag ostilhoù dizraenañ.
  • Urzhiadoù — Unix ne zigej ket nemeur etre urzhiadoù (programmoù eus al live implijer) evit korvoiñ ha ratreañ ar reizhiad (da sk.cron), urzhiadoù a dalvoudegezh hollek (da sk.grep), hag arloadoù a zezev hollekoc'h evel ar pakadoù furmadiñ ha skriverezañ testenn. Evelato, ar rummadoù pennañ a zo :
    • sh — Ar jubenner urzhiadoù programmadus "shell" ("krogenn"), an etrefas implijer diazez war Unix a-raok na zeufe reizhiadoù prenester war wel, ha zoken da c'houde (e framm ur "prenestr urzhiañ").
    • Mavegoù — boestad-ostilhoù kreiz eus teskad urzhiañ Unix, ennnicp,ls,grep,find ha meur a hini all. E-touez an isrummadoù :
      • Mavegoù reizhiad — osthiloù melestradurel evelmkfs,fsck, ha meur a hini all
      • Mavegoù implijer — ostilhoù evit merañ an endro evelpasswd,kill, hag all.
    • Furmadiñ teulioù — reizhiadoù Unix a zo bet implijet adalek an deroù evit prientiñ ha skriverezañ teulioù, hag enno e kaved meur a brogramm liammet evelnroff,troff,tbl,eqn,refer, hapic. Reizhadoù Unix modern zo a gaver ivez enno pakadoù evelTeX haGhostscript.
    • Grafikoù — An isreizhiadplot a bourchase peadra da grouiñ tresadoù sturiadel eeun en ur furmad distag diouzh neb gwikefre, gant jubennerioù dibar d'ur gwikefre evit diskwel ar seurt restroù. Er reizhiadoù Unix modern e talvez ivez peurvuiañX11 da reizhiad prenestriñ reoliat ha daEIG, ha kalz anezho a enkorfOpenGL.
    • Kehentiñ — reizhiadoù Unix abred n'o doa ket a gehenterezh etre-reizhiad, met dont a raent gant ar programmoù kehentiñ etre-implijerienmail hawrite. Gant V7 e voe gwelet ar reizhiad kehentiñ etre-reizhiadoù abredUUCP, ha reizhiadoù adalek BSD embannadenn 4.1c a gaved enno mavegoùTCP/IP.
Gant an urzhiad 'man' e c'hall an den diskwel ur 'bajenn dornlevr' evit kement urzhiad zo war ar reizhiad, zoken man e-unan.
  • Teuliadur — Unix a voe ar reizhiad korvoiñ kentañ a zalc'he ennañ e-unan e zeuliadur klok en-linenn en ur stumm lennadus gant an ardivink. An teuliadur a oa ouzh e ober :
    • man — Pajennoù dornlevr evit pep urzhiad, parzh levraoueg, galv reizhiad, restr reollin, ha c'h.
    • doc — Teuliadoù hiroc'h a zeskriv isreizhiadoù pennañ, evel al lavar C hatroff

Skog

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur skog heverk en deus bet ar reizhiad Unix war reizhiadoù korvoiñ all.

Skrivet eo bet en ul lavar a live uhel, neket en ullavar gronnañ (pezh a soñjed e oa ret evit enkorfañ reizhiadoù war an urzhiataerioù abred). Petra bennak ma heulie kement-mañ skouerMultics haBurroughs, Unix an hini eo en deus ledet ar mennozh.

Ur patrom restroù eeunaet a-galz en doa Unix e-skoaz paot-mat a reizhiadoù korvoiñ kempred, en ur ober diouzh an holl seurtoù restroù evel taolennoù oktedoù, tra ken. En urzhaz ar reizhiad restroù e kaved servijoù ha gwikefreoù ardivink (evelmoullerezed,termenelloù, pelennerioù pladennoù). Kement-mañ a bourchase un etrefas unvan, met eus un tu all e redias da gaoud diouzh an dro gwikefreoù ouzhpenn evelioctl ha bannieloù mod a-benn haeziñ keweriusterioù ar periant na glotent ket gant ar patrom eeun "froudad oktedoù". Ar reizhad korvoiñPlan 9 a gasas ar patrom-se pelloc'h c'hoazh, kement-mañ hep gwikefre ouzhpenn.

Gant Unix e voe brudet ivez ar reizhiad restroù urzhazel gant iskavlec'hioù kempret ent tidel, a oa bet degaset en deroù gant Multics. Reizhiadoù korvoiñ boutin all eus ar maread a oa ganto doareoù evit rannañ un ardivink stokañ e meur a gavlec'h pe lodenn, met un niver digemm a liveoù o doa, alies ul live hepken. Lies reizhiad korvoiñ perc'henn a-bouez a ouzhpennas en diwezh un tu d'ober gant iskavlec'hioù askizel diazezet ivez war patrom Multics. An urzhaz "strollad, implijer" eusRSX-11M gant DEC a droas da gavlec'hioùVMS, pezhiennoùCP/M a droas da iskavlec'hioùMS-DOS 2.0+, hag an urzhaz group.account eusMPE gant HP haSSP ha reizhiadoù levraouegoùOS/400 gant IBM a zisoc'has war reizhiadoù restroù POSIX galloudusoc'h.

Ober eus ar jubenner urzhiadoù ur programm boutin eus al live implijer, gant urzhiadoù ouzhpenn pourvezet evel programmoù distag, a voe un nevezadenn all eus Multics brudet gant Unix. ArShell Unix a implije ar memes lavar evit urzhiadoù etregwezhiat hag evit skriptoù (skriptoù shell — ne oa ket a lavar kontrollañ an dleadoù distag evel arJCL gant IBM). Gant ma oa eus ar shell hag an urzhiadoù RK "ur programm all, tra ken", e c'halle an implijer dibab (pe zoken skrivañ) e shell dezhañ. Urzhiadoù nevez a c'halled ouzhpennañ hep kemmañ ar shell e-unan. Ereadur nevezadus al linenn-urzhiañ Unix evit krouiñ chadennoù argerzhoù produer-bevezer (sanioù-stlenn) a reas d'ur paradigm programmañ galloudus (kedroudennadoù) bezañ hegerz a-vras. Meur a jubenner urzhiadoù dre linenn urzhiañ krouet war-lerc'h a zo bet awenet gant ar shell Unix.

Ur bennaenn ziazez eeunadus eus Unix a oa bezañ lakaet e pleustr an destenn ASCII evit tost an holl furmadoù restroù. Ne oa ket a aozer "binarel" en aozadennoù orinel eus Unix — ar reizhiad a-bezh a veze kefluniet en ur implijout skriptoù urzhiadoù shell mod-testenn. An anver boutin er reizhiad E/D a oa an okted — neket evel ar reizhiadoù restroù"dre enrolladenn". Bezañ kreizennet war an destenn evit enkorfañ tost pep tra en deus graet d'ar sanioù Unix bezañ talvoudus-tre, ha broudet en deus da ziorren ostilhoù simpl hag hollek a c'hellfed kenstrollañ aes evit kas da benn trevelloùad hoc luzietoc'h. Bezañ degemeret an destenn hag an okted en deus lakaet ar reizhiad e-tailh da vezañ kresket ha douget muioc'h eget reizhiadoù all. Gant red an amzer, an arloadoù diazezet war an destenn o deus graet berzh ivez e tachennoù evel al lavaroù moullañ (PostScript), hag e gwelead an arloadoù eusProtokoloù ar Genrouedad, da sk. Telnet, FTP, SSH, SMTP, HTTP hag SIP.

Gant Unix e voe brudet un ereadur evit antroiennoù reoliek en deus kavet un implij ledan. Etrefas programmiñ Unix zo deuet da vezañ sichenn ur reolad etrefas reizhiadoù korvoiñ lakaet e pleustr a-vras (POSIX, gwelet a-us).

Allavar programmiñ C na voe ket pell oc'h en em ledañ pelloc'h eget Unix, ha bremañ emañ hollvezant e programmadur ar reizhiadoù hag an arloadoù.

Diorroerien abred Unix a voe bras o fouez evit degas damkaniezh armolladusted hag anadimplijusted e doareoù anijin meziantel, dihadet o deus ul luskad evit an "Ostilhoù Meziantel".

Unix a bourchasas ar protokol rouedad TCP/IP war urzhiataerioù marc'hadmat a-walc'h, pezh a vroudas da gevreañ ardivinkoù ar bed-holl betek berzh marzhus arGenrouedad. Talvezout a reas da ziazez evit hel lakaat e pleustr war meur a savenn all. (Gant se ivez e voe lakaet anat frailhoù surentez niverus en enkorfadurioù rouedad.)

Tuadur Unix da bourchas an teuliadur klok en-linenn ha moned (bloavezhioù pad) ouzh kod tarzh ar reizhiad a-bezh a reas d'ar brogrammourien bezañ war-c'hed eus un endro gwelloc'h eget kent, ha disoc'h a reas da lañsañluskad ar meziantoù frank e 1983.

Gant red an amzer, diorrerien pennañ eus Unix (hag ar programmoù a ya en-dro warnañ) o deus savet un teskad a reoladoù sevenadurel evit diorren meziantoù, ha deuet eo ar reoladoù-se da gemer kement a bouez hag a levezon ha teknologiezh Unix e-unan ; kement-mañ eur boas d'ober arbrederouriezh Unix anezhi.

Draen 2038

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant Unix e vez stoket variennoùeur ar reizhiad evel an niver a eilennoù tremenet abaoe hanternoz d'ar1 a viz Genver1970 (ar "c'houlz Unix") e variennoù eus ar seurttime t, termenet ent istorel evel "anterin 32-bit sinet". D'an19 a viz Genver2038, an eur red a winto eus ur zero heuliet gant 31 unan (01111111111111111111111111111111) da un unan heuliet gant 31 zero (10000000000000000000000000000000), pezh a adderaouo an eur d'ar bloavezh 1901 pe 1970, diouzh an enkorfadur, dre ma eilpenno arbit sin. O vezañ ma implij meur a arload roudennadoù eus levraouegoù ar RK evit jediñ an deiziad, skog kement-mañ a c'hellfe anadiñ kalz abretoc'h eget 2038 ; da skouer e c'hellfe ur prest war gampi 30 bloavezh-pad bezañ jedet direizh adalek ar bloavezh2008.

O vezañ m'eo ral a wezh eztaolet e furmad aneur Unix deiziadoù a-raok 1970, un diskoulm posupl, hag a zo kenglotus ouzh ar furmadoù binarel bezant, a vefe adtermeniñtime_t evel "anterin 32-bit ansinet". Koulskoude, undalfasadenn evel-henn ne rafe ken nemet dreistlec'hiañ ar gudenn d'an7 a viz C'hwevrer2106, hag e c'hallfe silañ drein e meziantoù a genveria daou deskad eurioù.

Aozadennoù zo eus Unix o deus pledet gant kement-mañ endeo. Da skouer, gant Solaris war reizhiadoù 64-bit,time_t a zo 64 bit e hed, da lavaret eo ar RK e-unan hag an arloadoù 64-bit a embrego reizh an deiziadoù 292 miliard a vloavezhioù-pad (meur a wezh muioc'h egetoad an hollved). Arloadoù 32-bit hag a implij untime_t 32-bit a zalc'ho da vont en-dro war reizhiadoù Solaris 64-bit, met techet ez vint c'hoazh d'an draen 2038.

Reizhiadoù korvoiñ frank Unix-heñvel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Linux a zo ur reizhiad modern Unix-heñvel

E 1983,Richard Stallman a gemennas ar raktresGNU, ur striv youlek evit krouiñ ur reizhiadmeziantoù frankUnix-heñvel ; "frank" e doare kement hini a resev ur skouerenn anezhañ a vije frankiz gantañ d'e implijout, studiañ, kemmañ, hag ingalañ pelloc'h. Pal GNU a voe sevenet e 1992. E raktres diorren ur graoñell,GNU Hurd, ne oa ket disoc'h gant ur graoñell oberiant, met ur graoñell kenglotusLinux e anv a voe embannet evel meziant frank e 1992 hervez anAotre Foran Hollek GNU. An daou a-gevret a vez graet aliesig "Linux" anezho, daoust ma ra ar Free Software Foundation hadasparzhadennoù Linux, evelDebian GNU/Linux, gantan anv kevredet GNU/Linux.

Ouzhpenn o implij er reizhiad korvoiñ Linux, kalz a bakadoù GNU — evel anDastumad Kempunerioù GNU (ha nemorant archadenn ostilhoù GNU), allevraoueg C GNU hag armavegoù kreiz GNU — o deus kendalc'het ivez da c'hoari ur roll kreiz e reizhiadoù Unix frank.

Dasparzhadennoù Linux, a gaver enno Linux ha dastumadoù bras a veziantoù kenglotus, o deus tapet brud war un dro e metoù an amatourien hag e bed an aferioù. E-touez an dasparzhadennoù brudet emañRed Hat Enterprise Linux,Fedora,SUSE Linux Enterprise,openSUSE,Debian GNU/Linux,Ubuntu,Mandriva Linux,Slackware Linux haGentoo.

Un deveradenn frank eus UnixBSD,386BSD, a voe ivez embannet e 1992 ha disoc'h a reas gant ar raktresoùNetBSD haFreeBSD. Hervez ar varnadenn douget e 1994 er breud savet gantUNIX Systems Laboratories enep da Skol-Veur Kalifornia ha Berkeley Software Design Inc. (USL v. BSDi), e voe lakaet sklaer edo gant Berkeley ar gwir da zasparzhañ Unix BSD — evit netra, ma venne kement-mañ. Dibaoe, Unix BSD zo bet diorroet hervez lies tuadur, en o zouezOpenBSD haDragonFly BSD.

Linux ha BSD a zo bremañ krog da aloubiñ fonnus kalz eus ar marc'had a oa betek-henn dindan dalc'h reizhadoù korvoiñ Unix perc'henn, ha war un dro emaint oc'h emledañ e marc'hadoù nevez evel re an ardivinkoù beveziñ burev, heloc'h hag entoueziet. A-drugarez d'an doare molladel m'eo bet empentet Unix, rannañ tammoù bitrakoù a zo boutin a-walc'h ; da heul, ar bras eus an holl reizhiadoù Unix hag Unix-heñvel a gaver enno da nebeutañ un tamm kod BSD, hag ar reizhiadoù modern a gaver ivez aliesig en o dasparzhadenn ur maveg GNU bennak.

E 2005,Sun Microsystems a embannas ar bras eus kod tarzh ereizhiad korvoiñ Solaris, un argemm eus System V, dindan an anvOpenSolaris, en ur ober anezhañ ar c'hentañ reizhiad Unix kenwerzhel diorroet da vat da vonttarzhioù digor (meur a vloaz abretoc'h, Caldera en doa embannet kalz eus ar reizhadoù Unix koshoc'h hervez un aotre kelenn ha diwezatoc'hBSD). Da heul, ul lodenn vras eus ar c'hod bet perc'henniezh AT&T/USL eur bremañ frank da sellet outi.

Merañ ar merk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E miz Here 1993,Novell, ar c'hevredad a oa perc'henn da kod tarzh Unix System V d'an ampoent, a dreuzkasasmerk marilhet Unix d'ar c'hevredad The X/Open Company (bremañThe Open Group),[7] ha gwerzhañ a reas e 1995 an obererezh kenwerzhel kenstag daSanta Cruz Operation[9]. Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un drogwriroù eilañ ar meziant a oa danvez ur breud kevreadel,SCO v. Novell, a voe gounezet gant Novell ; galv a zo war ar breud. Ar pourvezer UnixSCO Group Inc. a damall daNovell c'hwibañ e wirioù.

Perc'henn a-vremañ d'armerk marilhetUNIX® eoThe Open Group, ur c'hengevread reoladoù greantel. N'eus ken nemet reizhiadoù hollgenglotus ha testeniekaet diouzhSpizadur eeun UNIX a zoug an anv "UNIX®" (reoù all a reer "Reizhiad Unix-heñvel" pe "Unix-heñvel" anezho).

Hervez un diferad eus The Open Group, an termen "UNIX®" a zave muioc'h d'ur renkad a reizhiadoù korvoiñ eget d'un enkorfadur dibar a reizhiad korvoiñ ; hiziv e c'hallfe ar reizhiadoù korvoiñ a wiria anSpizadur eeun UNIX digant The Open Group bezañ e-tailh da zougen ar merk marilhetUNIX® 98 peUNIX® 03, goude m'en devo paet pourvezer ar reizhiad korvoiñ frejoù da The Open Group. E-touez ar reizhiadoù aotreet da implijout ar merk marilhet UNIX® emañAIX,HP-UX,IRIX,Solaris,Tru64 (gwezhall "Digital UNIX"),A/UX,Mac OS X 10.5 war savennoùIntel,[10] hag ul lodenn eusz/OS.

A-wezhioù e implijer berradurioù evel "Un*x", "*NIX", pe "*N?X" evit ober anv eus an holl reizhiadoù korvoiñ heñvel ouzh Unix. Dont a ra diwar implij an arouezennoù "*" ha "?" evel "meta-arouezenn" gant meur a vaveg. Implijet eo ivez an notadur-se evit deskrivañ reizhiadoù all Unix-heñvel, da sk. Linux, BSD, etc., na sevenont ket an divizoù evit ar merk UNIX® digant the Open Group.

Goulenn a ra The Open Group e vije implijet atav "UNIX®" evel un anv gwan da heul un termen rummel evel "reizhiad" e seurt ne yafe ket ar merk marilhet da anv boutin.

"Unix" a oa an doare-skrivañ orinel, met ledet a-walc'h e chom implij ar stumm "UNIX" o vezañ ma oa, gouez daDennis Ritchie p'en doa distaget ar brezegenn Unix orinel d'an trede Kendalc'h ar Reizhiadoù Korvoiñ eus anAssociation for Computing Machinery stadunanat, « en em gavet ganeomp ur skriverez nevez ha troff a oa o paouez bezañ ijinet ha sordet e oamp dre ma c'hallemp produiñ pennlizherennoù bihan. »[11]. Kalz eus diaraogerien ha kempredidi ar reizhiad korvoiñ na implije ken nemet pennlizherennoù, da heul kalz a dud a skrivas an anv gant pennlizherennoù gant ar boazet ma oant.

Meur a seurt liester eus Unix a zo en implij e saozneg pa reer dave da lies seurt reizhiad Unix hag Unix-heñvel. An hini boazetañ a zo an "Unixes" boutin, met arsevenadur hacker hag a grouas Unix a zo tuet d'ober fent gant ar yezh, ha brudet eo ivez "Unices" (a sell ouzh Unix evel un anvLatin eus an trede troadur). Ar stumm liesterhensaoznek "Unixen" a zo divoaz, daoust ma 'z er gweler gwezh an amzer. E brezhoneg eo ar stumm "Unixoù" an hini vo degemeret, emichañs.

Anvioù merkoù a c'hell bezañ marilhet gant ensavadurioù disheñvel e broioù disheñvel, hag ar reolennadur war ar merkoù e broioù zo a aotre an hevelep merk da vezañ perc'hennet gant meur a ensavadur keit ha ma implij pep ensavadur ar merk e rummadoù aes da zigejañ. Se zo kaoz e weler Unix implijet da verk marilhet evit produioù liesseurt en o zouez stalikennoù levrioù, liv-skrivañ, peg e boutailhoù, trezhoù babiged, sec'herioù-blev hag endalc'herioù boued.[2].

Urzhiadoù Unix boutin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Urzhiadoù Unix implijet a-vras a zo en o zouez :

  • Krouiñ kavlec'hioù ha restroù, ha merdeiñ drezo :lscdpwdmkdirrmrmdircpfindtouchmv
  • Gwelet hag aozañ restroù :morelessedviemacs headtail
  • Skridtreterezh :echocatgrepsortuniqsedawkcuttrsplitprintf
  • Keñveriañ restroù :commcmpdiffpatch
  • Ostilhoù shell diseurt :yestestxargs
  • Merañ ar reizhiad :chmodchownpssuwwho
  • Kehentiñ :mailtelnetftpfingerssh
  • Dilesadur :suloginpasswd

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Ritchie, Dennis M.. Space Travel: Exploring the solar system and the PDP-7. Kavet :2007-03-11.
  2. Bell Labs
  3. Bell Labs
  4. Stallings, William. "Operating Systems: Internals and Design Principles" 5th ed, page 91. Pearson Education, Inc. 2005.
  5. UNIX History. www.archive.org.
  6. Google
  7. 7,0 ha7,1http://groups.google.com/group/comp.std.unix/msg/c9974cf0022884f8
  8. Stephen Shankland (7 Kerzu 2005). Itanium: A cautionary tale. Tech News. ZDNet. Kavet :2006-10-04. “In the third quarter of this year, 7,845 Itanium servers were sold, according to research by Gartner. That compares with 62,776 machines with Sun Microsystems' UltraSparc, 31,648 with IBM's Power, and 9,147 with HP's PA-RISC.”
  9. Novelll
  10. The Open Group. Mac OS X Version 10.5 Leopard on Intel-based Macintosh computers certification. Kavet :2007-06-12.
  11. CATB

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar bajenn-mañ a zo kinniget evit bezañ anavezet evel pennad mat. Klikit evit votiñ.
14 Genver 2008 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a ritreiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.

Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad mat".

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unix&oldid=2168321 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp