Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Treaty on the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics,1924 Soviet Constitution,Declaration of the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics
Constitution of the Soviet Union,Biełavieža Accords,Declaration of the USSR Council of the Republics regarding the establishment of the Commonwealth of Independent States
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических РеспубликSoyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr anUnaniezh Soviedel, anavezet ivez gant anteskanvURSS (СССРSSSR e ruseg), krouet e1922, a oa urriez hag a zo aet da get e1991. En em astenn a rae eus arMor Baltel d'arMor Du ha betek arMeurvor Habask. LodennNorzhEurazia e oa he ziriad, hiniImpalaeriezh Rusia, war-bouezPolonia haFinland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.
En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour SoviedelRusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eoStad Rusia warlerc'hiadez an URSS.
Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannasLenin, penn ar strolladbolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù argomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.
Erbloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS,Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh arPerestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag arGlasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e1991, ha roet he flas daKenglad ar Stadoù Dizalc'h.
War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :
tachenn anarmerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezhStadoù-Unanet Amerika ;
tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioùdemokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ aemrenerezh.
Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.