Republik Turkia (turkeg :Türkiye Cumhuriyeti),Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo urriezdaougevandirel, he lodenn vrasañ enAzia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad arBalkanoù enEuropa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ,strizh-mor ar Bosfor, etreMor Egea hag arMor Du, da lavarout eogevred Europa hamerventAzia. EledenezAnatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.
Urc'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur asevenadur, ul lec'h evit meur aemgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizhriez a vez kavet tro-dro dezhi :Bro-C'hres haBulgaria erGwalarn,Jorjia,Armenia hagAzerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) erBiz hagIraq haSiria erGevred. EnHenamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez unimpalaeriezh vras,hini Bizantion, he c'hêr-bennKergustentin diazezet warriblennoùstrizh-mor arBosfor.
Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik habonreizhel hag a zo bet staliet e1923. Ezel eus anABU, anAFNA, anAESD, arC'hengor muzulman haKuzul Europa eo. E2005 he deus krogetkenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eusUnaniezh Europa. EnAnkara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ hec'hêr-benn.
Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh :Azia-Vihanañ,Hittited,Troia,Lidia,Frijia,Karia,Kilikia,Pergam,Rouantelezh ar Pontos,Galated,Impalaeriezh roman ar Reter,Impalaeriezh otoman
Republik Turkia a zo bet staliet d'an29 a viz Here1923 war lodenn greiz anImpalaeriezh otoman a oa bet trec'het erBrezel-bed kentañ ha kollet meur adiriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh anDurked e Anatolia anXIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa.Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh anXIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar gousthini Kêrgustentin e1453. E1929 e krogasMustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, anDurked yaouank, e oaMustafa Kemal (lesanvet Atatürk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.
- Skrivagnerien:
- Kanerien:
- Politikourien:
- ↑Turki eo anv ar vro, deuet eus argalleg, e kanaouennoù brezhonek pobl, hag en anvioù eveled-Turki.