Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Trotskiouriezh

Eus Wikipedia
Trotskiouriezh
ideologiezh politikel,Marxist school of thought
Iskevrennad eusLeninism Kemmañ
Anvet diwarLyev Trotsky Kemmañ
Dizoloer pe ijinerLyev Trotsky Kemmañ
Roll elfennoùlist of Trotskyist organizations by country Kemmañ

Androtskiouriezh (Trotski-ouriezh) pe, aliesoc'htrotskouriezh[1], a zo anezhi un ideologiezh politikel bet savet ha diorroet gantLyev Davidovitch Trotski. Skarzhet e oa bet Trotski eus Strollad KomunourUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (URSS) e1927 ha ranket dezhañ tec'hel eus ar vro e1929.

Mervel a reasLenin hep bezañ disklêriet a-ouez d'an holl piv an hini a felle dezhañ gwelout war e lerc'h e penn arStrollad hag e penn anUnaniezh Soviedel.Zinoviev,Kamenev haJozef Stalin a savas o-zri a-enep da dTrokski pa fellas dezhañ kemer lec'h Lenin kerkent ha1924.

Mont ar reas ar maout gant Stalin dre glask bezañ skoazellet gant Zinoviev ha Kamenev da gentañ ha gant Bouc'harin da c'houde. Bouc'harin a save a-du gant Stalin evit harpañ tezenn arsokialouriezh da sevel en ur vro nemetken evel diazez ofisiel politikerezh anUnaniezh Soviedel. Gant Trotski, avat, e veze difennet an dezenn gontrol, da lavaret eo e oa ret skignañ andispac'h er bed a-bezh a-raok gallout kregiñ da sevel ar sokialouriezh.

Goude bezañ klasket, en aner, sachañ war anIIIe Etrebroadel evit mont war-du e dezennoù politikel, e1938 e savas Trotski gant un toullad sokialourion ha komunourion all arIVe Etrebroadel eBro-C'hall.

E varv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daou vloaz war-lerc'h, d'an20 a viz Eost1940 e voe muntretLeon Trotski eMec'hiko gantRamón Mercader o labourat diwar urzhioù Stalin. Implijout a reas urbigell-skorn evit skeiñ gant penn Trotski e-keit ma oa oc'h ober ur weladenn dezhañ a-hervez.

Barnet rust e oa bet politikerezh hag ideologiezhStalin gant Troski a lavare difenn muioc'h azemokratelezh e diabarzh ar Strollad Komunour. Koulskoude en doa bet Trotski skarzhet diouzh ar Strollad an holl re na savent ket a-du gant tezennoù arvolchevouriezh er bloavezhioù kent.

Hiziv an deiz e vez kavet Strolladoù trotskiourien a bep seurt dre ar bed a-bezh hag e-barzh ouzhpenn 50 bro disheñvel. Kreñvik a-walc'h int deuet da vezañ eBro-C'hall, da skouer ar c'hKevre Komunour Dispac'hel (LCR)[2].

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • [2] Kreizenn studi hag enklask war al luskadoù trotskour ha dispac'hel etrebroadel
  • [3] Oberennoù Trotski (ha skrivagnerion komunour all a-bep tu) e meur a yezh
  • [4] Roll ar strolladoù trotskour dre ar bed a-bezh

Daveoù ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Martial Ménard,Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012
  2. [1]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Trotskiouriezh&oldid=2108789 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp