Eryezhoniezh e vez implijet an termentroad c'henitivel,genitiv petro-c'henel (saoz.:genitive case) evit komz eus undroad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ ar fed m'emañ unanv-kadarn da vezañ stag ouzh un anv-kadarn all.
Daoust ha ma talvez puerliesañ ar genitiv da verkañ ul liamm perc'henniezh etre an dou anv-kadarn stag an eil ouzh egile ganti, n'eo ket hemañ e arc'hwel nemeti dre ret hag implijoù resis all e c'hell kaout ivez o kemmañ a yezh da yezh. Disheñvel eo neuze ar genitiv diouzh androad-perc'hennañ hag androad perc'hennet dre ma ne c'hell talvezout an troadoù-se nemet da verkañ ul liamm perc'henniezh.
Unan eus implijoù all ar genitiv eo ar fed ma c'hell talvezout da seveladverboù, da skouer.
E-touez an arc'hwelioù liammet ouzh ar genitiv emañ ar re-mañ:
- perc'hennañ (kv. "troad-perc'hennañ", d.s. "karr ma mamm":
- lodennañ (kv. "troad partitivel"), d.s. "ur strollad tud":
- kemer perzh en un ober, o verkañ argraer yezhadurel/rener pe argouzañver, d.s. "ma c'hemer" = "kemer ac'hanon"
- ober dave d'un dra bennak, d.s. elatinDe Bello Gallico ("eus/diwar-benn Brezel Galia")
- merkañ an orin, d.s. "Paotred Breizh"/"Paotred a Vreizh")
- deskrivañ perzhioù un dra, ul lec'h pe un den bennak, d.s. "tud a enor"
- sevelgerioù kevrennek, d.s. egouezeleg Skosball coise = "melldroad", diwarcas (nominativ) ->coise (genitiv)
Implijet e vez ar gennitiv gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez: anarabeg, anarmenieg, aneuskareg, antchekeg, arfinneg, arjorjieg, analamaneg, argresianeg, anislandeg, aniwerzhoneg, allatin, allatveg, arpoloneg, arroumaneg, arruseg, arsañskriteg hag anturkeg.
Implijet e vez an droad c'henitivel gant ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez arfinneg hag anestonieg, da skouer:
- E finneg, merket gant allostger "-n" (o kenglotaat alies gant stumm anakuzativ):
- maa (nominativ: "bro") —>maan
- lumi "erc'h" —>lumen
Enebet e vez ivez ouzh androad partitivel, merket gant al lostger "-(t)a", da skour
- joukko miehiä "ur strollad tud"
Meur a implij he deus ar c'henitivel e vez ar genitiv er yezhoù slavek, en o zouez arruseg hag arpoloneg, estreget an implij perc'hennañ pennañ:
- Nominativ:Вот Антон "Setu Anton".
- Genitiv:Вот карандаш Антона "Setu kreion Anton".
- Nominativ:Мария дома? "Hag er gêr emañ Maria?".
- Genitiv:Марии нет дома "N'emañ ket Maria er gâer"
- Genitiv-partitiv:Я выпил воды "Evañ a ris dour"
- Akuzativ:Я выпил воду "Evañ a ris an dour"
Implijet e vez ar genitiv gant yezhoù germanek 'zo, en o zouez analamaneg hag anislandeg, da skouer:
- das Heftder Schülerin "levr ar skoliadez"
- Claudias Buch "Levr Claudia"
E turkeg ec'h implijer ar genitiv, merket gant allostger "-(vogalenn)n", evit merkañ ar perc'hennañ, implijet ur wezh pa vez amstrizh an anv-kadarn perc'hennet, ha div wezh pa vez strizh, da skouer:
- Nominativ:kadın "maouez",ayakkabı "botez"
- Genitiv :Kadının ayakkabısı "botezar vaouez"
- Nominativ:kadın "maouez",kıyafet "dilhad"
- Genitiv :Kadın kıyafeti "dilhadur vaouez"
Enarabeg ne vez implijet ar genitiv nemet er yezh lennegl, da skouer:
- Nominativ:baytun "un ti"
- Genitiv:bābu baytin "dor un ti",bābu l-bayti "dor an ti"
Implijet e vez ivez ar genitiv a-gevret gantaraogennoù resis, da skouer:
- bābun li-baytin "un nor evit un ti"