
Trisquel a zo ur reizhad korvoiñfrank ( o toujañ d'ar 4 frankiz meneget gant anFSF[1]), derevet eusUbuntu, hag o kinnig daou stumm, unan evit an deskadurezh, hag an hini all evit an embregerezhioù bihan.
A orin eusGalisia, eSpagn, e c'hall ar reizhad bezañ implijet en ur bern a yezhoù, brezhoneg en o zouez (a-drugarez da vamennoùUbuntu), met an elfennoù spesius a zo troet e saozneg, euskareg, katalaneg, sinaeg, galleg, galisianeg, hindi, portugaleg ha kastilhaneg.
Ar reizhad korvoiñ-mañ a zo dasparzhet elive-CD, er memes doare hag Ubuntu.
An anv a zeu eusTriskell, un arouezkelt, hag al logo a zo, hervez Framasoft, savet gant 3 zroennDebian, o talvezout anemdroadur hag arfurnez[2].
Ar raktres a zo ganet e2004, sponsoret gantSkol-veur Vigo ( eGalisia), ha kinniget eo bet evit ar wech kentañ e 2005 gantRichard Stallman, diazezer arraktres GNU[3].
Ez orin e oa diazezet warDebian, ar vammenn a zo deuet da vezañ e 2008 gant ar stumm 2.0 ar gwiskadoù Ubuntu, met skarzhet dioutañ kementpoellad perc'henn, da lâret eo pep tra merket evelnon-free packages. Argraoñell Linux a zo kinniget ivez gant ur stumm disheñvel diouzh hini Ubuntu, o chom hep pakadoù perc'henn.
Ar raktres a zo bet neuze lakaet e fin 2008 da listenn an nebeud dasparzhioù GNU/Linux anavezet evel frank[4] hervez erbedadennoù[5] ar raktres GNU e-unan.
An holl stummoù o deus (stumm poellad en embannadur stabil diwezhañ) :
Ar stumm diazez, raktreset evit an implij personel, en deus ar skoroù rouedadoù, ar multimedia, ha poelladoù merañ klasel, c'hoarioù, hag ul lenner multimedia gouset da lenn an DVDoù ha lodenn vrasañ ar videoioù.
| Stumm | Deizad embann | Anv |
|---|---|---|
| 0.9 | 10 a viz Here2004 | |
| 0.95 | ||
| 0.97 | ||
| 0.99 | ||
| 1.0 | 30 a viz Genver 2007 | |
| 1.5 | 25 a viz Here 2007 | |
| 2.0 | 24 a viz Gouere 2008 | Robur |
| 2.1 | 18 a viz Kerzu 2008 | |
| 2.2 | 8 a viz Eost 2009 | |
| 3.0 | 8 a viz Gwengolo 2009 | Dwyn |
| 3.5 | 2 a viz Meurzh 2010 | Awen |
| 4.0 | Gwengolo 2010 | Taranis |
| 4.5 | Meurzh 2011 | Slaine |
| 5.0 | Gwengolo 2011 | Dagda |
| 5.5 | Ebrel 2012 | Brigantia |
gwer : meret ; ruz : n'eo ket mui meret
Evel Ubuntu, Trisquel a implij an term LTS evitlong time support, evit spizhaat ar stummoù a vo meret e-pad 5 bloaz goude e embannadur d'an nebeutañ. Ar reoù all a zo anvet STS (evit small time support)

Stumm evit an deskadurezh, bez en deus ar poelladoùLTSP hag iTALC[6]. Kemer a ra e kont ivez ar stummoù a-eil eus eus an daolenn wenn oc'h implij ar pellurzhierezWii.
Stumm evit an embregerezhioù bihan, bez en deus poelladoù merañ evel Abang, OpenbravoPOS,GnuCash, ha poelladoù surentez, evel ur firewall, un enepvirus, met ivez ar poelladWine evit implij poelladoùWindows.