Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Tripura

Eus Wikipedia

Tripura (ত্রিপুরা ebanglaeg) zo unan eusstadoù bihanañIndia, gant ur gorread 10 492 km². Er bloavezh 2001 e oa 3 191 168 a dud o chom e Tripura.Agartala eo ar gêr-benn. En-dro da Dripura emañ stadoùAsam haMizoram er biz, haBangladesh a bep tu a-hend-all.

Teir yezh ofisiel zo er stad : arbanglaeg, komzet gant an div drederenn eus an dud, ar yezhkokborok (unan eus aryezhoù bodek), komzet gant ur c'hard eus an dud, hag anhindieg.

Etre 1909 ha 1947 e oa Tripura ur briñselezh indian e dalc'hBreizh-Veur. E miz Here1949 e voe unanet ar briñselezh-se ouzh India, nevez-dizalc'h, ha lakaet e stadAsam. Dont a reas da vezañ unan eus tiriadoù Unaniezh India e1963 hag ur stad anezhi hec'h-unan e miz Genver1972.


Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an22 Gouere1947.
Stadoù ha tiriadoù India
StadoùAndhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an UnaniezhInizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Tripura&oldid=1636495 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp