Trinidad ha Tobago zo urrepublik erMor Karib, anezhi divenezenn,Enez Trinidad hag Enez Tobago.Port of Spain, en enez Trinidad, eo ar gêr-benn.
Er biz daVenezuela emañ Trinidad ha Tobago, hag er su daC'hrenada, enAntilhez Bihanañ.
Bevennoù war vor zo gant Stadoù arall:Barbados er biz,Guyana er gevred, ha Venezuela er su hag er c'hornaoueg[1],[2].
GantKristol Goulm e voe anvetLa Ysla de la Trinidad ("Enez an Drinded"), hervez ur gouestl en devoa graet a-raok e drede treizhadenn[3].
Colomb a lavaras bezañ gwelet Tobago er pellder, hag hec'h envel a eureBellaforma, hep diskenn d'an aod[4] Dont a rafe an anvTobago eus an anv kozh,Tobaco[3].Izelvroiz ha Kurzeme (tud eusKourland, eLatvia) a oa deuet da chom da Dobago er XVIvet ha XVIIvet kantvedoù da c'hounitbutun hakotoñs.
Etre marevezh Kristof Goulm ha1802 edo Trinidad ha Tobago enImpalaeriezh Spagn evel trevadenn ; e 1802 neuze e voe roet d'arRouantelezh-Unanet. Startaat a reas krogBreizh-Veur war ar vro e-pad brezelioùNapoleon Iañ. E1889 e voe unanet trevadennoù Trinidad ha Tobago.
Ur Stad dizalc'h eo Trinidad ha Trobago abaoe1962.
- Dibabet e voe ar banniel e 1962.
- Dibabet e voe an ardamezioù gant Kuzul an Dizalc'hted (Independence committee), ha warne anIbiz ruz (un evn eus Trinidad), an evnCocrico (eus Tobago) hakolibried war ar skoed. Tri lestr zo ivez, arouezioù an Drinded, ha war un dro tri lestrKristoc'h Koulm.
- Sturienn :Together we aspire, together we achieve ("Kevret e vennomp, kevret e sevenomp").
Brudet eo karnaval Trinidad ha Tobago, ha meur a sonerezh krouet en inizi :steelpan,calypso,soca halimbo.