Un tren beajourien a c'hell implij ur stlejerez liammet d'ur strobadgweturioù hag a c'heller lakaat beajourien enne. Tamm-ha-tamm e vez lakaet da vont strobadoù emlusk e-lec'h m'he deus pep gwetur ur mekanik stlejañ. Harp a ra an tren beajourien en ul lec'h ma'z eo bet savet ur c'hae, ar peurliesañ e vez en ur porzh-houarn.
Un tren marc'hadourezh a vo ar peurliesañ ur strobadbagonioù stlejet gant urstlejerez. Alies e vez arstlejerez o vont en-dro gant diesel hag an tren marc'hadourezh a ya dousikoc'h eget unan gant beajourien. Displeg a reomp an dra-se gant ma vez al linennoù marc'hadourezh leusket a-gostez da geñver al linennoù beajerien : n'int ket tredanaet hag o tres n'eo ket bet gwellaet abaoe pell 'zo.
"Catch Me Who Can" eus Trevithick e diabarzh ar sirk e Bloomsbury
"Catch Me Who Can" a oa ur stlejerez krouet gant Richard Trevithick. Aozet eo bet e 1808 gant teuzerezh Rastrick and Hazledine e Bridgnorth (bro-Saoz). Kinniget e oa d'an dud ar marc'h-du-mañ e diabarzh ur sirk anvet "steam circus" lec'hiet e Bloomsbury, war un hent-houarn e stumm ur c'helc'h. Ar marc'h-du a c'helle mont betek un tizh a 19 km/e met re bouner e oa evit ar roudennoù. Serret e voe ar sirk ken-ha-ken ma voe ur roudenn distrujet abalamour da bouezh ar stlejerez. Ur c'hopi a zo war ober gant anTrevithick 200 charity...