Trede Reich (alamaneg :Deutsches Reich "Impalaeriezh alaman", haGroßdeutsches Reich "Impalaeriezh veur alaman" diwezhatoc'h) a reer eus arStadalaman renet gantAdolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.
Daouzek vloaz e padas : adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an30 a viz Genver1933 betek diskar ar Reich d'an8 a viz Mae1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman,Karl Dönitz. Hervez arpropagandanazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».
E-keñver arGwir ne oa ket bet roet lamm daRepublik Weimar, an anv ofisiel neuze a oaDeutsches Reich. Adal 1943 e teuas war-wel an anv nevezGroßdeutsches Reich.
An anv "Trede Reich" adkemeret gant an nazied a zo tennet deus ar romantDas Dritte Reich embannet e 1923 gantArthur Moeller van den Bruck.
En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gantZeit des Nationalsozialismus ("mare broadel-sokialour"),Nationalsozialistische Gewaltherrschaft ("tirantiezh broadel-sokialour") pe simploc'h gantDritte Reich ("Trede Impalaeriezh").
Dindan ren Hitler, strollad nemetañ an III Reich a oa arStrollad broadel sokialour al labourerien alaman(Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei /NSDAP). Ar ger "nazi"(Nationalsozialismus) a zo savet o kemer div silabenn gentañ ar ger alamaneknational. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.
Annazional-sozialismus ("sokialouriezh vroadel") e oa ideologiezh ar renad.
Pa reer anv eus ar bomm "Alamagn nazi", diveret eusnational-sozialismus, o vezañ ur berradur eusnazi-smus = nazismus, ez eo direizh a-fed ster peogwir ne glot ket gant deiziadoù istorel ar strollad. En Alamaneg n'eo ket ur ger a vez implijet evit termeniñ ar prantad-se.
Meizad alLebensraum ("egor bevañ ") e oa diazez an III Reich alaman. Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler a oa sturiet dre mennozh alLebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar "ouenn"arian, anenepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoùfeur-emglev Versailhez, anenepkomunouriezh ha lazhadegoù hagouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.
20 Gouhere : sinadur arReichskonkordat gant Alamagn hag arSez Santel.
1934
26 Genver : kengrad anargadiñ etre Alamagn haPolonia, mat evit 10 vloaz.
Raktres ur c'henemglev kenwerzhel etre Alamagn,Belgia, Bro-C'hall,Hungaria, anIzelvroioù, Polonia, ar Rouantelezh-Unanet,Roumania,Suis haYougoslavia evit eskemm marc'hadourezhioù hep tremen dre nep moneiz estren dezho.
1935
18 Mezheven : kengrad etre Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet, hemañ diwezhañ oc'h aotren an Trede Reich da sevel urmorlu kevatal da 35% eus fard hollek arRoyal Navy.
1936
11 Gouhere : kengrad etre Alamagn hagAostria e-sell da genlabourat war tachennoù arpolitikerezh hag arsevenadur.
Eost-Gwengolo : diwar atiz Bro-C'hall, 27 Stad enEuropa a sinas ur gengrad anemellerezh eBrezel Spagn.
20 Meurzh : kengrad etre Alamagn ha Spagn renet gantFrancisco Franco, enni ur mellad a-zivout kenlabourat e ken degouezh ma tarzhje ur brezel en Europa.
1938
20 Gwengolo : emglevioùMünchen etre Alamagn, Bro-C'hall, Italia hag ar Rouantelezh-Unanet a-zivout ar Sudeted, ur bobl alamanek hag a veve eBohemia, eTchekoslovakia.
1939
22 Mae : "kengraddir" etre Alamagn (Stahlpakt) hag Italia (Patto d'Acciaio), a ziskleir mignoniezh ha kenemglev etre an div Stad, hag a unvan nerzhioù milourel anAhel.
31 Mae : kengrad anargadiñ etre Alamagn haDanmark.
7 Mezheven : kengrad anargadiñ etre Alamagn hagEstonia, etre Alamagn hagLatvia.