Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Trabant

Eus Wikipedia
Trabant P601 (1983)
Trabant 600 Kombi

Ar c'hirriTrabant (1957-1991), lesanvetTrabi a-wechoù, a oa kirri savet enDDR gant an embregerezh VEB Sachsenring Automobilwerke Zwickau. Un arouez eus an DDR e oa deuet da vezañ. Etre1957 ha1991 e voe savet 3 051 385 skouerenn. An hini ziwezhañ a oa roz.[1]. E 2007 e chome war-dro 52 400 skouerenn a oa gouest da vont en-dro enAlamagn[1]. Pa veze savet e oa unan eus ar c'hirri nemeto a gouste keroc'h eil-dorn evit pa vezent prenet nevez, peogwir e oa dav gortoz etre 10 ha 15 vloaz goude bezañ gourc'hemennet ar c'harr.[1]. Trabant a zo ur geralamanek a dalvez loarell.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Labouradegoù Auto-Union AG a oa perc'hennet gant August Horch (krouer Audi). E dibenn anEil Brezel-bed e voe diberc'hennet gant an Arme Ruz. E 1948 e voe produet ur c'harr nevez anvet F8 e labouradegZwickau. Diazez an Trabant 601 (1957) e voe[2].

Keflusker an Trabant 601

Er c'hirri Trabant ne oa na pomp dour na pomp eoul ebet, na amredad lard-karr, na pomp tireoul : an trelosker a veze bouetaet gant ar pounnerder. Ar starderez a oa diazezet war pevar zaboulin hag ur rod dizalc'h a oa evit ma ne chomfe ket stardet ribouler ar c'heflusker daou bred. Gant plastik e oa savet ar c'harroñsadur. Kirri aes da dresañ er gêr gant ostilhoù eeun e oant.

Patromoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Trabant 610 gant ur c'heflusker 4 sailh, etre1973 ha1979
  • ur c'hentpatrom gant ur c'heflusker diesel e1984. Distrujet e voe, met unan a voe adsavet gant tammoù, hag a c'haller gwelout e mirdiHorch eZwickau;
  • ur sistem ensinkladur elektronek a lakae an dispiggn tireoul da ziskenn eus 18%. met ne voe ket kendalc'het peogwir ne veze ket produet ar parzhioù elektronek ret enDDR
  • keflusker Wankel gant ur ribouler-tro e1965, ur c'hentpatrom e voe nemetken
  • kentpatromoù liesseurt : keflusker yenaet gant dour, pe keflusker tredan
  • raktresoù liesseurt gant karroñsadurioù nevez;
  • Trabant P100 gant karroñsadur nevez ha peder dor
Un Trabant livet war voger Berlin

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Rory MacLean,Stalin's Nose: Across the Face of Europe, HarperCollins, Londres, 1992(ISBN 0-00-215871-X)

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,01,1 ha1,2La Trabi fête son demi-siècle, Le Figaro/Le Figaro économie, 5 a viz Du 2007
  2. La Trabant a cinquante ans, L'Express, 9 a viz Du 2007
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Trabant&oldid=2032158 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp