Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Tigred Dieubiñ Tamil Eelam

Eus Wikipedia
Kartenn distrigoù Sri Lanka anavezet gant al LTTE evel Tamil Eelam

StrolladTigred Dieubiñ Tamil Eelam (Tamileg : தமிழீழ விடுதலைப் புலிகள், saozneg : Liberation Tigers of Tamil Eelam, berraet eLTTE), graet anezho ivez anTigred Tamil, a zo un aozadur dizalc'hourtamilSri Lanka krouet e 1976 hag a fell dezhañ difenn Tamiled Sri Lanka. E benngealoniour a oa betAnton Balasingham eus1979 betek e varv d'ar 14 a viz Kerzu2006. E rener diwezhañ a zo betVelupillai Prabhakaran betek marv hennezh d'an 18 a viz Mae2009.Azgoulenn a ra groñs LTTE krouidigezh ur Stad dizalc'h, graet anezhañTamil Eelam, e hanternoz an enezenn. A-du e vefe lodenn vrasañ an Damiled gant ar pal-se.

War roll ofisiel aozadurioù sponterStadoù Unanet Amerika, hiniUnaniezh Europa pe hiniIndia, edo ar strollad.D'ar 17 a viz mae2009 goude bout bet kelc'hiet gant arme Sri Lanka e biz ar vro ha marv o rener, ec'h embann an dizalc'hourien damil e anzavont eo echu ar brezel diabarzh e Sri Lanka hag e fell dezho paouez gant 37 bloavezhiad stourmoù o deus graet etre 70 000 ha 100 000 den marv.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Tigred_Dieubiñ_Tamil_Eelam&oldid=1654997 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp