Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Tiegezh Habsburg

Eus Wikipedia
Tiegezh Habsburg
tierniezh
Rann eusEtichonids Kemmañ
Deiziad krouiñ11. century Kemmañ
Anv er yezh a orinHabsburger Kemmañ
Anvet diwarHabsburg Castle,Habsburg Kemmañ
DiazezerGuntram the Rich Kemmañ
Ger-sturA.E.I.O.U. Kemmañ
StadArchduchy of Austria,Kurunenn Kastilha,Kurunenn Aragon,Iberian Union,Rouantelezh Portugal Kemmañ
Perc'henn warCounty of Tyrol Kemmañ
Deiziad divodañ1780 Kemmañ
Roll elfennoùHabsburg family tree Kemmañ
 
Banniel an Habsbourged; betek 1918 banniel Aostria ivez.

AnHabsbourged (alamaneg:Habsburger) peTiegezh Habsburg, a oa unan eus lignezoù galloudusañEuropa. Ren a raent war anImpalaeriezh santel roman german eus1438 betek1806, warSpagn eus1504 betek1700, warPortugal eus1556 betek1640, warImpalaeriezh Aostria eus1804 betek1867, warBrazil eus1822 betek1826, warMec'hiko eus1864 betek1867, warAostria-Hungaria eus1867 betek1918 ha war meur a vroitalian enXVIIIvet kantved hag enXIXvet kantved.

EusElzas e oa deuet ar familh. En un daolenn-gerentiezh skrivet e1160 (anActa Murensia) e vez graet "hendad an Habsbourged" eus Gountram ar Pinvidik († 973), kontBreisgau hag Elzas. War-dro1020 e voe savet Kastell Habsbourg eSuis gant Radbot, mab-bihan da C'hountram. E 1100 e tegemeras Otto, kont Habsbourg († 1111), anv ar c'hastell evel hini al lignez.

Goude bezañ bet trec'h warOttokar II PřemyslBohemia e c'hounezasRudolf HabsbourgAostria haStiria. Divroañ a reas daVienna e1278.Eus1438 betek1806 e renas an Habsbourged war an Impalaeriezh, ha ne oa nemet un impalaer eus ul lignez all e-pad ar prantad-se (Karl VII Wittelsbac'h, a renas eus1742 betek1745).

E1804 e tegemerasFranz II, rener diwezhañ an Impalaeriezh Roman ha German, an titl a Impalaer Aostria hag e1806 e tilezas an tron alaman da vat. E1918, kollet arbrezel bed kentañ gant Aostria-Hungaria, e voe diazezetRepublik Aostria ha lakaet an Habsbourged da guitaat ar vro.

Genealogiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hendadoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Gountram ar Pinvidik († 973)
  • Lanzelin Altenburg († 991)
  • Radbot (* 985, † 1045), dimezet gant ItaLoren
  • Werner I (* 1030, † 1096)
  • Otto, kont Habsbourg († 1111)

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Domani an Habsbourged e 1547

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

ImpalaerienAostria eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Franz I, impalaer 1804, † 1835 (=Franz II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinand I, impalaer 1835, dilezet e dron gantañ e 1848, † 1875
  • Franz Joseph Iañ, impalaer 1848, † 1916
  • Karl I, impalaer 1916, dilezet e dron gantañ e 1918, † 1922

RoueedSpagn eus lignez Habsbourg ("Casa de Austria")

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Duged-veurToskana eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Francesco Stefano, 1737-1765
  • Leopoldo I, 1765-1790 (=Leopold II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinando III, 1790-1800, 1814-1824
  • Leopoldo II, 1824-1849, 1849-1859
  • Ferdinando IV, 1859

DugedModena eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Francesco IV, 1814-1831, 1831-1846
  • Francesco V, 1846-1848, 1849-1859

DugezParma eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Maria Luisa, 1814-1847

ImpalaerezBrazil eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Leopoldina d'Austria, 1822-1826

ImpalaerMec'hiko eus lignez Habsbourg-Loren

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Tiegezh_Habsburg&oldid=2073473 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp