Thoukydides a skrivas e-unan e oa ur c'heodedour atenat eus demosHalimous hag e oa mabOlorus[1]. Lavaret a ra dimp ivez e tapas arvosenn a reas he reuz en Aten[2] hag a lazhasPerikles ha kement a geodediz all. Dezrevell a ra e oa gantañ ar gwir da lakaat da dalvezout mengleuzioù aour toleadAmfipolis, war aodTrakia, dirak enezTasos[3].
Abalamour d'e levezon e Trakia, emezañ, e voe kaset evelstrategour (jeneral) da enezTasos e424 kent J.-K.. E-doug ar goañv 424-423 kent J.-K. e oa bet taget keodedAmfipolis gant ar jeneral spartatBrasidas, un hanter devezh beaj war vor diouzh Tasos, war aod Trakia. Eukles, komandant atenat Amfipolis, a c'houlennas sikour digant Toukidides[4]. Brasidas a anave bezañs Toukidides e Tasos hag e levezon war tud ar vro. Aon en doa e teuje sikourioù eus ar mor. Kinnig a reas buan divizoù skañv a-walc'h da Amfipolitiz evit kodianañ hag asantiñ a rejont. Pa zegouezhas Toukidides dirak ar geoded e oa dija e dalc'hSpartaiz eta[5]. Bras-kenañ e oa pouez strategel Amfipolis ha mantret e voe Ateniz pa glevjont e oa kouezhet[6]. Abalamour m'en doa c'hwitet war sikour ar geoded e voe harluet Toukidides e-pad ugent vloaz[7].
A-drugarez d'e stad a harluad eus Aten e c'hallas beajiñ en un doare dieub e broioù kevredidiSparta hag e c'hallas gwelet ar brezel evel ma oa bevet gant an div gostezenn. E-pad ar prantad-se e renas enklaskoù a-bouez evit e oberenn.
Ne lavar ket Toukidides hiroc'h diwar-benn e vuhez. Un nebeud titouroù all zo bet dastumet diwar e benn e mammennoù eus an amzer-se.Herodotos a lavar e oa liammet anv tad Toukidides, Olorus, gantTrakia hag herouanez[8]. Moarvat e oa kar Toukidides d'ar politikour ha jeneral atenatMiltiades, ha d'e vabKimon, renerien arvrientiniezh kozh a oa bet kemeret he lec'h e penn ar geoded gant anDemokrated. Graet e veze Olorus ivez eus tad-kozhKimon, ar pezh a gadarn ar gerentiezh-se. Anavout a reer unToukidides all, hag en doa bevet a-raok an istorour, hag a oa liammet gant Trakia ivez, ar pezh a laka da soñjal e oant kerent marteze. Evit echuiñ,Herodotos a lavar ivez e oa liammoù etre tiegezh Toukidides ha mengleuzioù[9] e Trakia (eScapte Hyle hiziv an deiz).
Dont a ra an nemorant eus ar pezh a anavezomp diwar e benn eus mammennoù skrivet diwezhatoc'h hag a c'haller diskrediñ muioc'h warne. HervezPaosanias, e oa bet unan bennak anvet Oenobius o lakaat da dremen ul lezenn hag a roas an tu da Doukidides da zistreiñ da Aten, nebeut amzer moarvat goude faezhidigezh Aten ha diwezh ar brezel e404 kent J.-K.[10] Skrivañ a ra ivez e voe drouklazhet e-kerzh e zistro da Aten. Kalz istorourien o deus diskred ouzh an titouroù-mañ hag o deus kavet elfennoù evit lâret en dije bevet betek397 kent J.-K.. HervezPloutarc'hos e voe kaset e gelan da Aten ha lakaet e voe e bez tiegezhKimon[11]
Diwezh trumm e zanevell eusBrezel ar Peloponnesos, a echu e-kreiz darvoudoù ar bloavezh411 kent J.-K., en deus lakaet da soñjal alies e oa marvet kent echuiñ e oberenn met displegadennoù all zo bet kinniget nevez zo.