Thor (Þórr ennorseg, ma za eus*Þunraz “kurun” ekentgermaneg) eoAes gwarezerMidgard erwengelouriezh lec'hlennat.
Gantañ e ta an nerzh e aotr ar c'hurun, kresk ar gwez ha lusk an elfennoù.
Roudoù eus Thor a zo adalek oadvezh ar romaned, hag e oa brudet a-walc'h gant arvikinged e-padkristenidigezh an norzheuropa. Arouezoù bihan e vorzholMjöllnir a oa douget gant kalz anezhe. Ha meur a zen o doa ger"thor-" e-touesk o anvioù betek fin argrennamzer.
Hervez ar mojennoù german eo mab daOdin, a oa mab da enkorfadur an douar,Jord. Pried eo daSif ha tad daModi (ar fulor) ha da Thrúd (an nerzh).
Hervez un doare all eo tad Magni (an nerzh), gant ar ramzez Járnsaxa (a zo kement ha Sif hervez Snorri Sturluson).
E danevell arRagnarök en em gann Thor ouzh Jörmungand, ar Sarpant-Bed, mab daLoki. Mervel a ra ar Sarpant. Met kontammet eo Thor, ne ra nemet nav c'hammed war-raok ha mervel ivez.
Thor en e garr, sachet gant daou vouc'h, oc'h en em gannañ gant ar ramzed, M. E. Winge,
1872