Er bloavezhioù 1920 e oa bet produet un nebeud miliadoù a bistolennoù-mindrailher Thompson M1921. Daoust d'o implij gant anIRA enIwerzhon ha d'o skeudenn vrudet abalamour d'ar gangsters a rae gante, n'o doa ket graet berzh, ha 4.750 skouerenn diwar ar 15.000 produet ne oant ket bet gwerzhet e 1939.[1]
D'ar poent-se e tarzhas an Eil Brezel-bed en Europa. An M1921 e oa ar bistolenn-vindrailher aes da gavout nemeti evit pourveziañ buan armeoùFrañs hag arRouantelezh-Unanet. Simplaet e voe anezhi gant an embregerezhSavage a dennas da skouer ar bannoù-yenaat a oa war he c'hanol hag a lakaas urc'harger eeun e plas ar c'harger ront.[2] Dibabet e voe an arm nevez gant anUS Army adalek 1942 hag ouzhpenn 1,5 milion a skouerennoù anezhañ a voe produet etre 1942 ha 1945. Servijout a reas en arme stadunanat betekBrezel Viêt Nam.[1]