Lakaet e vez d'ar gweledvaour stadunanat kentañ o c'hounez brud dre e oberennoùromantel hagistorel, levezonet gant livourioneuropat hogen kreñv ar gizidigezh stadunanat enno : diskwel a reont arBed Nevez evel ur baradoz naturel en enep da gêrioù mogedekBreizh-Veur da vare anDispac'h Greantel, un endro a anavezas en e yaouankiz. Dre e daolennoù e savas a-enep ar greanteladur, ar c'hêraozadur hag aloubidigezh kornôg SUA[2]
Ur c'hrennard e oa Thomas Cole pa zivroas e diegezh e1818 a Vro-Saoz da SUA, m'en em stalias e Steubenville, Jefferson County,Ohio.
E1823, pa oa 22 vloaz, e tilojas ar familh daPhiladelphia, ma chomas daou vloaz kent mont da Gatskill e Stad New York, war glann kleiz anHudson, 160 km en norzh da gêrNew York ; eno e vevas Th. Cole gant e bried hag o bugale betek diwezh e vuhez.
Abred e kavas labour evelengravour, tra ma teske e-unan-penn al livouriezh dre lenn levrioù ha dre studiañ taolennoù. D'an oad a 21 bloaz, e1822, e krogas da vout ur poltredour a-vicher ; gant an amzer e troas mui-ouzh-mui war-du ar vicher a weledvaour.
Er penn-kentañ en devoa ur studio en ur grignolig enk ha dic'houloù e ti e dad. Eno e livas e bemp taolenn gentañ, a lakaas e gwerzh e New York e1825. Teir anezho a voe prenet en ur priz dereat gant un ao. George Bruan[3].
Ker plijet e voe G. Bruan gant labour al livour yaouank ma profas dezhañ un droiad en hañv e traoñienn an Hudson, ma livas Th. Cole pemp gweledva, a lakaas war ziskouez en ul levrdi e New York ; daou anezho a voe prenet gant un ao. A. Selton, o lakaas e diskouezadeg an American Academy of the Fine Arts e1826. Dedennet ganto e voe al livourionJohn Trumbull (1756-1843),William Dunlap (1766-1839) hagAsher Brown Durand (1796-1886).
Fromet-kenañ e voe J. Trumbull gantView of Fort Ticonderoga from Gelyna e gwirionez, ken ma klaskas pelec'h edo an arzour o chom, ma prenas unan ag e daolennoù ha m'e lakaas e darempred gant e geneiled pinvidik ; da brenerion ingal e troas lod ag ar binvidion-se.
View of Fort Ticonderoga from Gelyna (1826)
Er bloaz1836, oadet a 35 bloaz, e timezas Th. Cole gant Maria Barlow, bet ganet e Catskill d'an3 a viz Eost1813 ; pemp bugel o devoe[4]
Ur gweledvaour ag an dibab e oa Thomas Cole, hogen taolennoù istorel a livas ivez, ar re vrudetañ anezhe o vout un heuliad pemp livadur anvetThe Course of Empire (1836) hag un heuliad arall,The Voyage of Life, peder zaolenn ennañ (1840) hag a adlivas e1842 gant un nebeud kemmadennoù.
The Voyage of Life (1842)
Childhood ("Bugaleaj")
Youth ("Yaouankiz")
Manhood ("Oad gour")
Old Age ("Kozhni")
E 1842 e lestras Thomas Cole war-du Europa, mennet ma oa da studiañ doareoù ar Vistri Gozh ha da livañ dremmvroioù.
Ker bamet e voe eSikilia gant armenez-tanEtna ma savas tremen c'hwec'h taolenn anezhañ, an hini vrudetañ o vout unan vras-divent,A View of Mount Etna from Taormina (1 980 x 3 050m) e1843.
A View of Mount Etna from Taormina, Sicily (1843)
Brudet ivez eoLake with Dead Trees (1825),Daniel Boone sitting at the door of his cabin at the Great Osage Lake (1826),The Garden of Eden (1828),The Oxbow (1836) haThe Notch of the White Mountains (1839).
Lake with Dead Trees (1826)
Daniel Boone Sitting At the Door of His Cabin on the Great Osage Lake (1826)
Urbarzh e oa Thomas Cole ivez, ha dedennet e oa gant andisavouriezh : e1838 e kemeras perzh en ur genstrivadeg evit tresañ sezgouarnamant Stad Ohio eColumbus ; trede e voe, met diwar an tri raktres kentañ e voe savet ar sez, ma weler mat levezon kinnig an arzour[6].
E Catskill e varvas an arzour diwargrezennfo d'an 11 a viz C'hwevrer 1848, oadet a 47 vloaz[7]. Ur brezegenn kañv a voe distaget d'ar 4 a viz Mae gant ar barzhWilliam Cullen Bryant (1794-1878) dirak anNational Academy of Design e New York[8].
↑(en) O'Toole, Judith Hansen.Different Views in Hudson River School Painting. New York : Columbia University Press, Columbia University Press, 2005, p. 11(ISBN 978-0-231-13820-8)
↑Anavet ivez dindan an anvView from Mount Holyoke, Northampton, Massachusetts, after a Thunderstorm.
↑(en) Haverstock, Mary Sayre.Artists in Ohio, 1787-1900 – A Biographical Dictionary. Kent, Ohio : The Kent State University Press, 1999, p. 174(ISBN 978-0-87338-616-6)