Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Teltenn

Eus Wikipedia
Kamp teltennoù eKanada.

Undeltenn zo ur seurtti graet gant danvez a c'haller kousket ennañ en disglav, en dizavel hag en disheol.

Stegnet e vez an danvez war ur stern, e koad pe metal, ha dalc'het gant liammoù,kordenn pefiselenn, ouzhpostoù bihan pe vras.

Teltennoù ar gantreidi

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Plac'higOglala dirak untipi.

Ti ar gantreidi dre ar bed eo an deltenn peogwir eo aes pe aesoc'h da sevel ha disevel.

Brudet eotipi anAmerindianed gant ar filmoùwestern. Gantkrec'hin ha koad e vezent graet.

Aryourtoù eo teltennoù bras ar gantreidi eMongolia.

Teltennoù a vez implijet gant an Verbered er Sahara. Brudet eo chomet teltenn berber vrasar c'horonal Kadhafi savet gantañ e park Palez an Elysée e Pariz e 2007 pa oa bet pedet gant ar prezidant gallNicolas Sarkozy.

Teltennoù an arme

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Teltennoù zo evit ar brezeliadennoù a-holl-viskoazh koulz lavaret.

Teltennoù evit an dudiamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Teltennoù a c'hall servijout da gampiñ en undachenn-gampiñ pe en natur. Ar valeerien hag an alpaerien a implij anezhi pa z'int d'ober un dro-vale muioc'h eget un deiz.Seier-kousket a lakaont e-barzh evit an noz. An teltennoù-se a vez skañv, kalet ouzh an uz hag aes da blegañ pe da rollañ.

Teltennoù zo a-wechoù war an traezhennoù, lakaet eno gant ar gêr evit an dud evit cheñch dilhad pe chom en disheol. Ouzhpenn-se e ro ul liv cheuc'h d'ar gêr-gouronkañ. Teltennoù glaz o roudennoù traezhenn ar SkluzDinarzh, ha teltennoù ruz o roudennoùAr Baol zo e-touez ar re brudetañ.

Teltennoù bras a vez savet evit degemer un darvoud bennak, evel un eured, ur c'hendalc'h, ur brezegenn, ur c'hendiviz, etc. Alies e vezont gwenn. Un deltenn Barnum a vez graet anezho.

Arsirkoù a reont o abadennoù en un deltenn vrasoc'h c'hoazh a vez graetpabell anezhi.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Teltenn&oldid=1910297 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp