Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Teknetiom

Eus Wikipedia
Teknetiom
MolibdenTeknetiomRuteniom
Mn
Tc
Re
taolenn beriodek, Teknetiom

Niver atomek43
Rummad kimiekMetaloù ardreuzat
Strollad7
Trovezh5
Aozadur elektronek[Kr] 4d5 5s2
Niver oksidadur+4, +5, +7
Tredanleiegezh2,1
Skin atomek135,2
Tolz atomek98


Unelfenn gimiek eo anteknetiom ;Tc eo earouez kimiek,43 eniver atomek ha98 edolz atomek. Urmetal ardreuzat eo.

Louc'hennoùigoù hepken a deknetiom zo en Douar : war-dro 1nanogramm (10-9g) a c'haller kavout en 1 kg kailhuraniom[1], dre ma teu eusskiriadur derc'hanelatomoù an uraniom. En abeg d'an orin-se neuze e kenderc'her kalz Tc diwar an uraniom a zo bet implijet erc'hreizennoù nukleel.
E kailhmolibden e c'haller kavout teknetiom ivez, a zeu eus neutronoù a zo bet degerc'het.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

GantDmitriy Mendeleyev e oa bet rakembannet e1871 meur a hini eus perzhioù an elfenn a vanke en e Daolenn etre ar molibden42Mo hag arruteniom44Ru, a voe anvetekamanganez gantañ da c'hortoz ma vije dizoloet[2]. Adal neuze e klaskjod leuniañ an toull.

E1828 e kredjod bezañ e gavet e kailhplatin ; an anvpoliniom a voe roet dezhi kent merzout ne oa nemetiridiom dampur. E1846 e voe embannet dizoloadenn an elfennilmeniom, a oaniobiom dampur e gwirionez. Heñvel a c'hoarvezas e1847 gant dizoloadenn arpelopiom. E1877, diwar un tamm kailh platin adarre e voe ur meskaj iridiom,rodiom hahouarn anvetdavyom en enor d'arc'himiourkerneveurat Humphrey Davy. E1896 e voe an elfenn nevez anvetlukiom pa oaitriom e gwirionez. E1908 e kredas arJapanad Masataka Ogawa bezañ dizoloet annipponiom (a voe diskouezet evelreniom e2004 gant ar Japanad all H. HK. Yoshihara). E1925 e voe dizoloet an elfenn 43 c'hoazh gant ur skipailhAlamaned hag anvetmasuriom ; den ne c'hallas adober an arnodennoù gant an hevelep disoc'h avat, ha brudet e voent evel fazius. Betek1933 e voe graet gantmasuriom evit an elfenn 43 e lod skridoù, ha den ne oar c'hoazh hiziv an deiz ha fazius pe get e voe labour an Alamaned.
E1937 e voe fardet anizotop97Tc gant daouItalian, ar maenoniour Carlo Perrier hag arfizikour Emilio Gino Segrè, ha peogwir e voe an elfenn gentañ bet kevanaozet biskoazh e voe anvetteknetiom diwar anhenc'hresianegτεχνητός, "kevanaozet". Kendelc'her a rejont da labourat war izotopoù an elfenn nevez.
E1952 e verzas arsteredoniourStadoù-Unanet Amerika Paul Merril e oa linennoù teknetiom e skalfad ar gouloù kaset gant arramzezed ruz a oa oc'h arselliñ ; dre ma 'z eo berroc'h buhez holl izotopoù Tc eget oad arstered dre vras — ha hini ar ramzezed ruz pergen, pa 'z int stered kozh war-nes mervel — e c'halled lavaret e vez Tc stummet er stered end-eeun, ar pezh a brouas ez eo ar stered a c'han an elfennoù kimiek[1].

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal skinoberiek liv anargant eo an teknetiom, damheñvel ouzh ar platin, ha liv gris eo ar poultr a farder peurliesañ.
Kewarellek eo, da lavaret eo e vez desachet hepken gant ur gwarellvaez hep bezañ argaset gantañ.
Dreistreüs e teu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -265,69° C.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Etre re ar metaloù ardreuzat a zo amezek dezhañ eo perzhioù kimiek an teknetiom, evel ma oa bet diouganet gant D. Mendeleyev, ha tostoc'h d'ar reniom eget d'ar manganez.
Dileizhus eo endour real (HNO3+3 HCl), endrenkenn nitrek (HNO3) hag en un devec'hiadtrenkenn sulfurek (H2SO4). Ne c'hall ket avat bezañ dileizhet endrenkenn glorhidrek (HCl), ha pa vije en he stumm devec'hiet.[3]

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An teknetiom eo an elfenn skañvañ n'he deus izotop stabil ebet, haskinoberiek eo kement izotop a zo dezhi.
98Tc eo an izotop a vev ar pellañ, met 4 milion a vloavezhioù hepken eo ehanter-vuhez — setu perak ne gaver Tc ebet war an Douar, a zo mil gwezh koshoc'h.
Daou izotop stabil all zo,97Tc (2,6 milion) ha99Tc (211 000 bloavezh).
Tregont izotop all zo bet kavet, eus85Tc betek118Tc, an darn vuiañ anezho gant un hanter-vuhez a zo berroc'h eget un eurvezh —96Tc avat en deus un hanter-vuhez a 4.3 devezh[3].

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1EMSLEY J.Nature's Building Blocks(en)Liamm oberiant 18 HER 12
  2. Eka- o vezañsañskriteg evit "unan", rak ur bazenn dindan armanganez e vije an elfenn nevez — Gwelit JONGEE Frederik A. A. & PAUWELS Ernest K. J.,Technetium, the missing element,European Journal of Nuclear Medicine and Molecular Imaging (1996)(en)Liamm oberiant 18/10/2012
  3. 3,0 ha3,1LIDE David R.,CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition — Gw. Daveennoù

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Teknetiom&oldid=2095799 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp